Naoned: Kêr-benn istorel Breizh

Naoned (distaget: ), pe An Naoned, eo kêr vrasañ ha kêr-benn istorel Breizh, e gevred ar vro e Breizh-Uhel, war ribl al Liger.


Ur rol melestradurel hag armerzhel pennañ he deus. Pennlec'h ha sez predelezh rannvro Broioù al Liger eo, pennlec'h ha sez prefedelezh departamant al Liger-Atlantel ha sez Akademiezh Naoned. Ur porzh kenwerzh a-bouezh war aber al Liger e-pad kantvedoù, chomet eo Naoned ur pol armerzhel hag industriel pennañ. 309 346 annezad he deus e 2017, 619 240 annezad e Naoned Meurgêr, 622 693 annezad en unvez kêrel ha 934 165 annezad er tolead kêr.

Naoned
Kastell an duged
Kastell an duged
Ardamezioù
Anv gallaouek Naunnt
Anv gallek (ofisiel) Nantes
Bro istorel Bro-Naoned Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Pennlec'h 7 kanton
Kod kumun 44109
Kod post 44000, 44100, 44200 ha 44300
Maer
Amzer gefridi
Johanna Rolland (PS)
2014-2026
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Naoned
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 320 732 ann. (2020)
Stankter 4 920 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 13′ 05″ Norzh
1° 33′ 10″ Kornôg
/ 47.21806, -1.55278
Uhelderioù kreiz-kêr : 8 m
bihanañ 2 m — brasañ 52 m
Gorread 65,19 km²
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor
Lec'hiañ ar gêr
Naoned

C'hoariet en deus Naoned ur rol hep e bar e Istor Breizh. Deuet da vezañ kêr-benn Breizh gant Alan Barvek er Xvet kantved, sez gouarnamant Dugelezh Breizh e oa betek ma voe staget ar vro ouzh Bro-C'hall er XVIvet kantved. Kastell Duged Breizh, he Iliz-veur hag he Skol-veur savet e 1460 a ziskouezh c'hoazh hiziv galloud ha souvereniezh an Duged d'ar mare-se. Pa zeuas Roazhon da gaout ur rol melestradurel pouezus e framm Proviñs Breizh er c'hantvedoù da heul, e tiorrenas Naoned war an dachenn armerzhel, dre he forzh (gant ar c'henwerzh tric'horniek dreist-holl), hag he greanterezh adalek an Dispac'h Greantel en XIXvet kantved, aroueziet gant an Tour Lu, aspadenn labouradeg kozh an embregerezh vrudet, deuet da vezañ ul lec'h sevenadurel. Pinvidik eo buhez sevenadurel ar gêr, heñvel ouzh arvestoù ar gompagnunezh hollvrudet Royal de Luxe.

Douaroniezh

War lezioù aber al Liger emañ Kêr Naoned, 50 kilometr hepken eus ar Meurvor Atlantel. War lez hanternoz al Liger emañ Erv Breizh (lost Kein Breizh). Plaenoc’h eo an douar war ribl ar c'hreisteiz.

E-pad pell e voe graet "Venezia ar c’hornôg" eus Naoned peogwir e oa treuzet gant adstêrioù al Liger ha gant kanolioù ivez. Kalz inizi a oa etre daou ribl al Liger: Enez Beaulieu, Enez Santez-Anna, Enez Feydeau, Enez Gloriette...

En XXvet kantved, goude 1930, e oa bet peurgarget pe goloet meur a ganol hag adstêr eus al Liger (re ribl an hanternoz dreist-holl). Bremañ eo treuzet meurgêr Naoned gant al Liger, an Erzh, ar Sevr, ar C'hezin hag ar C'hent.

Kumunioù amezek

Anv

Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Banniel Kêr-Naoned

Naunnt eo hec'h anv e gallaoueg, Nantes e galleg, Nantas en okitaneg.

  • Dauzat & Rostaing (1963-1978) : Condevincum, IIvet kantved ; urbem Namneticam, Namnetas, VIvet kantved.
  • Jean-Yves Le Moing : Condiouicnon, IIvet kantved, Ptolemaios.
  • Erwan Vallerie : Namnetas, 1453.
    Gerdarzh

Diwar anv ar bobl Namnetes / Namneted, staliet war lez hanternoz ar stêr Liger.

