Lienenn-Gourzh

Al lienenn-gourzh, pe himen (diwar ar gregach ὑμήν / humến, « kroc'henenn »), zo ur groc'henenn a zo etre gouhin ar merc'hed hag o c'hourzh hag a vez drailhet da vare an embarañ kentañ peurvuiañ.

Anezhi eo e komzer pa gomzer eus gwerc'hded ar merc'hed.

N'eo ket ouzh parezed gouenn an dud e kaver anezhi hepken. Ouzh parezed un nebeud gouennoù all ivez: olifanted, razhed, lamaed, chimpanzeed.

Stummoù

Ne ya ket betek peurstankañ ar gouhin peurvuiañ, ha meur a stumm a c'hell bezañ dezhi: gallout a ra bezañ

  • gwalennheñvel
  • loarheñvel

Drailh

Da goulz an embarañ kentañ e vez drailhet peurvuiañ, ha gwadañ a ra un tammig. kleizenniñ a ra an tammoù drailhet . Gallout a ra bezañ kaledik ha mirout ouzh an embarañ.

Drailhet e vez al lienenn-gourzh pa deu ar c'halc'h er gouhin peurvuiañ. En abeg da se e vez sellet outi evel merk ar werc'hded er sevenadurioù a ro un dalvoudegezh vras da c'hlanded ar merc'hed a-raok an dimeziñ.

Koulskoude e vez drailhet ar groc'henenn-se alies hep embarañ, e-pad ar bugaleaj, mann nemet gant ar marc'hegañ, pe mont war varc'h-houarn. A-wechoù ivez pa vez lakaet lienoù-stouv da vare ar mizioù.

Merc'hed zo a c'hall embarañ hep drailhañ o himen; darn n'o devez ket; darn a rank mont da welout ur medisin ma vez peurstanket o gouhin gant al lienenn-gourzh, pe ma vez re galet ar groc'henenn hag e ra re a boan an embarañ peogwir ne zrailh ket.

Abalamour da se n'haller ket diazezañ gwerc'hded ur plac'h war bezañ al lienenn-gourzh, evel ma veze graet gwechall en hon bro. Ouzhpenn-se e c'haller adsevel anezhi aes a-walc'h diouzh ezhomm: pa vez ret lakaat da grediñ er werc'hded, evel e broioù zo. N'eo ket graet an oberatadenn-se evit ar re baour avat.

Arouez ar werc'hded

Arouez ar werc'hded eo bet al lienenn-gourzh, hag ez eo c'hoazh e broioù zo. Da desteniañ gwerc'hded ur plac'h nevez e veze diskouezet d'an holl gwad liñsel ar gwele eured e broioù zo.

Da brouiñ gwerc'hded, pe gwallidigezh, e veze ensellet kourzh ar merc'hed, evel a c'hoarvezas e prosez gwaller Artemisia Gentileschi.

Liammoù diavaez

Tresadenn eus al lienenn-gourzh

Tags:

Lienenn-Gourzh StummoùLienenn-Gourzh DrailhLienenn-Gourzh Arouez ar werchdedLienenn-Gourzh Liammoù diavaezLienenn-GourzhEmbarañGouhinGwerc'hdedKourzhMerc'hed

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Yuzev-portugalegHTMLMarc'h PrzewalskiKerfodRiley EvansYa d'ar brezhonegRepublik IwerzhonGeorge IIBengaluruL'Entraide française (1945)MadeiraIsraelKartadaKevin CostnerChatGPT1999Seziz LeningradHolloueziadurSigeberht WessexTbilisiBrezhonegColt AnacondaArabia SaoudatBro-SkosSant-PetersbourgKerborzhToullañ beg ar vronnOmar SyStringMoukFriedrich EngelsISO 8601ChatalTalbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)Beg ar vronnRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùSav-bronnoùReter SussexEetionBukkakeFouzhlec'hMuzelloù bihanSkejMoskovBronnBM-30 SmerchBill ClintonSiriegMontroulezTverVladimir PoutinSaint-Martin (Antilhez)Lennegezh vrezhonek kolletKempervenApex LegendsDiwanPlaza de soberaníaMeurvor HabaskBilhed-bankぢ (lizherenn)Simon HarrisTalierouriezhYann Iañ (dug Breizh)🡆 More