2005: Bloavezh

Kronologiezh dre viz : Genv.

Bloavezhioù:
../.. 1999 2000 2001 2002 2003 2004
- 2005 -
2006 2007 2008 2009 2010 2011 ../..
Dekvedoù:
1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 2020
Kantvedoù:
XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved

- C’hwev. - Meurzh - Ebr. - Mae - Mezh.
Goue. - Eost - Gwen. - Here - Du - Kzu


Kronologiezh dre ranndirioù :
Afrika - Amerika - Azia - Europa - Okeania


Kronologiezh dre demoù :
Aernijerezh - Savouriezh - Kirri - BT
Hentoù-houarn - Sinema - Mell-droad - Lennegezh
Sonerezh - Yec’hed ha mezegiezh - Skiantoù - Sport

Diwar-benn bloavezh 2005 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Darvoudoù

Genver

  • 1 Genver : Frañs : Gwir zo gant ar gerent hiviziken da reiñ da anv-familh d'o bugale pe anv an tad, pe anv ar vamm pe c’hoazh da implijout an daou anv stok-ha-stok.
    • Krouidigezh Ofis publik an euskareg.
    • Treuzkaset ez eus kefredioù nevez d'ar rannvroioù (lezenn an 13 Eost 2004) evel ar merañ ar fontoù europat, programm rannvroel ar yec'hed ha merañ gopridi angelenn al liseoù.
    • Ul lur nevez zo lakaet da dalvezout e Turkia.
  • 9 a viz Genver: sinet un Emglev-peoc'h e Nairobi (Kenya) etre gouarnamant Soudan hag emsavidi ar Su. 2 milion a dud a oa bet lazhet er brezel-mañ abaoe 1983.

C'hwevrer

2005: Bloavezh 
An haderez
  • 16 C'hwevrer : Dont a ra e talvoud Protokol Kyoto.
  • 17 C'hwevrer : Deiz diwezhañ evit eskemm e lurioù gall ouzh euroioù e Bank Frañs.
  • 20 C'hwevrer : Ya zo bet votet gant ar Spagnoled e-kerzh ar referendom diwar-benn Feur-emglev Roma.
  • 25 C'hwevrer : Dilez Hervé Gaymard, ministr an Armerzh, an Arc’hant hag ar Greanterezh e Frañs.
  • 28 C'hwevrer : Liban, dilez gouarnamant Omar Karame.
2005: Bloavezh 
Delwennig an Oskaroù