Ardamezioù

Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    En gul e lestr greet en aour, goueliet en erminoù, mordoant war ur mor geotet ; e gab en erminoù.
  • Sturienn : Favet Neptunus eunti ("Ra zougo Neptunus dorn d'ar veajourien")

Istor

Amzer ar Gelted kozh

Goude ma vije bet ar Gelted e Naoned, poblad arvorigat (daveoù mar plij) an Namneted en doa graet e annez tal al Liger. Met ne ouezer ket mat e pelec'h e oant staliet, nemet e oa ur gêrig dezho e-barzh karter ar Bouffay, met e 56 a-raok J.-K e oant bet aloubet gant Jul Kezar, hag anvet e vije bet ar gêr nevez Portus Namnetus. Aesoc'h e oa neuze da Jul Kezar tagañ ar Veneted p'en deus lakaet listri-brezel da vezañ savet di. Marteze eo bet Portus Namnetus porzh an Namneted a oa gevell da hini ar Biktoned a zo bet e anv Portus Ratiatus, deuet da vezañ Reudied rak tal riblenn Su al Liger: kavet ez eus bet roudoù savadurioù galian-ha-roman e kreiz ar gêr-se.

En IIIe ha IVe kantved, evel meur a gêrbenn galian-ha-roman, e cheñchas Condevicnum hec'h anv ur wech ouzhpenn. Meur a cheñchamant lec'hanvadur a oa bet e-kerzh ma oa an impalaeriezh roman o vont da get. Gwelet e vez neuze un distro eus kredennoù koshoc'h, a oa dija galianeg. Tamm-ha-tamm e oa bet adkemeret un anv galianek evit ober sin d'ar c'hredennoù.

Naoned a zeuas da vezañ kristen e-kerzh an IIIe kantved. Hag an iliz-veur a zeuas da vezañ "kador-berc'h" an eskopti. Siwazh da-se tagadennoù a voe eus perzh ar Saksoned pe Frizoned, galvet e oant gant poblañs dianav kenañ ar Vagaudiz ha savet e voe neuze mogerioù-difenn evit diwall ar gêr diwarno.

Naoned e Breizh

Maered Naoned (dre red an amzer)

Eus 1564 da 1791

Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Gratien Libault (1671)
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Gérard Mellier (1720)
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Jedouer Maerdi Naoned (1732)
1564 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Geoffroi DROUET de Langle Ul lec'h e Koeron eo Langle.
1566 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Yves ROCAZ de La Chalonnière Ul lec'h e Reudied eo La Chalonnière.
1568 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Mathieu ANDRÉ de Champeaux.
1569 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Pierre CORNULIER de la Touche. Ul lec'h e Nozieg eo La Touche.
1570 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean MORIN de la Marchandrye
1571 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Guillaume HAROUIS de la Seilleraye Nac'het en deus sentiñ ouzh an dug de Montpensier da-geñver Lazhadeg Sant Berteleme, ha dre-se en deus gwarezet meur a galvinour e Naoned.
1572 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Michel le LOU du Breil
1573 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jacques GRIGNON de la Grignonnaye
1575 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean BOUTIN de la Cour
1576 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Robert POULLAIN de Gesvres
1577 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Michel LORIOT du Fief (-Rosti)
1578 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  François MIRON de Villeneuve

Jeneral war ar C'hontoù Breizh e 1575 ez eo bet ivez.

