Beg Ar Vronn

Beg ar vronn a vez graet eus ul lodenn eus ar vronn, an hini uhelañ pa vez gourvezet ar c'horf.

Beg Ar Vronn
Beg bronn ur vaouez, stegnet.
Beg Ar Vronn
War-du an diabarzh eo troet beg ar vronn gleiz.
Beg Ar Vronn
Beg-bronn gwaz, stegnet e-kreiz ar blev.
Beg Ar Vronn
Begoù-bronnoù dreist-kont. A - Dreist-kont. B - Ordinal. C - Dreist-kont

Tanavoc'h eo kroc'hen ar vronn er beg anezhi, eno e c'hall laezh ar maouezed treuziñ evit reiñ da zenañ. Graet eo beg ar vronn evit magañ, bezañ chutet, pe sunet, eta. Kerkent ha ganet e oar ar vugale klask beg ar vronn, ha chutal anezhañ.

Leun a nervennoù kizidik eo kroc'hen beg ar vronn. Pa deu riv d'ar c'horf, pe c'hoazh pa sav tan ar c'hoant ennañ, e teu begoù an divronn da stegnañ.
A-hervez eo dre biñsañ anezho e c'haller gouzout ha van a ra paotr pe blac'h da vout semplet.

Reizhelezh

Tener eo beg an divronn, ha plijadur ar sadeien eo o fiñsañ. Evit an dud-se ez eus bet ijinet piñsetezioù, c'hoarielloù evit o abadennoù plijadur.

Dilhad ha giz

Al lodenn-se eus an divronn eo a veze klasket kuzhat ar muiañ, dre vezh-fur, abalamour ma c'halle diskuliañ c'hoant ar c'horf. Tammoù dilhad da guzhat ar begoù-bronnoù a veze graet zoken.

Hiziv e kaver un emzalc'h kontrol gant tud zo. Graet e vez brennidennoù ken bihan ma ne guzhont nemet ar begoù-bronnoù, brennidennoù sav-bronnoù graet evit diskouez ar begoù dindan an dilhad, hep kontañ ar begoù faos, reut atav.

Begoù bronnoù ar wazed

Beg Ar Vronn 
Benvronnegezh : evel re ur vaouez eo kresket bronnoù ar paotr.

Da vare o c'hrouiñ, war-bouez o organoù reizhel, eo peurheñvel an holl vronneged er grouell. Gant an dud e pad kement-se betek 14 sizhun. Goude e krog ar re a zo gourel da aozañ hormonoù gourel evel an testosteron. Peurvuiañ ne gemm ket begoù bronnoù ar baotred goude ar mare-se.
Gwazed zo koulskoude, pa n'o devez ket trawalc'h a destosteron, e kresk o bruched dezho evel d'ar merc'hed, ha dreist-holl al lodenn druz en-dro d'ar begoù-bronnoù. Benvronnegezh a vez graet eus se.

Toullañ

Krennlavar

Tri zra a laka ar bed da vont
Beg ar soc'h
Beg ar vronn
Ha beg an ibil pa vez sonn.

Skeudennoù

Beg Ar Vronn 
Poltred ur Yuzevez, gant Charles Landelle (18211908).
Klasket en deus an arzour diskouez beg ar vronn dindan an hiviz.
Beg Ar Vronn 
Beg bronn dindan un hiviz

Levrlennadur

  • (en) Stephen Jay Gould, "Male Nipples and Clitoral Ripples", in Adam's Navel and Other Essays, London: Penguin, 1995.
  • (pl) Janina Sokołowska-Pituchowa (red.) Anatomia człowieka. Podręcznik dla studentów medycyny. Wyd. VII. PZWL 2005 ISBN 83-200-3185-0.

Tags:

Beg Ar Vronn ReizhelezhBeg Ar Vronn Dilhad ha gizBeg Ar Vronn Begoù bronnoù ar wazedBeg Ar Vronn ToullañBeg Ar Vronn KrennlavarBeg Ar Vronn SkeudennoùBeg Ar Vronn LevrlennadurBeg Ar VronnBronnKorf

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1980KronosČeská zbrojovka a.s.Palestina (disheñvelout)Rouantelezh-UnanetTro Bro LeonKrubuilh dispakAvankThe Times of IndiaSant-NazerMederiegEil Republik PoloniaChaoserCixiRouedad stlennegelVenus KallipygosIsabel Sofía PicónSiberiaEgiptTro Breizh war varc'h-houarnBreizh24 MezhevenEugène BoudinKoedlogonGallegWoueg15 DuKintinKrokodilKezTeknologiezhKren-douarMoukHerrinRomántica MilongueraAr C'hillioùBreizh-Izel2024BegelQStad IslamekHolloueziadurJean-François MilletHippolyteYann-Vari PerrotTangaWiki FoundationGeraintBombard1912ISO 4217Kelc'h An Dael1451Deiziadur gregorianKroatiaIndoneziaBelgiaBro-C'hallRoue ArzhurLokournanBrezhonegWattEmilio PradosWiki Commonsは (lizherenn)WikimediaN🡆 More