Elon Reeve Musk, ganet d’an 28 a viz Mezheven 1971, zo un embreger stadudanat, e penn meur a embregerezh, Tesla ha SpaceX en o zouesk.Talvezout a ra sammad e beadra war-dro 252 viliard a zollaroù, e 2022, pezh a lak anezhañ da vout an den pinvidikañ er bed.E miz Ebrel 2022 e prenas Twitter evit 43 miliard a zollaroù.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Suafrika, Kanada, Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Elon Musk |
Anv ganedigezh | Elon Reeve Musk |
Anv-bihan | Elon |
Anv-familh | Musk |
Treuzskrivadur API | ˈiːlɒn ˈmʌsk |
Deiziad ganedigezh | 28 Mez 1971 |
Lec'h ganedigezh | Pretoria |
Tad | Errol Musk |
Mamm | Maye Musk |
Breur pe c'hoar | Tosca Musk, Kimbal Musk, Elliot Rush Musk, Asha Rose Musk, Alexandra Musk |
Pried | Justine Musk, Talulah Riley, Talulah Riley |
Kompagnun(ez) | Amber Heard, Grimes, Shivon Zilis |
Kar | Lyndon Rive, Jana Bezuidenhout |
Familh | Musk family |
Den heverk | Shivon Zilis |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | programmer, Ijinour, embreger, investor, den a aferioù |
Tachenn labour | tech entrepreneurship, embregerezh |
Lec'h annez | Bel Air, Saskatchewan, Kingston, Boca Chica |
Deroù ar prantad labour | 1995 |
Emezelet ouzh | Mars Society |
Relijion | agnostegezh |
Kleñved | Plasmodium falciparum malaria, COVID-19, Asperger syndrome |
Perzhiad e | B20 Bali 2022, Ice Bucket Challenge |
Anvet diwar | John Elon Haldeman |
Ezel eus | The Planetary Society, Royal Society, PayPal Mafia |
Kont war | Clubhouse |
Hashtag | ElonMusk, elonmusk, elon |
Personal pronoun | L485 |
E vuhez bugel
Elon Reeve Musk a oa ganet d’an 28 a viz Even e Suafrika. E vamm, May Musk a oa bet top-model hag arbennigourez war ar boued, mat evit ar yerc'hed. E Kanada oa ganet, hogen desavet eo bet e Su Afrika. Tad Elon Musk, Errol Musk, hemañ oa ijinour war an elektromekanikererezh, bleiner kirri, ha merdeer, kuzulier evit embregañ, ha saver tiez. Perc’henn e oa war ur veingleuz emerald.Bugel henañ ar familh oa Elon Musk, bez en deus ur breur : Kimbal hag ur c’hoar : Tosca. Pinvidik a-walc’h oa stad e familh, dilennet oa e dad e Pretoria City Council, deus tuadur an araokourien, enep-apartheid. Da lâret eo oa un oportunour eus ar c'houlz. Dispartiet voe e gerent. Diouzh pezh a gont e vamm, war e-zivout er skol e vije bet ur bugel “lent amparfal gant diaesterioù sokial, d.l.e troet warnañ e-unan eta”. Da zek vloaz dija e oa troet gant bed an urzhiataerezh hag ar c’hoarioù video, desket noa programmiñ drezhañ e-unan gant ar VIC-20 . Da zaouzek vloaz en doe gwerzet ur c’hoari-video ha noa bet ijinnet ha krouet e unan evit 500 $. Ur pasport kanadian a c'houlennas ha mont da di ur c’henderv dezhañ, ha stagañ gant e studioù e 1989. Graet noa micherioù souezhus e-giz labourat en un ti-feurm, pe un heskennerezh. Un aotregezh war ar fizik a dremenas er skol-veur e Pennsylvanaia, koulz hag unan war an ekonomiezh. Gantañ e voe skrivet ur steuñv embregañ evit skanniñ ha niverelaat levrioù, heñvel a-walc'h bremañ ouzh sistem Google Books. Degemeret oa bet d’ober enklaskoù gant ur programm PhD, war an dañvez skiantoù, hogen graet noe eta e zibab treiñ war-zu boom an Internet, a oa da neuze o tarzhañ.