1580 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Antoine BRÉNEZAY de Carcouét Alvokad jeneral ouzh Breujoù ar re Kevredet Naoned e 1593 ez eo bet ivez.
1581 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Bonaventure COMPLUDO de Livernière
1583 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Claude BROSSARD de la Trocardière Barner war an dorfedoù ez eo bet ivez.
1584 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Antoine GRAVOIL de Saint-Michel
1585 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jacques MARQUES de la Branchouère Chuin Naoned e oa bet e 1578.
1586 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean FRUNEAU de la Noë
1588 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Charles HAROUIS de l’Epinay Mab Guillaume HAROUIS, a-us ; toullbac'het e voe gant dug Mercoeur abalamour ma oa diouzh tu ar Roue.
1590 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Pierre ANDRÉ du Tertre
1592 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean l'AUBIER de la Chaussée Mestr meur dourioù ha koadeier Breizh.
1595 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Guillaume du BOT de Launay Ul lec'h e Gwerzhav eo Le Launay.
1596 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean FOURCHÉ de la Courosserie Selaouer ouzh ar C'hontoù e 1572, mestr ar C'hontoù e 1590, ha mestr ar c'hanolieriezh ez eo bet ivez.
1598 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Charles HAROUIS de l’Epinay Marteze ar memes hini hag e 1588.
1599 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Gabriel HUS de la Bouchetière Teñzorerr ouzh Breujoù Breizh e 1590.
1601 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Julien LAURENS de Léraudière
1603 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Yves le LOU(P) du Breil Bet mestr ouzh ar C'hontoù e 1586.
1605 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Claude CORNULIER de la Touche
1607 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Michel LORIOT de la Noue
1609 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  René CHARETTE de la Bretonniere
1611 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean BLANCHARD de Lessongère
1613 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Louis CHARETTE de la Colinière
1615 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Pierre BERNARD de la Turmelière Ivez kadoriad ouzh ar C'hontoù
1617 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  André MORIN du Bois (d'Estréan)
1619 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Alexandre CHARETTE du Pellan
1621 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jacques RAOUL de la Guibourgère Bet dimezet da Yvonne Charette. Deuet da vezañ intañv ec'h eas gant ar relijion hag e teuas war-lerc'h e eontr Michel evel eskob Saintes e 1631, ha treuzkaset da La Rochelle e 1646, e-lec'h ma varvas e 1661.
1623 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Louis HAROUIS de la Seilleraye Er bloaz 1626 e voe kadoriad kentañ ouzh ar C'hontoù.
1625 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean HAROUIS de l’Epinay
1627 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  René MENARDEAU du Perray
1629 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  René de la TULLAYE de Belle-lsle E Sant-Donasian emañ La Tullaye.
1631 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Guillaume BLANCHARD de la Chapelle Sekretour ar Roue e 1613 ez eo bet ivez.
1633 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  René BERNARD de la Turmelière
1634 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  André du BOT de la Grandehaye
1636 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  René CHARETTE de la Bretonnière
1637 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  François BOURGOGNE de Vieillecour
1639 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Pierre POULLAIN de la Vincendière
1642 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Christophe JUCHAULT du Blotereau
1643 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  François LORIDO du Mesnil Ul lec'h e Legneg eo Le Mesnil ; chuin Naoned e 1666 e voe François Lorido c'hoazh.
1644 Yves de MORIN de la Chalonnière
1647 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jacques BOURGUES de la Jaunays Eilmaer e 1621 ez eo bet ivez.
1648 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Mathurin BOUX du Tei
1650 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean CHARETTE de la Gascherie Ul lec'h e Chapel-Erzh eo La Gascherie.
1652 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Claude BIDE de Ranzay Un anv e Sant-Donasian eo Ranzay.
1654 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean FOURNIER de la Pinsonniére Ul lec'h e Mezansker eo La Pinsonnière.
1657 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  René de PONTUAL de Tréméreuc Ur barrez en eskopti Sant-Maloù e oa Tremereg.
1659 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jacques HUTEAU des Burons
1661 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean POULLAIN de la Vincendiére
1662 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Louis MACE de la Roche Ul lec'h e Koufeg eo La Roche.
1664 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Mathurin GIRAUD de la Bigeotière Ul lec'h en Orvez eo La Bigeotière.
1666 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  François LORIDO du Mesnil Chuin Naoned e 1643 e oa bet François Lorido c'hoazh.
1668 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jacques CHARETTE de Montbert Ur barrez e oa Monteverzh.
1671 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Gratien LIBAULT de la Templerie Ul lec'h e Pont-Marzin e oa La Templerie ; ur Gratien, marteze ar memes hini, a oa bet chuin Naoned e 1655.
1673 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean REGNIER de la Souchais Meneget eo an anv "La Souchais" e Donez, Felgerieg-Veur, Sant-Filberzh-Deaz, Sant-Mikael-Keveger. Al lec'h resis n'eo ket bet roet gant PPC.
1675 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Louis CHARETTE de la Gascherie
1676 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Charles-César CHEVALIER du Bois-Chevalier Ul lec'h e Levieg eo Bois-Chevalier.
1679 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jacques FREMONT du Bouffay Ul lec'h e Chapel-Erzh eo Bouffay.
1682 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Louis MESNARD du Pavillon Ul lec'h e Maezon-a-Stêr eo Le Pavillon.
1683 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Claude BIDE de la Bothinière Ul lec'h e Gwaled eo La Bothinière.
1685 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Guillaume de l'ISLE de la Nicollière Ul lec'h e Gwerzhav eo La Nicollière.
1688 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Paul CASSARD du Brossay Ul lec'h e Fegerieg eo Le Brossay.
1690 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Pierre NOBLET du Villo
1692 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ??? BOULONNOIS de Saint-Simon

