Ar vrennidenn zo ur pezh dilhad a servij da c'holeiñ, da zerc'hel, ha da sevel divvronn ar merc'hed, hag ivez da gaeraat anezho.
Hiriv an deiz e vez gwerzhet alies war un dro gant pezhioù all, gant ur vragez-dindan peurvuiañ. Ouzhpenn-se ez eus meur a seurt brennidennoù, ha da vihanañ daou seurt: ar re a c'holo hag ar re na reont ket.
Servij a ra ar c'hiz da werzhañ brennidennoù a bep seurt hervez ar vent hag ar pezh a glasker ober ganto.
Stag eo istor dilhad ar merc'hed ouzh o statud er gevredigezh, hag istor ar c'hiz a zispleg penaos e vez gwelet o c'horf gant ar wazed.
Abaoe an Henamzer e vez douget dilhad pe doareoù a bep seurt gant ar merc'hed da zougen o bruched: strophium, mastodeton, senklennoù, korfkennoù, bandennoù. Dindan o sae hir, anvet c'hiton, e veze un doneg lin gant ar merc'hed, ha bandennoù da bakañ o bruched. Evit kuzhat stummoù o c'horf e oa an apodesmos, ur vandenn hir a rae evel ur gouriz dindan o bruched evit e zerc'hel hag a veze douget pe dindan ar c'hiton, stok ouzh o c'hroc'hen eta, pe war-benn. Evit kuzhat o divlez hag o c'hof e raent gant ur zona, ar vandenn a bake o c'hof. Gant ar merc'hed yaouank e veze ur mastodeton, ur seizenn voan a starde ar bruched evit mirout ouzh kresk an divvronn. Maouezed Hellaz a ranke tennañ d'ar wazed muiañ ma c'hallent. Medisined zo a ginnige louzoù da virout ouzh ar bronnoù da zont.
Un doneg pe ur stola a veze gant merc'hed Roma. Dindan e oa evel gant merc'hed Hellaz. Ur zona a oa da guzhat stumm an divlez, paket e oa bruched ar merc'hed yaouank gant un taenia pe ur fascia, pimpatrom heñvel ouzh ar mastodeton. Ar bruchedoù tev a veze gwasket gant ur mamilliare en lêr. Met ar strophium an hini a veze douget ar muiañ, ur roll danvez heñvel ouzh apodesmos Hellaz.
Dizemglev zo diwar-benn pegoulz ha gant piv e voe ijinet ar vrennidenn a anavezomp.
E lin e oa ar c'hentañ brennidennoù, hag adalek ar bloavezhioù 1920 e sidan, mouslin, batist. Er bloavezhioù 1930 e veze graet gant reyon. Tostoc'h e vint adal neuze ouzh pezh a anavezer hiziv, goude ma oant ker-ruz ha diazaz a-walc'h diouzh stummoù a bep ment ar c'horfoù maouezed.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Brennidenn, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.