Ar brezel a zo ur bec'h etre riezoù pe strolladoù bras a-walc'h o vent a ya da lakaat anezho da implij armoù ha an nerzh fizikel hag dispaket int dre sevel luioù soudarded kaset e tu all an harzoù a oa etre an div gostezenn a-raok.
Pal ar vrezelerien a zo tapout pe virout tiriadoù'zo hag e c'hoarvez ma vez kollet hag adtapet an tiriadoù en-dro gant pep a du. Un aozadur hag ur raktres milourel a vez savet gant an emgannerien. Bez e c'hell ar brezel bezañ berr (dindan ur bloaz pe ur miz) pe badout meur a vloavezh gant meur a gampagn, da lavaret eo prantadoù tagadennoù e-kreiz ehannoù.
Iskevrennad eus | armed conflict, social issue, darvoud, military activity, group conflict |
---|---|
Associated hazard | casualty, war damage, uncertainty |
Abeg pennañ | casus belli, conflict escalation |
Efed | effects of war |
Studiet gant | military history, war studies, peace and conflict studies, Institute for the Study of War, sociology of peace, war, and social conflict |
Hashtag | wars |
Dezverket dre | type of war |
Pleustret gant | brezelour |
Handled, mitigated, or managed by | preventive diplomacy, peacebuilding, anti-war movement |
Enebet ouzh | peoc'h |
Meur a abeg a vez da vrezeliñ : gounid pe adc'hounid ar riegezh, un tiriad, pinvidigezhioù naturel, ledanaat levezon ur relijion pe un ideologiezh. Pa vez adtapet un tiriad a oa bet skrapet hag ac'hubet e vez kaoz eus ur brezel dieubiñ. Pa vez brezel etre kostezennoù e diabarzh ur riez e vez kaoz eus ur brezel diabarzh. Betek diwezh an Eil brezel bed e vezed kustum da embann un diskleriadur ar brezel ofisiel, spis e stumm.
Gant ar brezel e vez kaset tud d'ar marv ha n'int holl dibellaus, dreist-holl pa vez lazhet nannsoudarded e-leizh evel e-korf brezelioù an XXvet kantved ha re an XXIvet kantved ivez. E-pad an XXvet kantved eo bet jedet e c'hellfe bezañ bet lazhet etre 130 000 ha 142 milion a dud, nannsoudarded an darnvuiañ anezho. Hag e-touez ar buhezioù kollet-se, 51 milion a dud a zo marvet e diwezh an Eil brezel bed.
Gwelet Istor ar Brezel
Emglev ebet ez eus diwar-benn orin ar brezel. Hervez reoù'zo e oa bet atav brezelioù etre ar strolladoù denel tra ma pouez ar re arall war ar fed n'eus ket sin ebet a vrezel e-pad ar ragistor. Da gentañ e oa ar brezel un heuliad ag argadegoù bihen n'eo nemet gant ganedigezhioù ar riezoù kentañ, 5000 bloavezh 'zo e c'heller gwelout kampagnoù milourel bras.
(en) — Saoznek eo an holl liammoù all.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Brezel, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.