Eil-maer

En argant e dreustell en gul, heuliet ouzh kab gant ur voul leinet gant teir c'hraoñenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en sabel.
1693 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Julien PROUST du Port-la-Vigne Ul lec'h e Kervegon eo Port-la-Vigne / Portlavigne.
1708 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Joseph le ROULX de la Ville Ul lec'h e Kelenneg-ar-Mewan eo La Ville.
1716 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  André BOUSSINEAU de la Patissière Ul lec'h e Sant-Ervlan eo La Patissière.
1720 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Gérard MELLIER Genidik eus Lyon, Gérard Mellier a oa bet jeneral ar C'hontoù e 1702, ha marc'heg Sant-Lazar. Dimezet e oa gant Renée Tarail.
1730 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  René le RAY du Fumet Bez' ez eus ul lec'h anvet "Le Fumet" e Villeneuve-en-Retz, hervez GoogleEarth.
1732 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean-François VEDIER de la Ville-Olivier Bez' ez eus tri lec'h e Breizh a zo anvet la Ville-Olivier ː Magoerioù-ar-C'houenon, Gwezhennoù, Krugell.
1735 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  René DARQUISTADE de la Maillardière Ul lec'h e Gwerzhav eo La Maillardière ; René Darquistade / d'Arquistade a oa bet ivez chuin Naoned e 1718, ha goude-se sekretour ar Roue ; noblet eo bet dre lizheroù 1743.
1736 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Claude PETIT de la Bauche. Ul lec'h e Kervegon eo La Bauche.
1738 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  François MORICAUD de la Haye E keñveroù Gwerzhav e oa La Haye war a seblant.
1740 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  René DARQUISTADE de la Maillardière Evit an eil gwech. Gwelout a-us, 1735.
1747 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  François Pierre du ROCHER Ar familh-se a oa aotrounez Vauguérin e Sant-Albin-ar-C'hestell ha Rouvré e Ruzieg.
1748 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Mathurin BELLABRE du Tellement Chuin Naoned e voe e 1714, sekretour ar Roue e 1730, kent mont da vaer Naoned.
1751 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? SARREBOURSE Eil maer Naoned. Marteze Philippe-Sebastien Sarrebourse d'Audeville, jeneral war an Arc'hant e 1785
1754 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean-Baptiste GELLEE de Prémion Ul lec'h e Kordevez eo Les Prémions.
1762 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Léonard JOUBERT du Collet Ul lec'h e Bourg-des-Moutiers eo Le Collet ; ar familh-se a oa genidik eus Nervouster, met staliet e oa ivez e Breizh, e Porzh-Pêr.
1766 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  François LIBAULT Sekretour ar Roue e 1753 ez eo bet ivez.
1770 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Philippe-Vincent ROGER de la Mouchetière Ul lec'h e Sant-Koulman eo La Mouchetière ; Philippe-Vincent Roger de la Mouchetière a oa bet letanant-jeneral amiraliezh e 1762 ha koronal milis ar vourc'hizien kent mont da vaer Naoned.
1772 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Pierre de la VILLE de Chambardet
1776 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean-Baptiste GELLEE de Prémion Gwelout a-us, 1754
1782 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean-Jacques BERROUETTE
1786 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Georges GUERIN de Beaumont
1787 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Pierre RICHARD de la Pervenchère Ul lec'h e Kazon eo La Pervenchère ; Pierre Richard de la Pervenchère zo bet ivez sekretour ar Roue, ha tad ur c'huzulier ar Stad
1789 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Christophe-Clair DANIEL de Kervégan Ul lec'h e Botoha eo Kervegan ; Christophe-Clair Daniel de Kervégan (†1817) a oa bet ivez pennbarner-koñsul Naoned e 1774, kent mont da vaer Naoned.
1791 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Pierre-Guillaume-Hervé GIRAUD du Plessis Kannad senesaliezh Naoned ouzh ar Stadoù e 1789 ez eo bet ivez, kent mont da vaer Naoned.

Chuined Naoned (dre red an amzer)

1564 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Etienne Le Boucher En argant e deir balmezenn c'heotet; an div ouzh kab kein ouzh kein
1575 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Simon En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1587 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Luzeau En glazur e vlourdilizenn en argant, heuliet ouzh kab gant div vrizhenn erminig ivez en argant
1600 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Simon En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1612 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Bourgogne de Vieillecour Troc'het etre aour hag arc'hant; e ezev en glazur heuliet gant peder rozenn ivez en glazur, 2, 2.
1612 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Michel Ragaud En glazur e greskenn en aour
1617 ??? Antoine Guibourg Hag a zo bet ivez pennc'hrefier ouzh ar C'hontoù e 1597.
1647 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Léonard de la Rablaye En glazur e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1652 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Jean Le Haste En argant e deir moualc'henn en gul
1655 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Gratien Libault En argant e c'hwec'h flourdilizenn en gul, 3, 2, 1; a gab ivez en gul karget gant tri houarn goaf en argant, begoù ouzh kab
1664 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Olivier En argant e wezenn-olivez c'heotet, war ur savenn ivez en geot
1666 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Valleton En aour e c'halon en gul, heuliet ouzh kab gant ur rozenn ivez en gul, hag ouzh beg gant ur c'hreskenn en glazur
1675 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Merlet En aour e leonerez en glazur
1676 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Perrault En gul e dreustell en aour karget gant un erez dispak en sabel, hag heuliet gant teir lankell en aour
1680 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Danguy En argant e wezenn-bin diwriziet c'heotet, hebiaet gant div vrizhenn erminig en sabel
1682 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Liger, pe Léger En gul e sourin goñchek en aour, heuliet gant teir groazigan en arc'hant
1686 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Fresneau En argant e onnenn diwriziek c'heotet, hebiaet gant div steredenn en glazur
1692 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Bazillays En sabel e bas mulez en argant
1692 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Bruneau En glazur e zri erezan treustellet en aour, leinet gant ur steredenn ivez en aour
1761 Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  ? Le Beau En glazur e heol en aour

