Hent

Un hent a zo un egorenn ma c'hall an dud mont da vale warnañ eus ul lec'h d'unan all.

Terket e vezont diouzh ezhommoù an dud hag en ur dennañ kont eus ar skoilhoù naturel pe denel. Dre vras e vez an hentoù war an douar noazh pe kaledet gant mein bilet.
Dre astenn e vez kaoz eus an hentoù war vor koulz ha, dre skeudenn, pep tra a seblant ober e hent evel war hentoù difetis er spered hag ar vuhez kevredigezhel.
Dre skeudenn ivez e veze gwelet (hag e vez c'hoazh) un hent en oabl steredennet, Hent (pe Heñchoù) Sant-Jakez (pe Hent Sant-Jalm), da lavaret eo un darn eus galaksienn m'emañ an Douar enni.

Hent
Ur gourhent e Danmark.

Eus an hentoù koshañ digoret gant an dud kentañ, marteze o heuliañ reoù al loened bras ha gouez betek hor c'hevredigezhioù modern ez eus bet ezhomm eus ar c'hehentiñ (ken+hentiñ), da lavaret eo kaout darempredoù etre an dud ha mont d'ar parkoù evit gounid ar boued. Ne oant nemet gwenodennoù (pe ribouloù pe hentigoù) war an douar noazh a-raok ma'z eus bet lakaet meur a hini anezho da vezañ ledan a-walc'h evit tremen an dud war an daou du.
Dre m'eo bet an Denelezh o kreskiñ e-keñver ar boblañs ez eus bet muioc'h-muiañ a hentoù evit mont da bep lec'h anavezet hag eus pep lec'h da n'eus forzh peseurt lec'h all ken emañ an holl hentoù o kroaziañ an eil gant egile. Pa vez daou hent pe ouzhpenn o kroaziañ ez eus ur c'hroashent. War ar c'hroashentoù e vez staliet peurvuiañ meur a dolpadur-annez bihan ha bras.

Goude ma oa bet ijinet ar rodoù ken ma veze aesoc'h kas an traoù hag an dud war garbedoù ez eas an hentoù etre an tolpadurioù-annez da vezañ ledanaet diouzh an tremen ha diouzh ledander ha tizhder ar c'harbedoù. En XXvet kantved, pa greskas ar boblañs, brasded ar c'harbedoù e voe savet gourhentoù, meur a forzh ganto, eus daou forzh evit pep tu (hent peder forzh) betek ar gourhentoù daouzek forzh kavet er Stadoù-Unanet.

Sellet ivez ouzh

  • gwenodenn
  • ode
  • riboul : un hent strizh
  • ribin, un hent strizh pe hentig goude tremen ul loen bras
  • straed


Sellit ouzh ar ger hent er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Hent 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

DouarEgorGalaksiHent Sant-Jakez (galaksienn)MaenStered

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MediaWikiLienenn-gourzhKêriadennBreizhKarantezMac'haonGewehr 98Brezel1990TwitterCascading Style SheetsDivaskell Breizh1509KerorgenEngravadur an AulnaysRouantelezh-UnanetToullañ beg ar vronnVincent van GoghBro-SaozTi ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)Santa Maria del FioreWorld Wide Web ConsortiumAfrika an NorzhVeneziaYezhoù romanekLec'hiennMoudennLennegezh vrezhonek kolletColt M1911Hohenzollern (1901-1914)1989FellasionAvankKempervenReizhiad korvoiñKerfodPantaleoneMor ArabiaBloavezhioù 2020BengaluruStadoù-Unanet AmerikaSlovakiaPaul Avril1676Apex LegendsKourzhMuzelloù bihanBro-Roazhon1661El NiñoOksigenStad emveliekPabi2ta82024Wiki CommonsEostTeknologiezhAndhun SussexTyne (Bro-Saoz)Konk-LeonMarc'h Przewalski800ParizMilano🡆 More