Geun, ur c'heun, a reer eus un ec'honenn douaroù ma'z eus doureier warni e-kreiz ur struzh dourglasker.
Kavet e vez geunioù e lec'hioù izelañ pa ne c'hell ket dour an dourredennoù redek fonnus. El lodenn vrasañ eus an takad gleborek-se e vez un niver bras a vevien o vevañ ; darn anezho zo boued evit al loened a zo preizherien dezho. En dour e weler amprevaned bihan ha bras, buzhug, pesked, bezhin, tammoù plant kouezhet. Kement-se a ra un endro pinvidik hag a ro bod da loened neuñv, nij pe red.
Gerioù all a zo evit geun : gwern, ha palud evit an takadoù gleborek war an aod. E Kerne-Uhel e kaver ar stumm rannyezhel yeun, ha gun (ar C'hun) en Eusa. Kanolioù ha sanioù a vez kleuzet e-kreiz lod geunioù evit kontrolliñ live an doureier hag aesaat ar gounezerezh.
E meur a sevenadur hen e kreded e oa ar geunioù lec'hioù ma veze un tremen etre gorre an douar hag ar bed dindan. En Henamzer e oa ur brofedez, ar Sibilla, a zibune he c'homzoù kevrinus e-kreiz geun Cumae, tost da Napoli e kreiz Italia.
Krediñ a rae d'ar Gelted kozh e oa dor an ifern e kreiz ar geunioù, a gaver stank en o broioù gleborek. Anatol ar Braz en deus kontet div wech e La Légende de la mort chez les Bretons armoricains penaos e veze fiziet da lod beleien kas ar c'hon gant speredoù an diaoul enno da c'heun an Elez (Yeun Elez).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Geun, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.