Meurzh

  • 1 a viz Meurzh: en he diviz Roper ouzh Simmons, degemeret gant pemp mouezh ouzh pevar eo berzet gant Lez-varn veur ar Stadoù-Unanet kondaoniñ da gastiz ar marv an dorfedourien vinor da vare ar fedoù.
  • 2 a viz Meurzh: dont a ra er-maez an teulfilm Le Cauchemar de Darwin a laka anat heuliadoù drastus ar bedeladur digabestr ha distruj ar violiesseurtegezh e lenn Victoria : en em harpañ a ra ar filmaozer, priziet meur a wech, war perched an Nil ha Charles Darwin evit kas e film war-raok.
  • 3 a viz Meurzh: dilennet eo an dizalc'hour Oscar Temaru da brezidant Polinezia c'hall.
  • 4 a viz Meurzh, Iraq : Laosket eo ar gazetennerez italian Giuliana Sgrena da vont ; war hent an distro eo gloazet dre fazi gant tennoù amerikan (marines), lazhet eo ar gwazour italian Nicola Calipari en ur wareziñ anezhi. Goulenn a ra Italia displegadurioù.
  • 6 a viz Meurzh
    • Kebek: 70 000 a studierien en un harz-labour didermen da heul troc’hoù er budjed.
    • lakaet eo ar referendom diwar-benn bonreizh Europa d'an 29 Mae 2005 e Frañs.
  • 7 a viz Meurzh, Bolivia : Carlos Mesa prezidant Bolivia a ro e zilez, da-heul manifestadegoù niverus.
  • 8 a viz Meurzh:
    • Tchetchenia: lazhet eo ar pennrener dizalc’hour tchetchen Aslan Maskhadov e-kerzh emgannoù gant an nerzhioù kevreadel rusian.
    • Liban: diskenn a ra un hanter vilion a Libaniz er straedoù e Beirout evit goulenn m'en em dennfe ar bagadoù sirian eus o bro.
    • Frañs: etre 150 000 hag 200 000 a liseidi a vanifest evit ma vo dilezet reizhadenn al lise ; trubuilhoù zo e Pariz e-kerzh ar vanifestadeg.
  • 10 a viz Meurzh, Stlenneg:
    • mont a ra Lenovo, ar produer urzhiataerioù brasañ zo e Sina, war ar renk evit adprenañ rann an urzhiataerioù personel en IBM.
    • SUA: en em dennañ a ra ar Stadoù-Unanet eus protokol dibarzhel Feur-emglev Vienna 1963 a aotre emell al Lez Justis Etrebroadel (LJE) pa vez prizonidi estren dalc’het war diriad ar Stadoù-Unanet.
    • Frañs : ur milion a vanifesterien evit kresk ar galloud prenañ hag a-enep an dilabour.
  • 14 a viz Meurzh, Sina: vot ul lezenn a-enep an disrannañ gant ar parlamant. Aotren a ra implij doareoù anpeoc’hus evit mirout ouzh kement stumm a zisrannerezh zo a-berzh Taiwan (dizalc’h er fedoù abaoe 1949).
  • 16 a viz Meurzh, Kebek:
    • evit stourm a-enep d'an troc’h e budjed an deskadurezh eo bet dalc’het ar vanifestadeg studierien vrasañ en istor ar broviñs. 100 000 a dud e straedoù Montréal. E-tro 230 000 a studierien en harz-labour.
    • Bageal: klozañ a ra ar Breton Bruno Peyron e dro ar bed dre skipailh e 50 devezh, 16 eurvezh hag 20 munut. Pilat a ra rekord Steve Fossett eus 7 devezh ha mont a ra gantañ Trec’h Jules Verne.
  • 18 a viz Meurzh, SUA: enep bonreizh har er-maez lezenn eo barnet ar Patriot Act gant Stad Mec'hiko-Nevez.
  • 19 a viz Meurzh, Unaniezh Europa: manifestadeg a-enep kelc’hlizher Bolkestein.
  • 25 a viz Meurzh:
    • Aichi (Japan): digoridigezh an Expo 2005, 1 diskouezadeg hollvedel an XXvet kantved.
    • Kirgizstan: troc’holiet eo ar gouarnamant da-heul dispac'h an Tulipez.
  • 26 a viz Meurzh, Polinezia:
    • loc’het eus Perou en em gav ar roeñverez c’hall Maud Fontenoy en inizi Markiz, goude 6 900 km hent.
    • Taiwan: ur milion a Daiwaniz well-wazh o deus manifestet e Taipei evit disteuler krafoù gourdrouzus al lezenn enep an disrannañ degemeret gant Parlamant Sina. Dizalc’h er fedoù abaoe 1949 e argas evel-se Taiwaniz untuegezh Sina ha kadarnaat a reont ez eo an dizalc’hiezh un dra bennak a sell outo mar fell dezho.
  • 31 a viz Meurzh, Frañs: deroù ar skinwel niverel dre zouar (14 kanol digoust) ; adarre eo bet nac’het raktres TV Breizh gant Kuzul Meur ar C'hleweled (CSA) e Pariz.

Ebrel

  • Ac’hubet liseoù un tamm e pep lec’h e Frañs (betek Mezheven).
  • 1 Ebrel, Vatikan : war c’hrevusaat eo aet stad yec’hed ar pab Yann-Baol II e-kerzh devezh ar Sadorn. Diagnostiket ez eus bet ur septisemiezh gant e vezeien. Embann a ra meur a vedia italian e vije bet roet sakramant an nouenn dezhañ.
  • 2 Ebrel, Vatikan : marv ar Pab Yann-Baol II oadet a 84 bloaz, goude 26 bloavezh pabelezh
  • 6 Ebrel, Italia : Gwiriekaet Feur-emglev Roma 2004.

