Ar c'hazh (liester kizhier), pe kazh doñv, a zo ul loen-ti doñvaet gant an dud a bell zo.
| |||
---|---|---|---|
Kazh ti | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Isskourad : | Vertebrata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Felidae | ||
Genad : | Felis | ||
Anv skiantel | |||
Felis silvestris catus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Flour eo e vlevenn. Miaoual a ra ha rouzmouzat, pe lavarout a ra e bater. Brudet eo ar c'hizhier da logota. Kelinañ a ra ar gazhez.
Ur bronneg bihan eo, ha kigdebrer, hag an hini anavezetañ eus ar c'hazheged. Renket e vez er c'herentiad Felidae hag en isspesad Felis silvestris catus p'eo bet e c'hourdad ar c'hazh gouez (Felis silvestris).
Bevañ a ra ar c'hazh nes-tre d'an den abaoe 3.500 vloaz d'an nebeutañ pa implije Henegiptiz kizhier a-leizh evit diwall o grignoloù diouzh al logod ha diouzh ar c'hrignerien all. Bremañ eo deuet ar c'hazh da vezañ al loen ti stankañ.
Enrollet e vez lignezoù kizhier 'zo evit ma vefent disklêriet evel kizhier a-ouenn hag ar marilh a vez anvet ar pedigree (ger saozneg). Kenstrivadegoù etre perc'henned ha saverien-kizhier a vez aozet evit keñveriañ al loened ha dibab pere a zo an nesañ d'ar patrom termenet evit pep gouenn pe pep isgouenn. Koulskoude, nebeutoc'h eget 1% eus niver an holl gizhier a zo loened a-ouenn.
Renket e vez ar c'hizhier all etre kizhier ti hir o blev ha kizhier ti berr o blev.
Pouez ur c'hazh a vez etre 2,5 ha 7 kilogramm (ral a wech en tu-hont da 10 ha betek 23 pa vezont dreistvaget). Bezañ dreistvaget n'eo ket mat evit yec'hed ar c'hazh hag en deus ezhomm bras da bleustriñ e gorf ha da gaout ur reol-voued aozet mat, dreist-holl pa vez miret ar c'hizhier er gêr. Ar c'hizhier bihanañ eo re ar ouenn treid-du (war-dro 2 gilogramm).
Pa vezont dalc'het e-barzh an tiez e c'hell ar c'hizhier bevañ e-pad 15-20 vloaz, hag anavezout a reer ur c'hazh hag en deus bet bevet betek 36 vloaz. Bevañ a ra pellikoc'h peurliesañ ar c'hizhier ti pa ne vezont ket aotreet da vont er-maez (izelaet eo an arvar diwar emgannoù ha gwallzarvoudoù) hag ivez pa vezont difrouezhet (kizhier-mamm) pe spazhet (targizhier). An oberatadennoù-se a zigresk ar riskloù krign-bev eus ar c'helloù pe ar vierezoù. Ar c'hizhier-mamm a c'hell chom hep tapout krign-bev en o bronnoù pa vezont difrouezhet a-raok kasha pe kaout ar c'hentañ klodad. Bevañ a ra ar c'hizhier dizoñv (deuet da vezañ gouez en-dro) war-dro daou vloaz (keidenn) pe nebeutoc'h peurliesañ (nemet paa vez graet war o zro gant tud a-youl-vat, evel e Roma).
An darnvuiañ eus ar c'hizhier o deus divskouarn sonn ha rouez eo an divskouarn pleget evel m'o deus ar chas. Pa vez fuloret pe spontet e kas ar c'hazh e zivskouarn en a-dreñv en ur grozal pe en ur bufal. E pep skouarn ez eus 32 gigenn hag e c'hell bezañ fiñvet ar skouarn hec'h-unan.
Evit mirout o energiezh e kousk ar c'hizhier muioc'h eget meur a loen ha mui-oc'h-mui en o buhez. Keitat an eurioù kousket bemdez a zo 13 pe 14, met 12 pe 16 ivez. A-wechoù ez a betek 20 eur diwar 24.
Gwrezverk normal e gorf a zo 39 pe 40 derez Celsius (37 evit an dud).
Kredet e vez eo gouest ar c'hazh da bradañ bewech war e bavioù met n'eo ket gwir e pep degouezh. Gwir eo koulskoude e c'hell ar c'hazh, p'emañ o kouezhañ, lakaat e gorf da weañ dre dastaol. Dont a ra eus e varregezh evit lakaat e gorf gwevn war e gempouez. Kavet e vez unan eus an abegoù e-barzh e livenn-gein 60 mell enni (34 hepken evit an Den). Gant-se e c'hell al loen ober ur c'hamm don gant e c'hein.
Ar c'hazh, an dremedal hag ar jirafenn eo ar pevarzroadeged nemeto a c'hell keflusk pavioù ur gostezenn asambles (hag an hini all goude). Pa vez kaoz eus ar c'hezeg a lakaer d'ober evel-se dre ar pleustriñ e vez graet ar paz-inkane eus al lusk-se. E-touez al loened doñv n'eus nemet ar c'hizhier hag a vale war o bizied (evit-se e vezont anvet digitigradioù).
Mat-tre eo gweled ar c'hizhier e-pad an deiz, met dibar eo ar gweled e-pad an noz ivez. Pa vez skedus ar gouloù e teu an iris da vezañ ur faout moan-tre evit diwall ouzh ar retina a resev re a c'houloù, ken e vez strishaet tachenn ar gweled. Bez' e c'hell ar c'hizhier gwelout pa vez nebeut-tre a c'houloù p'o deus e-barzh al lagad un organ ispisial anvet an tapetum lucidum. Evel an darn-vuiañ eus ar breizherien, e wel o daoulagad war-eeun asambles ha diouzh-se n'eo ket mat ar gweled war ar c'hostezioù. N'o deus ket ar c'hizhier ur gweled aes gant an tri liv : pa sellont pell e teuz al livioù en o daoulagad.
Barregezh war ar c'hwesha a zo 14 gwech brasoc'h eget hini an Den, rak div wech muioc'h a gelliged santus zo e fri ar c'hizhier ken e c'hellont santout traoù na vezont ket santet gant an dud.
Kizhier a vez implijet gant mafia Sikilia da lakaat tan er c'hoadoù .
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kazh, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.