Istor

Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù a zo c'hoarvezet hag an traoù a zo bet graet gant Mab-Den eo an Istor (gant ur bennlizherenn).

Istor
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Istor
Historia, an Istor
Nikolaos Gyzis (1842-1901) (Eoullivadur war banell, 1892)

N'eus ket anezhañ ur skiant-rik e doare ar jedoniezh pe ar vevoniezh da skouer, rak ken bras eo perzh an istorour evel den hag e berzh evel skiantour pa vez o studiañ an Istor.

Gerdarzh

Eus Ἱστορίαι Historiai en henc'hresianeg gant Herodotos e teu ar ger Istor, met Thoukydides eo an hini en deus lakaet an doareoù spis kentañ da dalvezout, a-fed liammañ an danvezioù difer kenetreze peurgetket.

Diwar Ἱστορίαι e teuas ar ger gallek histoire, a zo testeniekaet e 1360.

Pevar stumm brezhonek a zeuas dre ar galleg :

Eus ar gerioù-se e voe deveret hystorier e deroù ar XVIvet kantved gant ar ster "saver istorioù" ; historian e 1632 evit istorour ; istorel hag istorour e 1927 ; istorvez (evit istorwezh), ragistor ha ragistoroure 1931 ; ragistorel hag istorelezh e 1992.

Labour an istorourien eo sevel Istor ar ger Istor goude bezañ e studiet.

Redioù an istorourien

Petra zo talvoudus da vezañ studiet en Istor ? Penaos e studiañ ? Dre peseurt doare embann ar studiadennoù ? Setu amañ un nebeud goulennoù a zo ret sevel da bep istorour gantañ e-unan a-raok kregiñ gant ar studiañ.

Pa glask an den bezañ ur skiantour war an Istor ez eo ret dezhañ chom hep derc'hel soñj eus piv eo-eñ, eus peseurt doare soñjal eo ar reol en e vro, eus e gredennoù, hag all. Adal ma c'hall en ober emañ war an hent da vezañ un istorour.

Goude kement-mañ ez eo ret dezhañ derc'hel soñj ez eus gwir romantourien eus an istorourien : evit displegañ ur brezel e chomo darvoudoù dianav d'an istorour a zo o studiañ hiziv an deiz, ret eo dezhañ neuze klask petra a vije ar gwirañ evit stankañ an toulloù en e "gontadenn".

Studiañ an Istor

Meur a zoare zo da sevel Istor Mab-Den, ken kemplezhek m'eo e oberoù – rak kontadenn heuliadoù oberoù Mab-Den eo e Istor, goude pep tra.

Tachennoù ledan pe ledanoc'h zo bet termenet neuze, pep unan anezho o wiskañ war ar re all.

Dre an amzer

Istor 
Unan eus skridoù koshañ
Istor Mab-Den, c. 2040 kent J.-K.

Unan eus an doareoù da gontañ Istor Mab-Den eo kemer skor war an amzer a dremenas adalek ma voe eus an dud betek hiziv an deiz. Dre gendiviz ez eo bet merket deroù Istor Mab-Den adalek an testenioù skrivet kentañ ; ar ragistor eo neuze ar pezh a zo c'hoarvezet en amzerioù kent.
Evel m'eo bet rannet Istor an Douar gant an douaroniourien e ranner Istor Mab-Den dre amzervezhioù a vez bonnet gant darvoudoù meur, an Henamzer, ar Grennamzer, an Azginivelezh o vezañ lod anezho en Istor Europa, pe Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù ha Marevezh ar Stadoù Brezelour en hini Sina.

Dre al lec'hioù

Petra bennak ma'z eus ur spesad hepken eus Mab-Den e c'heller rannañ Istor an dud etre al lec'hioù o deus annezet war an Douar a-feur ma'z ae an horolaj war-raok. P'emaoc'h o lenn kement-mañ ez eus un den a zo sklêrijennet e zremm gant skleur skramm un urzhiataer pa'z eus, en hevelep koulz, un den all sklêrijennet gant an tantadig en deus graet en ur janglenn evel ma rae e hendadoù en Nevezoadvezh ar Maen.

Diforc'hañ a c'heller neuze etre Istor Europa hag Istor Afrika, Amerika, Azia, Okeania, p'he deus pep poblad o chom eno heuliet he flanedenn.

Dre ar sevenadurioù

Disheñvel diouzh hini Japaniz eo Istor sevenadur an Amerindianed ; dre sevenadur pep poblad ez eo bet stummet hec'h Istor, ha gant he sevenadur ez eo bet stummet Istor pep poblad.

Dre an darvoudoù

Lod istorourien o deus dibabet ensellout darvoudoù an Istor evit e sevel. Ar brezelioù hag o heuliadoù.
Darvoudoù naturel, evel ar c'henoù-douar pe menezioù-tan o tarzhañ o deus degaset kemmo bras en Istor lod pobladoù.

Dre geñverioù all

Istor an dilhad, an armoù, an tiez hag all a c'haller sevel, hag evel-just e vezont levezonet gant denesadurioù all.

Notennoù


Sellit ouzh ar ger Istor er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Tags:

Istor GerdarzhIstor Redioù an istorourienIstor Studiañ an Istor NotennoùIstorMab-Den

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Douar (planedenn)WikiMy Hero Academia28 MeurzhIron ManAlan StivellSkol-veur OxfordHolloueziadurKomorezIkened1695Eil Brezel-bedC'hoari ar misionerW (lizherenn)22 EbrelFinnegHouad (evn)Aleksandr VeurAi vist lo lopMetrlec'hiennProuad an houadElon MuskClaudine LoquenBlev-gaolPellgehenterezhioù2024 e BreizhNikolas VerronJean-Léon GérômeNaoned22 DuEnez SesambreRepublik KongoBro-SkosKoailh JapanVLC media playerISO 8601Wolfgang Amadeus MozartWikiarroudHeskenneg brasKembraegPolitiker1118UrzhiataerKazhNobody Knows You When You're Down and OutKensonenn diweuz dre strakalGuiomar NovaesRomañchegDied alkoolekGeunGwareg (kumun)Beate SturmJorjiaÆBrezhonegCarne (film, 1968)Lionel Messi1929RusiaAleksandra KostenyoukHoplitKareliaStadoù ar PabWikipediaReading (Berkshire)Harvey WeinsteinMoutDallasThe Pirate Bay🡆 More