(war ar stern)

Tud brudet

Tud bet ganet eno

Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ

Pevar milour bet ganet e Naoned a voe fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ :

  • Jules Allard, soudard en 62vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 13 a viz C'hwevrer 1917 e Verdun, da 24 bloaz, tamallet dezhañ bezañ "dizertet en diabarzh" ;
  • Louis Julien Le Madec (10 a viz Meurzh 1886), soudard er 65vet rujumant war-droad, fuzuilhet pe lazhet gant un ofiser d'ar 16 a viz Here 1914 en Englebelmer (meneget eo war ar mortuaj: «indigne» (dizellezeg));
  • Louis Longuetaud (12 a viz Gwengolo 1889 -14 a viz Meurzh 1915 e Bourg-et-Comin), soudard en 249vet rujumant war-droad, fuzuilhet evit «feulster ha gourdrouz ouzh unan a-us»;
  • Jean Michel Suraud, soudard, fuzuilhet d'ar 7 a viz Gwengolo 1916, da 34 bloaz.

Arzourien bet awenet gant Naoned

Livourien: Louis Garneray, Charles Leduc, Robert Micheau-Vernez, Nicolas Ozanne, William Parrott, Jean-François Sablet, Joseph Mallord William Turner

Tud bet marvet eno

Ardamezeg ar familhoù

Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Jean l'Aubier, pe Laubier, maer Naoned e 1591
    En argant e deir grilh en sabel o dornelloù bouklet ivez en sabel.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? d'Avaugour, aotrounez Port-Durand e Sant-Donasian
    En argant e gab en gul.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? d'Avignon, Davaignon
    En gul e lammell heuliet ouzh kab gant ur bezantenn, ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir c'hregilhenn, an holl en argant.
    François, sekretour an dug e 1475 ; Pierre, tailhanter Naoned e 1533 ; Artur, galvet ouzh an eil-bann Naoned e 1543
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? Bachelier du Pinier, chuin Naoned e 1654
    En argant e binenn en geot war ur savenn ivez en geot.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Josselin Barbechat, arc'hdiagon Naoned e 1239
    Ul leonparzh heuliet gant c'hwec'h groazigan , 3, 3.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Laurent Barbot, alvokad ar Roue ouzh prezidial Naoned e 1669
    En glazur e groaz en argant heuliet gant pevar leonig en aour, unan ouzh pep konk.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? Barillier, chuin Naoned e 1598
    En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div galon ivez en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? Barillon de Bonnefons, aotrounez Plessis-Tizon, e Sant-Donasian
    En gul e deir barrikenn en aour kelc'hiet en sabel.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? Baron; genidik eus Naoned ; un alvokad ouzh Breujoù Breizh, bet ganet e 1738, ha noblet e 1815
    En glazur e zri levr digor en aour.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Jacques Barrieu, kuzulier ouzh amiraliezh Noaned e 1696
    En argant e gebrenn en gul heuliet ouzh kab gant div steredenn ivez en gul hag ouzh beg gant un erez en sabel.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? Bascher, koronal, provost lez Naoned, bet noblet e 1818.
    En argant e groaz vleuñvellek geotet karget gant ur c'hleze en aour peuliek, teir fempdelienn en glazur ouzh konkoù 1 & 4, un dervenn c'heotet diframmet ouzh konkoù 2 ha 3.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Louis Baudouin, chuin Naoned e (?)
    En gul e groaz pavek en aour
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 

