Ainoued

An Ainoued (アイヌ), pe Utari (ウタリ) evel a reont anezho o-unan kentoc'h eget Ainou (a dalvez tud pa dalvez utari kement ha kamaladed), zo ur bobl henvroidi hag a vev e norzh Bro-Japan hag e reter Rusia.

Ainoued
Ainoued
Ar banniel Ainou, treset gant Bikki Sunazawa e 1973
Ainoued
Strollad Ainoued, luc'hskeudennet e 1904
Poblañs klok
  • 50.000 Ainou a vije hiziv an deiz
  • 150.000 Japanad o dije hendadoù Ainou, met 'n eus ket tu bezañ sur (ar sifr a 1.000.000 a vez kavet zoken)
  • Maread rak-Japanat: ~50.000 Ainou
Broioù e lec'h ma vezont kavet
Flag of Japan Japan
Flag of Rusia Rusia
Yezhoù
An ainoueg eo yezh hengounel an Ainoued. Tost marv eo o yezh avat. An darn vrasañ eus an Ainoued a gomz japaneg pe ruseg.
Relijionoù
Animisted, Iliz Kristen ortodoks Rusia
Pobloù liammet
  • Nivkhed
  • Itelmened
  • Choukchied
  • Koryaked
  • Aleouted

War-dro -1300 e tivroas o hendadoù etrezek Hokkaido, an Inizi Kouril, Enez Sac'halin ha su ledenez Kamtchatka. Da lâret eo 1 000 bloaz a-raok ar pobloù Wa a zo hendadoù Japaniz a vremañ, erruet en enezenn Honshū (eus Korea moarvat).

Un dachenn bras-tre a oa dezho gwezhall : eus norzh Hokkaido d'an inizi Kouril ha Sakhalin. Diskaret int bet gant ar Japaniz da vare prantad ar Meiji (1868-1918). Trevadennet int bet ha difennet e oa outo implijout nag o anv nag o yezh dre vras.

N'eus ket pell e oa o fobl war-nes mont da get. Un 20.000 bennak a vefe anezho c'hoazh hervez ar sifroù ofisiel. E mirvaoù kostez Hokkaido ez eus ul lodenn vat anezho. Hervez ar sifroù n'int ket ofisiel avat e vefe war-dro 200 000 ezel eus ar bobl-se c'hoazh met n'eo ket aes gouzout rak n'eus bet savet niveradeg ebet ha kalz anezhe a guzh o orin, pe alies, ne ouzont ket zoken int a orin ainou, dre ma oa bet kuzhet oute gant o zud o-unan abalamour da wareziñ anezhe diouzh ar ouennelouriezh. Ar c'hannad Shigeru Kayano en deus graet kalz evit sikour anezho dreist-holl dre ul lezenn bet votet e 1994.

Istor

Eus an orin betek betek an XIXvet

Ainoued 
Ur strollad Ainoued (etre 1863 ha deroù ar bloavezhioù 1870)

Ar sevenadurezh ainou a anadas war-dro 1200 hag enklaskoù nevez a laka da soñjal e teu eus meskaj ar sevenadurezhioù Oc'hotsk ha Satsumon. E 1264, e tisklêrias an Nivc'hed d'an dierniezh Yuan a rene war an impalaeriezh Vongol e oa bet aloubet o bro gant an Ainoued, ar pezh a oa pennkaoz eus emgannoù etre an Ainoued hag arme an dinastiezh Yuan. Komañs a reas darembredoù stank etre ar Wajined (ar Japaniz a ouenn) hag Ainoued Ezochi (anvet Hokkaido hiziv an deiz) en XIIIvet kantved. An Ainoued o doa ur gevredigezh chaseourien-dastumerien, a veve dreist-holl diwar ar jiboeserezh hag ar pesketaerezh, hag o relijion a oa diazezet war anadennoù an natur.

E-pad ar prantad Tokugawa (1600–1868) e kreskas ar c'henwerzh etre an Ainoued hag ar Japaned a zalc'he lodenn su an enezenn a anver bremañ Hokkaido. Dindan ar gouarnamant Bakufu e oa roet gwirioù d'ar c'hlan Matsumae hepken d'ober koñvers gant an Ainoued e norzh an enezenn. Diwezhatoc'h e krogas ar Matsumae da feurmiñ argwirioù kenwerzh da varc'hadourien japanat, ha stankaat a reas an darempredoù etre Japaniz hag Ainoued. Er prantad-se e teuas an Ainoued da gaout ezhomm muioc'h mui eus ar varc'hadourezh degaset gant ar Japaned, ha skoet e voent gant meur a gleñved-red evel ar vrec'h. Daoust ma roe ar c'henwerzh o zu da Japaniz ha d'an Ainoued da gompren gwell an eil re ar re all e tegasas stourmoù etrezo ivez, unan eus emsavadegoù brasañ an Ainoued eo emsavadeg Shakushain (1669–1672) hag un all a voe e 1789.

Ainoued 
Aberzh un arzh gant Ainoued. Livadenn eus Bro-Japan, war-dro 1870.

An adsav Meiji

Degaset e oa kemmoù bras e buhez an Ainoued gant deroù an adsav Meiji e 1868. Savet e oa un niver a adreizhadennoù sokial, politikel hag armerzhel gant gouarnamant Bro-Japan, da vodernaat ar vro e giz ar C'hornôg, ha staget e oa Hokkaido ouzh Impalaeriezh Bro-Japan. Sjöberg quotes Baba’s (1980) account of the Japanese government's reasoning:

‘ … Diorroadur an enezenn vras eus norzh Bro-Japan he doa meur a bal : da gentañ e oa gwelet evel un doare da zifenn Bro-Japan diouzh Impalaeriezh Rusia a ziorroe hag a c'houneze tachenn buan. Goude se … e roe un diskoulm da ziouer labour sklisennad kozh ar samouraied … An diorroadur-se, erfin, a oa da bourchas an danvezioù naturel a oa klask warne en un ekonomiezh kevalaour o kreskiñ

.

