An erc'h a zo ur rumm eus ar glaveier (pe kouezhadurioù) a gouezh diouzh ar c'houmoul dindan stumm kementadoù bras elfennoù dour kristalinet a reer fulennoù-erc'h (ha meur a c'her all: malvennoù-erc'h, pluennoù-erc'h...) eus outo.
Ur wech kouezhet war an douar e e c'hellont ober ur gwiskad gwenn ha blot war al leurenn-douar hag an traoù savet warni ivez. Pa kouezh an erc'h e vez dañjer war an hentoù pe diwar ar seurt deñvalijenn a vez degaset gant rideoz ar fulennoù-erc'h pe diwar an dañjer riklañ (tud ha kirri).
Krouet e vez an erc'h diwar an aezhenn pa'z a da skorn war-euun e-kreiz ur goumoulenn peurvuiañ. Ar strink graet gant an dour kristalinet a zo un nebeud millimetrad o ment ha war 6 ahel simetriezh e kasont brankennigoù. Lod a c'hell bezañ meur a santrimetrad hed.
Pep elfennig a ya d'ober ur fulenn-erc'h a zo ken boull hag an dour glan, met pa vez dasskedet ar gouloù war pep hini anezho e seblantont bezañ gwenn, nemet pa vezont saotret gant an ampurentezoù.
Ur fulenn-erc'h stummet mat he deus 6 brankennig ha pep hini anezho he deus brankennigoù graet gant brankennigoù all, atav o skeiñ a-hed 6 ahel hag o c'haolañ pep tro. An holl a ya d'ober ur c'hwec'htaleg, unan eus al liestalegoù reolek.
Koulskoude n'eo ket ken reoliek stummoù ar fulennoù-erc'h ha n'int ket holl ken brav ha war ar skeudennoù a c'heller gwelout pa vank dezho brankennigoù hag e c'hellont kaout neuz bannoù, spillhennoù, kensturdalegoù (parallelepipedennoù) ha pladennoù. Da 2° Celsius pe war-dro e c'hell bezañ krouet fulennoù-erc'h gant 3 ahel, met rouez-tre eo. Pa'z a an temperadur etre 0° ha - 3 ° Celsius ez eont da neuz ur vleunienn 6 petalenn ganti hag etre - 5° ha - 10° e weler seurt pladennigoù pe spilhennoù pe vannoù toull hag etre - 10 ° ha - 22°e teu d'ar strink neuz ar bleunioù en-dro. Dindan - 22° e teu ur seurt prismoù bihan.
M'eo bet krouet ar strink war-dro - 5° ha m'eo aet an temperadur pe uheloc'h pe izeloc'h e weler bannoù gant ur vrankennig war o fennoù. Dindan demperadurioù izel-tre ez a ar fulennoù-erc'h da vezañ plat, met gant brankennigoù o c'haolañ c'hoazh.
Div varteazeadenn bennañ a zo bet roet evit displegañ simetriezh ar fulennoù-erc'h reoliek:
Ar c'hwec'h roud a zeu eus framm orin ar strink ha koulskoude n'eus ket bet kavet un displegadenn evit ar strink gant tri roud.
Lavaret e vez alies n'eus fulenn-erc'h heñvel-mik ouzh unan all, met n'eo ket ul lezenn prouet en un doare skiantel pa n'eus ket abeg ne vije ul lodenn anezho o kreskiñ dindan kondisionoù heñvel ha pa vefe dre ar chañs. Ur glaskerez o labourat evit ar National Center for Atmospheric Research ar Stadoù-Unanet en deus kavet prismoù erc'h heñvel-mik, met ne oant ket strinkennoù reoliek koulskoude.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Erc'h, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.