Isbn

ISBN (International Standard Book Number, niverenn levr reolatet etrebroadel zo un niverenn anaout etrebroadel a vez roet abaoe 1970 da gement embannadur kement levr a zo embannet.

Evit eeunaat ar c'heñveriañ dre urzhiataerezh ec'h eo bet ijinet, ma vije simploc'h labour al levrierien, al levrouaegerien, an dasparzherien levrioù, hag al lennerien pa glaskont ul levr en un embannadur hag ur skor resis.
Dek sifr a oa en un ISBN betek miz Kerzu 2006, eus ISBN-10 e komzer neuze ; trizek sifr zo abaoe ar 1añ a viz Genver 2007, alese an anv ISBN-13.

Isbn
ISBN-10 hag ISBN-13
Isbn
Kod ar vro eo an EAN en ISBN-13

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Istor

E 1965, ar skigner levrioù W. H. Smith & Son Ltd. e Swindon (Bro-Saoz) a glaskas stlennekaat e labour dre reiñ un niverenn-anaout unel da gement embannadur eus kement levr a vere. Gant ar c'helenner iwerzhonat Gordon Foster (1921-2010) e Coláiste na Tríonóide e Baile Átha Cliath e voe ijinet e 1966 ur reizhiad urzhiañ dre stlenneg, 9 sifr ennañ, a anvas Standard Book Numbering (SBN) System. E 1967 e voe lakaet an SBN e pleustr e Breizh-Veur a-bezh.
Buan e klaskas an International Organization for Standardization (ISO) azasaat an SBN evit ma vije arveret er bed a-bezh. Goude bodadegoù etrebroadel e London e 1968, e Berlin ha Stockholm e 1969, e voe degemeret an ISBN gant an ISO e 1970 hag anvet ISO 2108.
Digemm eo chomet stumm an niverennoù ISBN-13 abaoe 2006, azasaet eo bet d'ar media nevez, ha tremen 150 bro a ra ganto. E London emañ an International ISBN Agency a ver adtioù er bed a-bezh.

Stumm an ISBN-13

Pemp rann a ya da sevel un niverenn ISBN-13, a vez jedet dre ur formulenn vatematikel arbennik ha kadarnaet dre un alc'hwez-gwiriañ evit ma ne vefe ket roet an hevelep niverenn da zaou dra :

  • ar rakniverenn, an 3 sifr kentañ, na c'hall bezañ nemet 973 pe 979 ;
  • niverenn ar strollad, betek 5 sifr ennañ, da verkañ ar vro, ar rannvro pe ar yezhva a zo ezel eus ar reizhiad ISBN ;
  • niverenn an embanner, betek 7 sifr, evit an embanner pe ar merk ;
  • niverenn an oberenn, betek 6 sifr, da verkañ embannadur pe stumm an oberenn-mañ-oberenn ;
  • an alc'hwez-gwiriañ : ar sifr diwezhañ atav, a vez jedet evit kadarnaat an 12 sifr all ; eus 0 da 10 e c'hall bezañ, 10 o vezañ skrivet X.

Er stlenneg hepken e vez skrivet an ISBN-13 en ur bomm : 9782916745312 ; esaouiioù pe barrenigoù-stagañ pe esaouioù a lakaer etre ar rannoù evit ma vije aesoc'h d'an dud lenn un ISBN-13 : 978-2-916745-31-2 pe 978 2 916745 31 2 neuze, m'emañ 2 evit Bro-C'hall (ha Breizh), 916745 evit an embanner (Al Lanv), 31 evit kentañ embannadur al levr "Torkad" war baper, ha 2 da ziwezhañ evit kadarnaat an ISBN-13.

Implij

Ret eo da bep embannadur ul levr bezañ merket gant un ISBN, ne vern war be skor e vez skignet : war baper, dre levreloù (levrioù elektronek), dre levr klevet, dre Restr stlennegel hag all.

Arabat eo droukkemer an ISBN evit an ISSN (International Standard Serial Number, "niverenn steudad reolatet etrebroadel", na vez roet nemet d'ar mareadegoù : ar c'helaouennoù, ar c'hazetennoù, ha d'an dastumadegoù levrioù.
A-wezhioù avat e vez deroet un ISBN d'ur pennad hepken tennet eus ur gazetenn pe eus ul levr pe eus ur stirad skridoù, gant ma vo embannet ar pennad-se en e unan.

Ur reizhiad merañ an embann hag ar skignañ an an ISBN, ne c'hall ket talvezout da warez lezennel evit mirout gwirioù un oberenn.

An embannerien (emembanner, embanner, embregerezh, aozadur hag all) eo a rank goulenn un ISBN; un mouller, da skouer, ne c'hall ket goulenn unan e-lec'h un embanner.
E Breizh e ranker goulenn digant an Agence francophone pour la numérotation internationale du livre (AFNIL).

Menegiñ an ISBNoù war ar Wikipedia

Evit menegiñ un ISBN-10 pe un ISBN-13 goude deskrivadur reoliataet un teul, n'eus nemet arverañ ar patrom {{ISBN|xxx}} ; da skouer, evit Geriadur Ménard (embannadur 2012), skrivañ {{ISBN|978-2-35678-069-0}} a ro (ISBN 978-2-35678-069-0).

Liammoù diavaez

    Kavout un oberenn dre hec'h ISBN ha war an tu all
    Goulenn un ISBN

Notennoù

Tags:

Isbn IstorIsbn Stumm an ISBN-13Isbn ImplijIsbn Menegiñ an ISBNoù war ar WikipediaIsbn Liammoù diavaezIsbn NotennoùIsbn19701añ a viz Genver20062007Urzhiataerezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

ZoulouegUnaniezh ar Republikoù Sokialour SoviedelCarlos Iañ PortugalAlfred HitchcockLandedaKoñsolennoù c'hoarioù videoLuksembourg (bro)Reddite ergo quæ Cæsaris sunt Cæsari et quæ Dei sunt DeoBroioù keltiekBasketball2019RoumanegPornografiezhBengaluruLiz TrussDarempred revLangourlaeIstor JapanFetichegezh ar brennidGaeltachtRepublik IwerzhonISO 8601Ardivink-genelGouarnamantBelarusegKembreKernewek Kemmyn2010Lleuwen SteffanPamirGirolamo BuonaparteBlack History MonthRenaultSolidarnośćNikolaz MiraHolloueziadurKerhouarn1942WikimammennLestr TheseüsMeurgêr CataniaHeavy metalI ModiYezhoù semitekPark Geun-hyeKazhKunilingusSuffolkMain PageCaravaggioMorgazhBig TechKrampouezhOudonDegemerBro-SaozSkramm strinkennoù liñvelAC/DC20051973TadjikistanRusiaTangaAarne-ThompsonTorzhellegezhSikistKastiz ar marv🡆 More