E 1899, gouarnamant Bro-Japan a savas ul lezenn a anve an Ainoued henvroidi gozh, gant ar soñj e vefent lonket tamm-ha-tamm. Kemeret e oa an douaroù e lec'h ma oa an Ainoued o chom gant ar gouarnamant. Roet e oa ivez d'an Ainoued ar statud keodediz, o tinac'hañ dezhe evel se ar statud minorelezh henvroat.

Ainoued 
Ar strollad "Oki Dub Ainu Band", renet gant ar soner ainou ha japanat Oki, en Alamagn e 2007

E korf 36 e teuas an Ainoued muioc'h-mui ur gumuniezh a eil renk war o douaroù dezhe o-unan, Tremen a reas an Ainoued eus stad ur strollad digenvez d'ur strollad d'ur strollad a oa lamet digantañ e vro, e yezh, e relijion hag e c'hizioù gant Japaniz. An douaroù ma oa an Ainoued o vevañ a oa lodennet d'ar Wajined o doa divizet dont da vevañ da Hokkaido, war atiz gouarnamant an oadvezh Meiji, da gorvoiñ danvezioù naturel fonnus an enezenn, ha da sevel atantoù war patrom labour-douar industriel ar C'hornôg. Anvet e oa an argerzh-mañ Kaitakushi. Savidigezh labouradegoù, evel milinoù ha breserezhioù, ha mengleuzioù a oa heuliet gant savidigezh hentoù hag hentoù-houarn, e-pad ur prantad diorroadur a badas betek 1904. E-doug an amzer-se e oa rediet an Ainoued da zeskiñ japaneg, da gemer anvioù japanek ha gourc'hemennet da baouez gant gizioù relijius evel aberzh an anevaled hag an tatouadurioù.

Lezenn 1899 a oa cheñchet e 1997 — Betek-henn en doa disklêriet ar gouarnamant ne oa minorelezh etnek ebet. N'eo ket a-raok ar 6 a viz Even 2008 e oa anavezet an Ainoued evel ur strollad henvroat (s.o. anavezadur ofisiel, a-is).

An euredoù etre Japaned hag Ainoued a oa klasket gant ar re ziwezhañ da zisteraat ar riskloù gwallziforc'h a-enep d'o bugale. Abalamour da se ez eus kalz Ainoued zo heñvel poch ouzh o amezeien japanat. E Sambutsu, war aod ar Reter, peurgetket e c'haller gwelet kalz bugale ganet eus an hevelep dimezioù etre kumuniezhioù. Lod eus an Ainoued japanad-se zo dedennet gant sevenadurezh hengounel ar bobl-se. Da skouer Oki, bugel un tad ainou hag ur japanadez, a zeuas da vezañ ur soner a son ar benveg ainou hengounel anvet tonkori. E kalz kêrioù bihan eus ar Gevred pe eus Hidaka e c'haller atav gwelet Ainoued a ouenn evel e Nibutani (en Ainoueg : Niputay).

Anavezadur ofisiel

D'ar 6 a viz Mezheven 2008 e oa kemeret ur mennad gant Kuzul Bro-Japan a c'houlenne gant ar gouarnamant anavezout an Ainoued evel henvroidi eus Bro-Japan ha da lakaat ar gwallziforc'hoù en o enep da baouez. Anavezet e oa an Ainoued gant ar mennad-se evel "ur bobl henvroad dezhañ ur yezh ispisial, ur relijion hag ur sevenadurezh" ha da derriñ al lezenn kemeret e 1899.

Daoust ma'z eo ur bazenn istorel a-bouez, Hideaki Uemura, kelenner e skol-veur Keisen e Tokyo hag arbennigour war gwirioù ar pobloù henvroat, en deus lavaret diwar-benn ar mennad-se e oa "gwan evit anavezout fedoù istorel" rak rediet e oa an Ainoued da zont da vezañ Japaned da gentañ.


Notennoù

Ainoued  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける Ainoued 

Tags:

Ainoued IstorAinoued NotennoùAinouedBro-JapanHokkaidoHonshūInizi KourilKoreaLedenez KamtchatkaRusiaSac'halin

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Reiñ bronnUnaniezh EuropaBill ClintonM109 howitzerNoazhdedSomalilandSpesadBangladeshISBNEost1977Timbroù GreunlandPatagonia Arc'hantina1833OuzbekistanYann Iañ (dug Breizh)Kervaria-SularDronKelornElzas-LorenDanmarkMarc'h PrzewalskiSaratovVeneziaKerborzh1996Tyne (Bro-Saoz)Dans le Lit, le BaiserKerfodBreizh-UhelDonald TrumpSigeberht WessexKevezadeg bed ar Formulenn 1 2020Jeko1866Bloavezhioù 2020GwengoloNikki FritzSoukot1989Frañsez JaffrennouIstorFriedrich EngelsSophia Charlotte von Platen-HallermundMarie-Antoinette AostriaSuis1654Apex LegendsEmflourañMarcosEl NiñoMenez AreDivaskell BreizhEmsavRoumania1509L'Entraide française (1945)ぢ (lizherenn)PabKonk-LeonC'hwevrerWessexBrezel diabarzh SinaAescwine EssexBibl🡆 More