2005: Bloavezh 

2005: Bloavezh 

  • 15 Ebrel, Monaco : Obidoù priñs Rainier III Monaco, marv d'ar 6 Ebrel 2005;
  • 15 Ebrel, Iraq : 100vet devezh bac’hidigezh evit Florence Aubenas hag he heñcher Husain Hanoun;
  • 15 Ebrel, Frañs : Mervel a ra 22 den, 10 bugel en o zouez, e tan-gwall ul leti e IXvet arondisamant Pariz;
  • 15 Ebrel, Sina-Japan : Stenn an darempredoù etre daou vras Azia ; komz a reer eus luskadoù enep Japan e Sina hag eus « brezel al levrioù-skol » abalamour ma tamaller da levrioù-skol Japan tevel war emzalc’h al lu japanat e Sina e-pad an eil brezel bed;
  • 18 Ebrel, Vatikan : Deroù ar c’honklav evit dilenn ur pab nevez. Mogidell zu da à 11 eur 50 (CET) d'an 19 Ebrel ; merkañ a ra eo bet difrouezh div dro vouezhiañ ar Meurzh vintin.
  • 18 Ebrel, SUA : Aet ur wagenn ramzel (pe Gwagenn fallakr) a-benn d'ur mordreizher, an Aube Norwegian ; rediet eo al lestr da skeiñ war-du Charleston, Sukarolina evit bezañ dreset, d'ar Sul. Engortoz eur e loc’hfe ar vag hag e yafe da gaeañ da New York hiziv.
  • 19 Ebrel
  • 20 Ebrel, Italia : Roet e zilez gant Silvio Berlusconi a-benn sevel un eil gouarnamant Berlusconi gant ur skipailh nevez hag ur programm all.
  • 21 Ebrel, Spagn : Anavezout a ra ar Gannaded ez eo hervez lezenn an dimeziñ heñvelreviat.
  • 22 Ebrel, Frañs :
    • Lakaet eo kablus ar gwarder pal gall Fabien Barthez da vezañ skopet war un tredeog e-kerzh ar c’hrogad WAC Casablanca - OM d'an 12 C’hwevrer 2005
    • Ampellet prosez galv maboriadezh Outreau goude digoridigezh un enklask nevez da-heul goulenn prezidantez Lez-varn asizoù Pariz.
  • 22 Ebrel, Jakarta : digoridigezh ar c’hendalc’h Afrika-Azia 50 bloaz goude kendael Bandung.
2005: Bloavezh 
Oferenn zigeriñ pabelezh Benead XVI.

Mae

  • 7 Mae : Distro Michel Aoun da Liban goude 15 vloaz en harlu.
  • 10 Mae : Kemenn a ra kuzul meur ar c’hleweled donedigezh 8 chadenn nevez evit ar Skinwel niverel dre zouar (en o zouez 4 chadenn skinwel digoust nevez, da lavaret eo 18 kanol en holl) ; ur wech ouzhpenn eo nac’het goulenn TV Breizh gant ar C’huzul meur.
  • 12 Mae : Gwiriekaat a ra ar Bundestag ar raktres bonreizh europat.
  • 13 Mae : Digoridigezh prosez gwenvidikaat Yann-Baol II gant ar pab Benead XVI.
  • 17 Mae : Kentañ devezh bedel evit stourm a enep d'an heñvelgasourien.
  • 18 Mae : Digor an E3 (Electronic Entertainment Expo) e Los Angeles.
  • 21 Mae: Fin Festival Cannes: eil palmezenn aour evit ar vreudeur Dardenne
  • 22 Mae : Lid 363vet deiz-ha-bloaz savidigezh kêr Montréal goude un oferenn e Penniliz Itron-Varia Montréal.
  • 25 Mae : Gwiriekaat a ra Aostria Feur-emglev Roma 2004.
  • 29 Mae : Frañs : Referendom war ar goulenn da-heul : "Hag aprouiñ a rit ar raktres lezenn a aotre gwiriekaat ar feur-emglev diazezañ ur vonreizh evit Unaniezh Europa ? Breizh a vot Ya (50,96%) met justikoc’h eget evit disoc’hoù referendom Maastricht. Nann eo respont ar Frañsizien dre vras, gant e-tro 54,67% (45 % evit ar Ya). N'eo ket gouest an taol-mañ vot ar Vretoned da lakaat vot ar C’hallaoued da blegañ. Distaolet eo ar raktres.
  • 31 Mae : Frañs : Anvet eo Dominique de Villepin da Gentañ Ministr gant Jacques Chirac. Erlec’hiañ a ra Jean-Pierre Raffarin.