Deroù e garierenn ekonomikel
Zip2
Musk, e vreur Kimbal ha Greg Kouri asambles o doe savet Zip2. Gant e dad Errol Musk e voe postet 28 000 $ ennañ. Pal ar raktres-se a oa sevel ul lec’hienn internet evit heñchañ an dud davet chomlec’hioù e kêr, gant kartennoù, tuadurioù, ha pajennoù melenn. Un tammig Heñvel ouzh pezh a ginnig Google map bremañ, pe pajejaunes. An noz-pad e kode Musk. Ur gwir marc’h-labour oa eta.
Gant Compaq e voe Akuizitet Zip2, e 1999, evit 307 milion $. Setu eñ lonket gant ar c’hevala divent hag eñ lañset war e holl raktresoù .
X.com and PayPal
Diwezhatoc’h e 1999, e savas X.com, un embregerezh servij evit paeañ enlinenn 12 milion $ a voe postet gantañ ennañ. E-touez ar re gentañ e voe X.com a ginnige treuzvankadennoù federal diogell a-zevri. Kerkent en deroù an oberiadennoù e erruas ouzhpenn 200 000 pratik. Daoust dezhañ bezañ diazezour an embregerezh, ar bosterien-arc’hant a soñje diwarnañ, e oa un den diarroutet hag amparfal. Kendeuzet e voe eta X.com gant an online bank Confinity, kuit da gaout kevezerezh kenetrezo
TESLA
Brudetoc’h a galz eo Musk evit ar perzh a c’hoari gant Tesla. Erruet e oa an embregerezh er c'hevala, e 2004, tapet voe ar renerez gantañ adalek 2008. Da gentañ-penn e voe savet ur c’harr-sport dre dredan, an Tesla Roadster, goude-se voe savet ur berlin dre dredan a oa muioc’h ekonomikel, An Tesla model S, an Tesla model X: un SUV luks. Fellout a ra da Desla produiñ kirri tredan mac’hadmatoc’h eget ar re all : pezh voe graet e 2018, o lañsañ an Tesla model 3, ur berlin gwelloc’hmac’had evit boboed-ijinour-pinvidik a-walc’h ha tuet war-zu ar gredenn reizh evit gwareziñ ar blanedenn, setu eta ur c’harr kinniget da 50 000 € , keñver an Tesla all a oa da 100 000€ .
Fuzeenoù en egor
Poster-arc’hant eo ivez evit an embregerezh SolarCity (produioù fotovolatilizhaek ha servijoù), enno e labour e c’henderv Lyndon Rive ar prezidant. Pal an embregerezhioù-mañ a zo stourm ouzh tommerezh an hin hervezo. Diaesterioù o doe SpaceX ha Tesla e 2008, neuze e voe dibabet sinañ gant an NASA ur emglev evit adpourvezañ ar greizenn egor etrevroadel (ISS), gant 1,6 miliard a $. Gant dafar e vez pourchaset ar fuzeen Falcon 9 hag an egorlestr Dragon abaoe 2012. A-drugarez da Musk e voe savetaet Tesla e 2008, pa voe divizet gant ar bosterien kreskiñ o lodenn aktionoù dezho, e lodenn arc’hantaouiñ en embregerezh.
Powerwall
Kinniget er voe gant powerwall e 2015, doare da stokañ energiezh (energiezh an heol, hag ar milinoù avel) gant bateriennoù lithium hag o deus un efedusted energiezh mat, hag o deus ur padelezh gwelloc’h. Darn a c'hall bezañ adkarget, ha pourchas ur startijenn a chom ingal e-kerzh ar prantad diskargañ. Hervez Musk e c’hellfe bezañ AN diskoulm evit cheñch frammoù bedel an energiezh evit ma vefe tredan padus da vat hep skarzañ CO2 ken en aergelc’h.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Elon Musk, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.