Angela Merkel

Ur bolitikourez alaman eo Angela Merkel, Angela Dorothea Kasner hec'h anv plac'h yaouank, ganet d'ar 17 a viz Gouere 1954 e Hamburg.

Angela Merkel
E 2010
Angela Merkel
E 2019

Bet eo bet Ministrez an Tiegezh, ar Re Gozh, ar Merc'hed hag ar Re Yaouank, eus 1991 da 1994, ha Ministrez an Endro, Diwall an Natur hag ar Surentez nukleel, eus 1994 da 1998, dindan ren ar c'hañseller Helmut Kohl.

E 1990 ec'h emezelas er strollad politikel CDU. D'an 10 a viz Ebrel 2000 e voe anvet en e benn, war-lerc'h Wolfgang Schäuble.
D'an 22 a viz Du 2005 e voe dilennet e penn ar vro goude bezañ bet trec'h war Gerhard Schröder, eus ar strollad politikel SPD.
Trec'h e voe c'hoazh e dilennadeg an 28 a viz Here 2009, hag adarre e hini ar 17 a viz Kerzu 2013, met hep ma vefe ar muiañ-niver eus ar sezioù gant ar strollad CDU.
Kañsellez e voe c'hoazh adalek ar 14 a viz Meurzh 2018, goude un hir a bredad kenvreutaerezh a-c'houde dilennadegoù miz Here 2017.
E 2021 ez embannas ne glaskje mui bout dilennet en-dro ; Olaf Scholz a vo en he lec'h adalek an 8 a viz Kerzu 2021.

E-pad tremen 16 vloaz eta ez eo bet Angela Merkel e penn ar gouarnamant alaman.

En he raok :
Gerhard Schröder
Kañsellerez Alamagn
Ardamezoù RK Alamagn
22 Du 2005 – 7 Kerzu 2021
War he lerc'h :
Olaf Scholz

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Angela Merkel Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.

Tags:

17 a viz Gouere19542005202122 a viz Du7 a viz KerzuAlamagnHamburgKañseller AlamagnPolitikerezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Reinhard HeydrichEil Brezel-bedAinouedKubaSaoznegAn Daol GrennBelgiaMaville.comEmyr LlydawYougoslaviaBrandenburg (disheñvelout)AvankRoll ar filmoù diazezet war mojenn ar Roue ArzhurKezSS British Free CorpsBombardBlogJakez KarterLevr Du CaerfyrddinTimbroù madoberusIowaOksigenLetrinSaozSwahilegChristoffer Wilhelm Eckersberg1993WouegBreizh-IzelUndertaleKanton Dunkerque-2KintinLatinBegelEmilio PradosDarempred revTiKarl V an Impalaeriezh SantelLea De MaeNepalFegeriegOmanJapanPippi LångstrumpSuafrikaEgipt303Kanton PlouhaListenn glok kodoù ISO 639-1HouarnCarles PuigdemontGallegBrezelKuomintangQMell-droadBeretta M19341813Iwan NikolazigBronnRoumaniaLlywarch HenLizherenneg kirillekStad Palestina🡆 More