Mezheven

  • 5 Mezheven : Dre referendom gant 54,6% e asant Suis mont gant emglev Schengen
  • 11 Mezheven: Laosket eo Florence Aubenas ha Husain Hanoun da vont.
  • 13 Mezheven: Digablusaet eo ar c’haner Michael Jackson, tamallet e veze dezhañ bezañ pleustret war ar vaboriadezh. E riskl e oa an esparadenn da bakañ 20 vloaz toull-bac’h.
  • 19 Mae : Marv feuls an den yaouank Sidi Ahmed e La Courneuve e Frañs. Embann a ra Nicolas Sarkozy, ministr an Diabarzh, ez eo mennet da naetaat ar c’harter war-bouez ur C’härcher.
  • 24 Mezheven : Dilennet eo ar gourmirour Mahmoud Ahmadinejad da brezidant Republik islamek Iran gant 62% eus ar mouezhioù e-skoaz ar prezidant kozh Akbar Hachemi Rafsandjani. Meur a zanvez prezidant a oa bet nac’het outo ar gwir da vont war ar renk.
  • 28 Mezheven, Frañs : Dibabet eo lec’hienn Cadarache evit bezañ lec’h sevel an dazloc’her dre deuzadur nukleel ITER.
  • 28 Mezheven, Frañs : Furchadeg e burev ministr an Armerzh Thierry Breton disfiz warnañ bezañ diheñchet arc’hant eus kevredadoù Rhodia ha Thomson e 2002.
  • 28 Mezheven, Kanada : Lezennekaet eo an dimeziñ heñvelreviat, gant 158 mouezh ouzh 133 e Kambr ar c’humunioù. Prometiñ a ra ar virourien adwelet ar c’hraf-se e ken kaz ma teujent d'ar galloud en-dro en dilennadeg kentañ.
  • 30 Mezheven :

