Zombie Strippers

Robert Englund Jenna Jameson Penny Drake Roxy Saint Jessica Custodio Tito Ortiz

Zombie Strippers
Zombie Strippers
Skritell ar film
Filmdata
Titl orin Zombie Strippers
Bro produiñ Stadoù-Unanet
Deuet er-maez 18 a viz Ebrel 2008
Yezh orin saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 94 munutenn munutenn
Skigner Stage 6 Films
Triumph Films
Pare
Filmaozer Jay Lee
Produer Larry Schapiro
Andrew Golov
Angela J. Lee
Skrivagner Jay Lee
Sonerezh Billy White Acre
Aktourien

Liammoù diavaez

Zombie Strippers a zo ur film euzh fentus deuet er-maez e 2008. Ar senario hag ar filmañ a zo bet graet gant Jay Lee, hag e-touez aktorien ar film emañ Robert Englund, Jenna Jameson ha Tito Ortiz. Skignet eo bet gant Sony Pictures Home Entertainment. Diazezet eo war ar pezh-c'hoari Rhinoceros gant Eugène Ionesco.

Senario

En dazont e c'hoarvez ar film. D'ar mare-se emañ George W. Bush o ren er Stadoù-Unanet evit ar pevare gwech. Divodet en deus kendalc'h ar Stadoù-Unanet, berzet en deus ivez an noazhder foran, ha brezel a zo etre ar Stadoù-Unanet ha meur a vro all : Frañs, Irak, Afghanistan, Iran, Syria, Venezuela, Kanada hag Alaska (hag a zo dispartiet diouzh SUA). Neuze ez eo splann ez eus kement a vrezelioù ken n'eo ket niverus a-walc'h ar soudarded a c'hallfe brezeliñ. En ul labourva kuzh renet gant ar mezeg Chushfeld (Brad Milne) e Sartre e tiorrener ur viruz da lakaat ar soudared marines marv da c'henel en-dro a-benn distreiñ da vrezeliñ. Met aet eo ar viruz er-maez eus al labourva, ha meur a zen a zo bet paket gantañ. Ur strollad soudared marines anvet skouadron Z a zo lakaet e-karg eus lazhañ ar zombied, met unan eus ar soudarded anvet Byrdflough (Zak Kilberg) a zo dantet gant zombied hag e teu a-benn da dec'hout kuit. En em gavout a ra e-kichen ur c'hlub strip-tease anvet Rhino. Mervel a ra ha pa c'han en-dro eo deuet da vezañ ur zombie hag ez a e-barzh ar c'hlub.

E penn Rhino emañ Ian Essko (Robert Englund). Ur stripper nevez, Jessy (Jennifer Holland) hec'h anv, a zo o paouez en em gavout er c'hlub, peogwir eo dav dezhi dastum argant da baeañ oberatadenn he mam-gozh. Kejañ a ra ouzh dañsourez vrudetañ ha speredekañ (gwelout a reer anezhi o lenn oberenn glok Friedrich Nietzsche) ar c'hlub anvet Kat (Jenna Jameson). E-keit ha m'emañ Kat o tañsal ez eo taget ha dantet gant Byrdflough. Daoust ma n'eo ket gwall laouen Essko e tiviz mirout anezhi peowgir eo dañsourez wellañ ar c'hlub. Berzh bras a ra an dañsourez zombie. An dañsourezed all a gompren neuze e c'hallfent koll o micher, neuze e tivizont dont da vezañ zombied ivez, hag e tantont holl arvesterien ar c'hlub. Essko a glask mirout an holl zombied en ur gaoued e kav ar c'hlub, met dont areont a-benn da dec'hout hag e krogont d'en em gannañ etrezo. An dud er c'hlub a glask treuzvevañ betek ma teufe soudared ar skouadron Z da zieubiñ anezho. Kompren a reont ez eo bet laosket ar zombied da dec'hout gant gouarnamant Bush a-benn lakaat an amerikaned da zisoñjal ar c'hudennoù a zo savet abalamour d'ar brezel ha da gudennoù armerzh.

Aktorien

Zombie Strippers 
Penny Drake ha Jenna Jameson e-pad ma voe filmet Zombie Strippers
  • Jenna Jameson : Kat
  • Robert Englund : Ian
  • Roxy Saint : Lillith
  • Penny Drake : Sox
  • Joey Medina : Paco
  • Whitney Anderson : Gaia
  • Jennifer Holland : Jessy
  • Shamron Moore : Jeannie
  • Jeannette Sousa : Berengé
  • Carmit Levité : Madame Blavatski
  • John Hawkes : Davis
  • Brad Milne : Dr Chushfeld
  • Zak Kilberg : Byrdflough
  • Jen Alex Gonzalez : Lt Ryker

Sell ar vurutellerien

Degemeret eo bet evel ur film etre gant ar vurutellerien. Lavaret eo bet e oa filmet ha produet fall, daoust da se eo bet anzavet e oa ennañ kenedouriezh camp. D'an 20 a viz Eost 2008 eo bet embannet gant al lec'hienn Rotten Tomatoes e oa 41% a bennadoù burutellañ pozitivel (diazezet war 51 pennad burutellañ) War Metacritic e lavarer ez eo 45 diwar 100 keidenn ar film (diazezet war 14 pennad burutellañ)..

Notennoù ha daveennoù

Liammoù diavaez

Tags:

Zombie Strippers SenarioZombie Strippers AktorienZombie Strippers Sell ar vurutellerienZombie Strippers Notennoù ha daveennoùZombie Strippers Liammoù diavaezZombie StrippersJenna Jameson

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

12 GouereBeatrice d'Aragona3 C'hwevrerRouantelezh Bro-C'hallAnatol ar Braz1924Brezel israelat-arabThe Elder Scrolls OnlineWikipediaMarkdown1901François Plaine1998PrederouriezhHidrokarbonBagar-BihanGopr hollvedelTchadorJean JanCrunchyrollMoukChilePortugalegKristin ChenowethThe Irish TimesGroeKensonenn drek-logigoùRoumaniaBluesFernão de MagalhãesAzia ar MerventAfghanistanOmar SyKleopatraHungariaTania MalletRr (lizherenn)Bloque Nacionalista GalegoKamlezToullañ goloenn an elligKlausen (Sutirol)1831AlamagnKronikennoù Plac'h nevez BreizhKunilingusLun (deiz)Ana del CastilloKant DevezhStadoù-Unanet Amerika2002GallegHamilton (Bermuda)Washington, D.C.Ar C'hembod5 EostAlamanLondrezLaser2005PlatonNovorossiya (kevredad)NvidiaWiki Foundation🡆 More