Un ti (tiez el liester, tier ivez en ul lodenn eus Treger ha Kerne, hag e Bro-Gwened) a reer eus ur savadur graet evit bezañ annezet gant tud.
Dre vras e vez graet an tier e danvezioù fetis evel prenn, brikennoù, mein, pri pe vetaloù evit ober ar framm.
Ul loch a reer eus un annez savet gant danvezioù skañvoc'h (brankoù, pileroù prenn).
Un ti a vez dezhañ ur gorread na re vihan na re vras evit pourchas lojeiz d'ur familh pe d'un nebeud familhoù. Pa vez meur a familh o chom e vez kaoz eus ur mellad-ti pe ur c'hendi. Pa vez bihan an ti e vez kaoz eus ur pennti.
En ur ster ledanaet eo ivez an ti kement savadur bras pe vihan hag e vez graet ennañ un obererezh bennak resisaet el lavarenn, ti-skol da skouer, ha peurvuiañ ne vez ket a lojeiz e-barzh.
Goloet e vez an tier gant un doenn a c'hall bezañ e sklent, e teol pe c'hoazh e soul. Mogerioù zo tro-dro dezhañ. Estajoù a c'hall bezañ ivez : rez-an-douar (ha rez-al-liorzh a-wechoù), estaj kentañ, eil estaj, trede estaj, hag all. Ar salioù a gaver alies en un ti eo ar gegin, ar saloñs, ar gambr, ar sal-dour. Un nor ha prenestroù zo ivez.
Er ragistor ne oant nemet foukennoù graet gant koad ha fank, e brik a-wechoù. En Henamzer e oa ar villa romana]] ti un domani er maezioù evit an uhelidi. Er Grennamzer e oa tier ar c'hêrioù e koad dreist-holl, e mein en XIIvet kantved hag en XIIIvet kantved, hag e bannoù-koad er [[XIVvet kantved}} hag er XVvet kantved.
Er marevezh modern e voe implijet ar brik dreist-holl en Europa an Norzh. En XVIIIvet kantved e voe savet tiez kaer evit ar vourc'hizelezh nevez. Er marevezh a-vremañ e oa tier klet e karterioù ar vourc'hizien, tier bihanoc'h evit ar varc'hadourien hag an artizaned, tier marc'had-mat evit ar re all, da skouer er c'heodedoù micherour. En XXvet kantved e teuas an tier da vezañ kletoc'h evit muioc'h a dud. En XXIvet kantved e klasker, er broioù pinvidik da nebeutañ, kaout tier padus evit abegoù ekologel.
|
|
Ur rederez an tier zo hervez Jules Gros (TBP 2, p. 437) ur plac'h a ya da embann ar c'heloù da di an dud, un teod fall eus ar re washañ.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Ti, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.