Gouere

  • 1 Gouere : Korsika : Degemeret un diferad evit kas war-raok ar c’horseg gant Bodadenn Gorsika.
  • 2 Gouere : Skos : Ur vanifestadeg a vod 200 000 a dud e Dinedin. He fal eo broudañ broioù ar G8 en em vodo adal an 13 Gouere er Gleneagles Hotel e gwalarn Dinedin, da stourm a-enep d'ar baourentez er bed. Ar vanifestadeg vrasañ bet dalc’het biskoazh e Bro-skos eo.
  • 2 Gouere : 8 pikol sonadeg Live 8 evit ma vo nullet dle Stadoù Afrika e Londrez, Berlin, Philadelphia, Moskov, Johannesbourg, Pariz, Tokyo ha Roma.
  • 3 Gouere : Dilennadeg kannaded en Albania
  • 4 Gouere, Egor : Skeiñ a ra ar sontenn Deep Impact gant ar gometenn 9P/Tempel1 da 5 eur 52 GMT.
  • 5 Gouere, Frañs : Laurence Parisot eo ar plac’h kentañ o vezañ dilennet e penn ar Medef.
  • 6 Gouere :
    • Frañs : Patrick de Carolis dilennet da brezidant France Télévisions.
    • Breizh-Veur : Dibabet eo kêr Londrez evit degemer ar c’hoarioù olimpek e 2012.
    • Monaco : Anavezout a ra priñs Alberzh Monaco ent foran e vab naturel Alexandre gant ur c’hallez genidik eus Kongo. Hêr e vo e vab evit ar peadra met n'en do tamm gwir ebet war ar gurunenn.
    • Malta : A-unvouezh ha gant stlakadeg daouarn e vot Kambr dileuridi Malta gwiriekadur Feur-emglev Roma 2004.
  • 7 Gouere : Gwalldaolioù marvus er metro e Londrez.
  • 10 Gouere : Votiñ a ra Ya al Luksembourg evit gwiriekaat Feur-emglev Roma 2004.
  • 12 Gouere : Kurunennet ar priñs Alberzh II Monaco.
  • 15 Gouere : Dont a ra er-maez levr diwezhañ Harry Potter Harry Potter hag ar priñs mesket e wad (Harry Potter and the Half-Blood Prince), eil levrenn ziwezhañ avanturioù Harry Potter, da 11 eur noz, e kastell Dinedin, kêr annez ar skrivagnerez J. K. Rowling.
  • 21 Gouere : Gwalldaolioù an 21 Gouere e Londrez. Un den gloazet hepken.
  • 22 Gouere : Da-heul ar spont degaset gant gwalldaolioù an derc’hent ez eus bet lazhet un den dre fazi e metro Stockwell gant polis Londrez.
  • 27 Gouere : Gallout a reer pellgargañ stumm Internet Explorer 7 Beta 1.
  • 28 Gouere : Dilezel a ra an IRA (Irish Republican Army) e armoù goude 35 bloavezh stourm.

Eost

  • 12 Eost: Eil dibradadenn evit fuzeen Ariane-5 er bloaz-mañ, da 10 eur 20 ; tennet adal kreizenn egorel Gwiana he deus lakaet war gelc’htro al loarell bellgehentiñ vrasañ bet kaset biskoazh betek-henn, Thaïcom-4 (Thailand).
  • 15 Eost: Kregiñ a reer da zispenn an trevadennoù yuzev e-kichen Bandenn Gaza evel m'emañ merket er steuñv emdennañ eus an tiriadoù aloubet. Er-maez lezenn eo hiviziken evit un Israelad bezañ o chom enno. Embann a ra an Hamas n'emañ ket e soñj dilezel at stourm armet.
  • 16 Eost: Frikadenn nij un MD-80 eus ar gompagnunezh West Caribbean e Venezuela, e bourzh an nijerez : 161 den en o zouez 153 Martinikad.
  • 23 Eost : Frikadenn ur Boeing 737-200 e Perou.
  • 25 Eost : Termen ar steuñv israelat evit didrevadenniñ Bandenn Gaza.
  • 26 Eost : Tan-gwall en ur savadur eus an XIIIvet arondisamant e Pariz; annezet e oa gant familhoù genidik eus Afrika dreist-holl. 17 den marv, en o zouez 14 bugel.
  • 28 Eost: Frañs : Marv an aktour Jacques Dufilho
  • 28 Eost: Iwerzhon : Disklêriañ a ra kuzul arme an IRA e paouez gant ar stourm armet
  • 29 Eost : Frañs : Embannet gant ar gouarnamant roll ar c’hompagnuniezhioù nij berzet e Frañs.
  • 29 Eost : SUA : Skoet Stadoù Louisiana ha Mississippi gant ar gelc’hwidenn Katrina. Freuz bras ha kantadoù a reuzidi. Tarzhet ez eus ur chaoser da live pont lenn Pontchartrain; deuet ez eus dour beuz ha preizhadennoù bras da-heul e kêr New Orleans.
  • 30 Eost : Frañs : Tan-gwall en ur savadur e IIIde arondisamant Pariz; 7 den marv, pevar bugel en o zouez, en nozvezh etre al Lun hag ar Meurzh, d'an 8, rue du Roi-Doré.
  • 31 Eost :
    • Iraq : da nebeutañ 965 pirc’hirin chiit lazhet ha 815 gloazet da-heul ur wallvountadeg war pont Al-Aaimmah war an Tigris e Baghdad.
2005: Bloavezh 
  • 31 Eost : Heuliadoù kelc’hwidenn Katrina war New Orleans : hervez Ray Nagin, Maer New Orleans, « gouzout a reomp ez eus un niver bras a gelanoù en dour ha re all paket en tiez. Kantadoù sur, miliadoù moarvat ».