ːClaude Bazin de Bezons, priol Pirmil e 1683

ːEn glazur e deir gurunenn dug en aour

Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Pierre Bellot, chuin Naoned e 1698
    En argant e baun rodellant en geot heuliet gant ur vrizhenn erminig en sabel ouzh pep konk.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Pierre Billy, chuin Naoned e 1570
    En aour e groaz divouedet en glazur
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Etienne Boislève, chuin Naoned e 1577
    En argant e deir rozenn en gul; e gab en glazur karget gant tri lammell en aour
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    André Boussineau, chuin Naoned e 1628
    En glazur e deir bellen en aour kelc'hiek en sabel
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Olivier du Breil, chuin Naoned e 1624
    En glazur e leon en argant, krabanet, teodet, ha kurunet en gul; heuliet gant teir c'hregilhenn en argant
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Guillaume Bretagne, chuin Naoned e 1568; en eus skoazellet maer Naoned a-enep ar Saint-Barthelemy hag en eus diwallet ar Galvinisted Naoned e 1572.
    Christophe Bretagne, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breuzh e 1641
    En argant e deir c'hreskenn en glazur war o eneb, ur vrizhenn erminig en sabel ouzh kondon
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Burot ː daou chuin Naoned, e 1659 ha 1703
    En argant e zri fenn bleiz en sabel
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Claude Caillaud ː chuin Naoned e 1630
    En glazur e gebrenn dentek, heuliet ouzh kab gant teir steredenn hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en argant; ur koail en aour etre brec'hennoù ar greskenn
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    René Cailleau, chuin Naoned e 1636
    En glazur e dreustell en argant, heuliet ouzh kab gant ur manal en aour, hag ouzh beg gant div steredenn ivez en aour
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Pierre du Cassia ː chuin Naoned e 1673
    Tredeet ha peuliek : ouzh 1 ha 2, peuliek etre glazur hag argant a beder pezh, karget ouzh kab gant div steredenn hag ouzh dreustell gant div c'hregilhenn, an eil en egile; ouzh 3 en aour e sourin en glazur heuliet gant div rozenn en gul skoret ha deliaouet en geot
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Michel Couperie, chuin Naoned e 1616
    En glazur e dreustell en argant karget gant teir rozenn en gwad, hag heuliet ouzh kab gant div steredenn en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Christophe-Clair Daniel ː pennbarner-konsul Naoned e 1774 ; maer Naoned e 1789 ; aet da Anaon e 1817.
    En gul e lammell en aour, heuliet ouzh kab hag ouzh beg gant ur bezantenn iverz en aour.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Guillaume Drouet de Langle, kentañ maer Naoned, eus 1564 da 1566
    En gul e deir c'halon en aour, ur rozenn ivez en aour ouzh kondon
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    de la Fay de la Grignonnaye,
    • ur chuin (???) Naoned e 1661
    • Jean, rener kevrenn medisinerezh skol-veur Naoned e 1696
    En argant e dreustell en gul karget gant teir daerenn en argant, hag heuliet ouzh kab gant ur skeudenn-heol hag ouzh beg gant un tan, an holl en gul.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ??? Forget, daou chuin Naoned, unan e 1688, egile e 1716
    En aour e annev en sabel, leinet gant tri helm ivez en sabel
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Aubin de la Gendronière, chuin Naoned e 1690
    En glazur e c'hrennbalefarzh en aour
???
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Mathurin Guiho, prokulor jeneral sindik kumuniezh Naoned e 1607
    En gul e gab en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ??? Guilloré, chuin Naoned e 1672
    En aour e erez en sabel
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Jean Guiton, chuin Naoned e 1631
    En aour e e ziv vezenn-pin c'heotet karget gant avaloù en aour
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Christophe Jouault, tailhanter war an temzoù-boued ouzh amiraliezh Naoned e 1696
    En argant e wezenn-derv c'heotet heuliet gant tri joskenn moc'h-gouez en sabel; e gab en gwad skoret en aour, karget gant teir steredenn ivez en aour.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    François de Kermenguy, alouer Naoned e 1538 (bet ivez kuzulier ouzh Grands-Jours ha prezidant ouzh ar C'hontoù)
    En aour e gelenenn c'heotet diwriziet ha dizeliennet.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Guillaume de l'Isle, maer Naoned e 1685.
    En gul e zek kanochenn en aour, 4, 3, 2, 1.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? Mabille ː eil-maer Naoned e 1687.
    En glazur e zri skoed en argant, pep hini karget gant teir brizhenn en sabel.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Charles Maillard ː chuin Naoned e 1614
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    François Le Marié, chuin Naoned e 1601, eil-maer e 1603
    En glazur, e levranez savant en argant, gwakoliet en aour, hag heuliet gant teir bezantenn ivez en aour.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Jean Martin de la Thomassière, chuin Naoned e 1565
    En aour e deir talbennan en gul treustellet, heuliet ouzh kab gant ur rodig-kentr ivez en gul
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? Le Mercier, chuin Naoned e 1575
    En glazur e gebrenn en argant, heuliet ouzh kab gant div steredenn hag ouzh beg gant ur c'halon, an holl en aour
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    ? Michel, kenwerzher Naoned, bet noblet e 1747.
    En glazur e dreustell en aour karget gant ur galon en gul, ha heuliet gant teir melchonenn en aour.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Bernard de Monti, mestr ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1572, ha chuin Naoned e 1573.
    En glazur e sourin en aour, heuliet gant daou venez a c'hwec'h tamm ivez en aour.
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Nicolas Paulus, senesal rigerioù Naoned e 1696
    En sabel e gebrenn en argant, heuliet gant teir manal en aour
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    Jean Sorin, kuzulier mirour-siell ouzh prezidial Naoned e 1669
    En argant, e beder vrizhenn erminig en sabel, 3, 1 (Ardamezeg 1696)
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    de Volvire
    Aotrounez Ponts-de-Pirmil
    Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul

Brezhoneg

Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Panell mont-tre nevez-staliet e Naoned - Ober 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg votet gant kuzul-kêr Naoned.

Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1981.

E 1985 e voe krouet ar gevredigezh Kentelioù an Noz e Naoned, evit ober war-dro ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet, gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol. En deiz a hiziv eo oberiant ar gevredigezh-se e seizh karter ag ar gêr, gant kentelioù hag obererezhioù liesseurt.

Ur skol Diwan a zo e Naoned, unan eus ar re vrasañ e Breizh, 180 bugel a zo er skol (niver distro-skol 2012-2013). Un eil skol Diwan a zo bet krouet e su Naoned. Digoret eo bet en distro-skol 2012 gant 6 bugel.

E distro-skol Gwengolo 2022 e oa 456 skoliad enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (1,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)

Ur skolaj Diwan a zo bet krouet e 2008 e Sant-Ervlan, sko ouzh Naoned, evit bugale al Liger-Atlantel met ivez evit re all ho tont eus skol Diwan Pariz. 48 skolajiad a zo enskrivet e 2012-2013.

Ur sturlevr divyezhek diwar-benn Naoned a zo bet embannet e 2006 gant Yoran Embanner. Ar rakskrid a zo bet graet gant an istorour Armel de Wismes. An oberer - an Naonedad Pierre-Emmanuel Marais - en deus skrivet "Ronan ar c'horrigan" e 2007 (Keit Vimp Bev). Resevet en deus al levrig-mañ an eil priz evit ar genstrivadeg "Priz ar Vugale 2008".

Evit difenn ar brezhoneg ez eus bet graet ur fest-deiz gant Ai'ta!, tre e-kreiz Kastell an Duged, e Naoned.

D'an 21 Kerzu 2007 e oa bet staliet panelloù mont-tre divyezhek e Naoned.

D'ar 24 Kerzu 2007 e oa distro ar brezhoneg ouzh ar skramm e Naoned, 4 bloavezh goude bezañ lamet an abadennoù brezhoneg gant renerien Frañs 3. War ar chadenn lec'hel Telenantes e oa skignet ar sitkom kentañ bet graet e brezhoneg.

D’ar 27 a viz Genver 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

D'an 10 Meurzh 2021 e oa bet roet ar c'hentañ levrig familh brezhonek gant ti-kêr Naoned.

Poblañs

Emdroadur ar boblañs

Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor

Ekonomiezh

KKG

Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Naoned / Sant-Nazer zo e Naoned. Eno emañ ivez KKR Broioù al Liger.

Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Tour Breizh.

Porzh Emren

N'eo ket bev porzh Naoned ken. E 2005 e oa tremenet 35,5 milion a donennoù e Porzh Emren Naoned / Sant-Nazer met nemet 10% anezho a oa bet e Naoned da lavaret pe e Chevire (produioù koad) pe Ar Roc'h-Morvan (ed). Er porzh emren e tremen ivez lodennoù eus an A380 a ya da Vourdel.

Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Naoned ha tour Breizh.

Cassegrain

Ar stal boued-mir bet savet gant Charles Cassegrain a oa bet krouet e 1856 e Naoned. Unan eus politkourien veur Naoned eo bet Léopold Cassegrain.

Trenioù

Emañ Naoned war al linenn hent-houarn a ya eus Paris d'ar Groazig. Ac'haleno e c'haller mont ivez da :

N'eus linenn ebet etre Naoned ha Roazhon.

Tramgirri

Ur rouedad tramgirri a oa bet e Naoned etre 1876 ha 1958. Roet e oa lañs dezhañ e 1876 gant Louis Mékarski, ar mekanikoù a yae en-dro gant aer moustret. E 1914 e teue da vezañ melen ar girri, ha gant tredan e yeont en-dro. Dilezet e oa an tramgarr e 1958 betek miz Genver 1985 pa oa savet ul linenn etre Bellevue ha La Haluchère. D'an 2 a viz Gwengolo 2000 e oa astennet al linenn 1 ha digoret al linenn 3 etre Plaissance ha Hôtel Dieu.

