Lionel Andrés Messi Cuccittini (berraet a-wechoù e Leo Messi), bet ganet d'ar 24 a viz Mezheven 1987 e Rosario (Arc'hantina), a zo ur melldroader lakaet da vezañ unan eus ar re wellañ eus e remziad.
Errout a ra Lionel Messi e Barcelona da 13 bloaz evel melldroader junior eus kreiz Arc'hantina lec'h ma oa bet diagnostiket dezhañ ur c'hleñved hormonel pa oa bugel. Tremen a ra tost holl e red-micher c'hoarier evel argader e skipailh Futbol Club Barcelona adalek ar bloaz-mañ ha betek 2021. Kabiten skipailh broadel Arc'hantina eo ivez. C'hoari a ra er Paris Saint-Germain bremañ. C'hoarier pourchas ha klok, en deus gounezet kalz titloù ha prizioù, lod anezho meur a wech : Mell aour, Botez aour, kampion kampionat mell-droad Bro-Spagn, Kib mell-droad Bro-Spagn, Kevre Kampioned an UEFA ha Copa América, medalenn aour C'hoarioù Olimpek hañv 2008, ha beskampion Kib vell-droad ar bed ar C'HEFA.
Un den brudet dreist d'ar sport eo Lionel Messi. Unan eus an daou vell-droader o deus gounezet ouzhpenn ur miliard dollar eo. Sponsoret eo gant Adidas abaoe 2006. Ar melldroader kentañ eo a zo bet war golo ar gelaouenn stadunanat Time. Kannadour an UNICEF eo peogwir en deus savet un diazezadur evit sikour ar vugale pa oa 20 vloaz.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Lionel Messi, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.