Gwengolo

  • 1 Gwengolo
    • Suis : embannet ez eus ur rollad du eus ar c’hompagnuniezhioù nij diasur gant ar gournamant.
    • Breizh : Distro-skol gant ur c’hresk disterik evit ar skolioù divyezhek. Tamm levezon ebet da-heul vot ur politkerezh yezh gant kuzul-rannvro Breizh d'ar 17 Kerzu 2004.
  • 2 Gwengolo : Frañs : Paket ar prezidant Jacques Chirac gant un taol gwazhied.
  • 5 Gwengolo : Frikadenn ur Boeing 737-200 war ur gêr e Sumatra, Indonezia; 117 den lazhet e bourzh ha 30 all war al leur. (Gwelet Nijadenn 091 Mandala Airlines).
  • 9 Gwengolo :
  • 11 Gwengolo : Japan : da-heul divodadeg Kambr ar Gannaded, emañ galvet 100 milion a voterien da zilenn o 480 kannad. Berzh bras evit ar c’hentañ ministr mirour Junichiro Koizumi. Mont a ra 296 sez gant e strollad (an SFD), ar pezh zo 84 ouzhpenn ar pezh a oa gantañ a-raok. Ar wech kentañ eo en ur ober 15 vloaz m'emañ ar muianiver klok gant ur strollad er gambr izelañ. Savet eo ar mouezhiañ betek 67,5%, 7 poent ouzhpenn eget er votadeg ziwezhañ e 2003.
  • 12 Gwengolo : Norvegia : votadeg evit dilenn ar 169 kannad er Storting. Mont a ra 44 sez gant ar c’henemglevad kreiz-dehou (H, V ha KrF) a oa er galloud, ouzh 87 gant ar c’henemglevad kleiz en tu enep (DNA, SV ha Sp). Tapout a ra an FrP, strollad eus an tu dehou pellañ e skor gwellañ biskoazh gant 38 sez. Dont a ra da vezañ an nerzh enep kentañ da c’houarnamant da zont Jens Stoltenberg.
  • 18 Gwengolo : Alamagn : galvet eo ar voterien da zilenn gant bloaz lañs o c’hannaded er Bundestag. Koll a ra ar c’henemglevad "Ruz-glas" (SPD hag ar re c’hlas) er galloud ar votadeg (273 sez) met n'eo ket aet ar maout kennebeut gant ar c’henemglevad "Du-melen" (CDU/CSU ha FDP) en tu enep gant 281 sez hepken e-lec’h ar 307 ret. Berzh en deus graet al Linkspartei eus an tu kleiz pellañ gant 54 sez; nac’h a ra en em glevet gant strollad all ebet.
  • 25 Gwengolo : Polonia : votadeg evit dilenn 460 kannad en Dieta. Tapout a ra an EKD er galloud 11,31% hepken, 30 poent nebeutoc’h e-keñver 4 bloaz zo ha 55 sez. PiS, ar strollad mirour a dap 155 sez dirak e gevredad, ar PO frankizour a dap 133 sez er gambr izelañ. Poblelourien ar Samoobronna hag an LPR a dap pep hini eus e du 56 ha 34 sez. 25 sez a yay gant ar PSL kleiz. Merket eo bet ar votadeg gant an anvouezhiañ zo savet betek 62%. Ar c’hreñvañ abaoe diskar ar gomunouriezh.
  • 29 Gwengolo : Aljeria : Poblvouezhiadeg diwar-benn Karta ar Peoc'h hag an Adunvanañ : 97% eus ar mouezhioù a-du ganti.
  • 30 Gwengolo : Breizh : Kinnig a ra kuzul-rannvro Breizh e logo nevez. Degemer a ra an erminig arouez Breizh, met ne ra ket gant livioù ar vro. Evit ar wech kentañ e c'hallor ober gant ur stumm brezhoneg eus al logo.