Ne oa ket dibabet ar metro gant ti-kêr Naoned, pa oa bet gant Roazhon, kêr vihanoc'h anezhi.

Monumantoù ha traoù heverk

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Iliz-Veur Sant Pêr ha Sant Paol

    Diavez
    Diabarzh

Penniliz Sant Nikolaz

    Diavez
    Diabarzh

Iliz ar Groaz Santel

Iliz Sant Kler

Kastell an Duged

    Diavez
    Diabarzh

Mirdioù

Evel pep meurgêr he deus Naoned kalz mirdioù disheñvel, testoù e c'hlad hag e istor pinvidik :

  • Mirdi Istor Naoned, e Kastel Duked Breizh
  • Mirdi an Arzoù-Kaer
  • Mirdi Thomas Dobrée, mirdi henoniezh
  • Muzeom Istor Naturel
  • Mirdi Jules Verne
  • Mekanikoù an Enez (an Olifant bras, ha kement zo...)
  • Mirdi ar Voulerezh

Liorzhoù ha parkoù

100 liorzh a zo e Naoned, en o zouez 11 park, evel Park Procé, Park ar Blottereau, Park ar Gaudinière, al Liorzh botanek...

Bezioù ar C'hommonwealth e beredoù ar gumun

    Bezioù ar C'hommonwealth e bered La Bouteillerie
Bro Niver a dud
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Kanada 1 (Tirlu)
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Rouantelezh-Unanet 27 (Merdeadurezh kenwerzh: 3, Morlu:1, Tirlu:23)
Hollad 28

Marvet int e-kerzh ar Brezel-bed kentañ.

    Bezioù ar C'hommonwealth e bered Pont-du-Cens
Bro Niver a soudarded
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Aostralia 4
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Kanada 6
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Rouantelezh-Unanet 92 Aerlu:77
Tirlu: 15
Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Zeland-Nevez 4
Hollad 106

Marvet int e-kerzh an Eil Brezel-bed .

Sport

Marc'hhouarnerezh

Tro Bro-C'hall

Mell-droad

Basketball

En eil rummad e c'hoari Hermine de Nantes.

Handball

E-touez gwellañ skipailhoù Bro-C'hall emañ HBC Nantes.

Rugbi

En trede rummad e c'hoari ar Stade Nantais.

Melestradurezh

Liammoù etrebroadel

Gevelliñ

    Kêrioù gevellet
    Emglevioù

Koñsuldioù

Teir c'hoñsuliezh hollek a zo e Naoned : Tunizia staliet straed Boileau, Turkia kae François Mitterrand, hag Aljeria straed ar jeneral Buat.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez


Naoned: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Levrlennadur

  • Adolphe Joanne ː Géographie du département de Loire-Inférieure. Librairie Hachette et Cie. 1884
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

Tags:

Naoned DouaroniezhNaoned ArdamezioùNaoned IstorNaoned Tud brudetNaoned BrezhonegNaoned PoblañsNaoned EkonomiezhNaoned Monumantoù ha traoù heverkNaoned SportNaoned MelestradurezhNaoned Liammoù etrebroadelNaoned Gwelet ivezNaoned Liammoù diavaezNaoned LevrlennadurNaoned Notennoù ha daveoùNaonedBreizhBreizh-UhelBroioù al LigerDepartamant gallKêr-bennLigerLiger-AtlantelLizherenneg fonetek etrebroadelNaoned MeurgêrPennlec'hRannvroTolead kêr

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

KunilingusMaraton (sport)Enez KreizIslandRobin Williams2024 e BreizhWiki CommonsPariz1943Roll livadurioù Leonardo da VinciCill ChaoiHerve ar GallJekoTierniezh MingBeg ar vronnJuan Antonio VillacañasLaser (bag)Roue ArzhurSymon PetliuraBreizh-VeurMizCaravaggioEnez ValanegWiki FoundationBelarusSuafrikaBrazilÁlvaro MúneraDarempred revMec'hikoSkejLeonid BrejnevEnez Ozhac'hRusiaArdivink-genelEmlakadur revelBrestDinosaorKerhouarnJapanPask7 a viz Meurzh5 Meurzh2015Aleksei NavalnyBrad PittTaol-stad c'hwitet e MoskovEmgleo BreizWashington, D.C.HomoNouelou Ancien ha DevotBro-C'hallGeorge MichaelKoñsolennoù c'hoarioù videoİslam Iañ GirayAostraliaSettimia SpizzichinoThéodore Hersart de La Villemarqué2024RenaultFraezhSibillaDispac'h GreantelPiktedPriedelezhQuod erat demonstrandumRifegWikimammenn🡆 More