Ar ouennelouriezh a zo ur gredenn pe ur mennozh a zo e bennaenn embann ma vije un urzhaz etre ar rummadoù tud hervez o gouenn pe o fobl orin.
Meur a abeg a c'hell bezañ roet evel ar perzhioù ar c'horf, pe ar boazioù hiniennel pe sevenadurel. Liammet eo ar ouennelouriezh ivez gant an estrengasoni, ar spered a-enep an darempredoù etregouenn hag ar spered brizhbroadelour. Diazezet eo war skeudennoù skouer gouennel.
Iskevrennad eus | prejudice, social inequality, bigotry |
---|---|
Arvez | black solitude, human race |
Den heverk | Aristoteles |
Efed | racial discrimination, racial segregation in the United States, apartheid, racial segregation, Dreistbeliouriezh |
Pleustret gant | racist |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/racism |
Enebet ouzh | enep-gouennelouriezh, equality |
Diwar spered ar ouennelouriezh ez eus bet savet reolennoù kevredigezhel a-wezhioù, diforc'hidigezh dre ar ouenn, betek mont da feulsterioù evel ar pogromoù, ar gouennlazhoù hag an naetadur etnikel. An diforc'hidigezh dre ar ouenn a zo berzet gant al lezennoù e meur a riez, met n'eo ket aes herzel outi e meur a lec'h. Koulskoude ez eus bet er XXvet kantved riezoù ma oa ar ouennelouriezh diazez ur sistem diforc'hidigezh : an Trede Reich savet gant an Nazied, Unaniezh Suafrika hag un nebeud riezoù stag ouzh an naziegezh e mare an Eil Brezel Bed (Bro-C'hall e 1941-1944, Hungaria, Roumania...).
Goude an Eil Brezel-bed, p'eo bet anavezet Gouennlazh ar Yuzevien renet gant an Nazied eo bet sellet ouzh ar ouennelouriezh evel un ideologiezh eus ar re fallakrañ ha berzet eo bet gant al lezenn e Bro-C'hall (lezenn Gayssot), met n'eus ket tu kaout un c'henasant evit termeniñ ez-ofisiel ha gouennelour eo den pe den, strollad pe strollad.
Ar ouennelouriezh a c'hell bezañ mammenn d'ur brezel diabarzh.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Gouennelouriezh, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.