Here

Du

  • Europa : Taget eo ar c'hevandir gant grip an evned (H5N1) gant evned temeniat.
  • 8 Du : Frañs : Disklêriet ar stad a zifrae da-heul emsavadegoù er bannlevioù.
  • 15 Du : Frañs : Astennet evit tri miz ar stad a zifrae dre ur vot er vodadeg vroadel a-du gant ar raktres lezenn.
  • 22 Du : Alamagn : Dilennet eo Angela Merkel da gañsellerez gant ar Bundestag.
  • 27 Du : Frañs : Evit ar wech kentañ ez eus imboudet un dremm war ur vaouez 38 vloaz bet dantet gant ur c'hi c'hwec'h miz a-raok.

Kerzu

  • 1 Kerzu : Frañs : Da-geñver ar galv d'ar prosez en "Afer Outreau" ma advarner 6 a dud kondaonet en dro gentañ e vez didamellet an holl dud gant Lez-varn galv Pariz. Fin zo da bemp bloaz direizhderioù o deus kaset d'ar gwall justis-mañ.
  • 4 Kerzu : Aod-an-Olifant : goude ur weladenn e Abidjan eo anvet Charles Konan Banny, gouarnour Bank kreiz Stadoù Afrika ar C'hornôg da gKentañ ministr gant an hanterourien Olusegun Obasanjo, prezidant Unaniezh Afrika ha Nigeria ha Thabo Mbeki, prezidant Suafrika.
  • 5 Kerzu : Frañs a gadarna e nac'h sinañ ar c'hendiviz-framm war ar minorelezhioù broadel kinniget gant Kuzul Europa.
  • 6 Kerzu : Sina : Tennañ a ra ar polis ledvilourel war miliadoù a Bloueziz a vanifeste e Dongzhou (su ar vro) a-enep da savidigezh un tredanva. Da nebeutañ 3 den lazhet. Ploueziz zo a ra anv eus ur c'hant den bennak lazhet. An darvoudoù feuls grevusañ int abaoe lazhadeg Tiananmen, e 1989.
  • 12 Kerzu : Liban : Drouklazhet en ur gwalldaol gant kar-pej ar c'hannad enep-Siria Gebran Tueni.
  • 14 Kerzu : Tanzania : mont a ra ar maout gant Jakaya Kikwete, ministr kozh an aferioù diavaez, en anv ar strollad Chama Cha Mapinduzi (CCM), en dilennadeg prezidant gant 80,3% eus ar mouezhioù.
  • 15 Kerzu :
    • Palestina : Dilez Ahmed Qorei, Kentañ ministr an Aotrouniezh palestinat
    • Kazakhstan : Furchet eo sez Pravo, ur sizhunieg eus an tu-enep gant un rann dibar eus ar polis. Tamallet e vez d'ar gazetenn bezañ embannet e vije bet touell e-pad dilennadeg prezidant ar 4 Kerzu.
    • Sina : Kablus eo bet kavet Han Guizhi, ez-sekretourez dileuriet ar strollad komunour e proviñs Heilongjiang, gant lez-varn Beijing da vezañ degemeret 7 milion yuan a vanegoù, da lavaret eo 730.000 euro etre 1992 ha 2002. Kondaonet eo d'ar marv dindan daou vloaz. Ar boaz eo treiñ ar c'hastizoù-se e toul-bac'h da viken pa sav keuz er gondaonidi.
  • 18 Kerzu : Bolivia : dilennet eo Evo Morales, e penn ar Movimiento al Socialismo, da brezidant ar republik gant 50,826% eus ar mouezhioù.
  • 27 Kerzu : Aod-an-Olifant : Gourdrouz a ra an nerzhioù nevez (NN) da chom hep kemer perzh er gouarnamant da c'hortoz renet gant Charles Konan Banny ma vez roet da Dalbenn pobl Aod-an-Olifant (TPA) ar prezidant Laurent Gbagbo tri ministrerezh an Arc'hant, an Difenn hag ar Surentez.
  • 28 Kerzu : Lakaet da gelc'htreiñ, da 23 000 km uhelder, adal kreizenn egor rusian Baikonour (Kazakhstan), al loarell gentañ eus raktres europat merdeiñ dre loarelloù Galileo. Gantañ a tlefe Europa bezañ dizalc'h e-keñver ar GPS amerikan. E 2010 e tlefe mont en-dro.
  • 30 Kerzu : Haiti : Embann a ra ar pennadurezhioù ez eo ampellet adarre an dilennadeg prezidant bet rakwelet a-benn an 8 Genver 2006. War wel emañ lakaet evel-se pegen diaes eo stabilaat ar vro daou vloaz goude diskar ar prezidant Jean Bertrand Aristide. Diawelet e penn-kentañ d'an 13 Du e oa bet ampellet an traoù teir gwech c'hoazh. Gallout a rafe an enkadenn dilennel-mañ treiñ da enkadenn bolitikel tra ma kresk an displijadur e-keñver ar gouanamant.
  • 31 Kerzu :
    • Frañs : Goude distaol gant barner an daveoù Pariz galv peder c'hevredigezh - Greenpeace, Kevredigezh Vroadel Reuzidi an amiant (ANDEVA), Ban Abestos ha Poellor enepamiant - a save a-enep leuskel an doug-nijerezioù kozh Clemenceau, da lestrañ trema chanter Alang en India ma tle bezañ diamiantet ha divontet en deus kuitaet al lestr porzh Toulon digudenn e-tro 10 eur eus ar mintin, gronnet gant ur wikefre bolis savet gant ar prefeti-mor
    • Palestina : Un nebeud eurvezhioù a-raok termen an harz-brezel lakaet ganto a-enep Israel e tisklêr an Jihad islamek ha meur a vagad armet all stag ouzh Fatah Mahmoud Abbas, luskad prezidant an Aotrouniezh palestinat ne vo ket adkaset an harz-brezel dre ret e 2006. Kevraouet e oa bet an harz-brezel e Kaero e miz Meurzh.


Marvioù pennañ

Genver

C’hwevrer

Meurzh

Ebrel

Mae

  • 6 Mae : Claude Julien, kazetenner, bet pennskridaozer ar Monde diplomatique, 79 vloaz
  • 13 Mae : Eddie Barclay produer sonerezh, priziour bras ar jazz hag ar rock, rener stalioù pladennoù, 84 bloaz
  • 26 Mae : Sangoulé Lamizana, bet prezidant ar Volta-Uhelañ, hiziv Burkina Faso, 89 bloaz
  • 28 Mae : Sama Dioubate, kanerez eus Ginea, 39 bloaz

Mezheven

Gouere

Eost

Gwengolo

Here

Du

Kerzu


Embann brezhonek

Tags:

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

22 C'hwevrerOman21 GwengoloBrennidennRevrfouzherezhSergey YeseninLivia DrusillaProgramm ArtemisPeter FendiPin-up2022EnergiezhFront de libération de la BretagneImpalaeriezh trevadennel Alamagn1993NamibiaKouign-amannKelc'h An DaelLinuxJaned Iañ NavarraGeunSan AntonioRoll an oberennoù a denn d'ar roue ArzhurKintinMarc'hJekoTimbr-lidañMorisIsabel SarliZinkHungariaMuhammad ibn Mūsā al-KhwārizmīTreiñ ha troidigezhISO 8601GwalarnKali YugaStankell vordredan ar RenkRoumaniaSoudanChristoffer Wilhelm EckersbergҚ (lizherenn)KubaGeorgiaSant-NazerPippi LångstrumpZodiakGeneviève PrigentHolloueziadurAr C'hillioùPalamedesUnaniezh EuropaEur hañvLa semaine sanglanteNaturPolonegTchekiaKoadaskornRouantelezh-UnanetAvankBrezelLoegriaBukkakeMahābhārata🡆 More