Eukariot: Strollad bevien unkellig pe lieskellig a dermener diouzh framm o c'helligoù

An eukarioted (eus ar gregaj eu, gwir ha karuon, kraoñenn, maen frouezh) zo anezho ur strollad bevien unkellig pe lieskellig a dermener diouzh framm o c'helligoù.

Unan eus tri damani ar vuhez eo an eukarioted (gant an archaebacteria hag an eubacteria).

An eukarioted o deus, er c'hontrol d'ar prokarioted (archaebacteria hag eubacteria) :

  • organitoù hag a rann diabarzh ar gellig e takadoù, dezho kefridioù resis, evel nukleus bevennet (ennañ an TDN), ar mitokondriennoù, pe ar reticulum endoplasmek, Ardivink Golgi, ar lisosomoù, ar peroksisomoù, ar c'hloroplastoù hag ar vacuolennoù evit a sell ar plant ;
  • Un TDN fetisaet e stumm kromozomoù e-pad ar rannadur kelligel ;
  • ur seksualegezh wirion, ma vez degaset ul lodenn gevatal eus an dafar genetek gant hiniennoù an div jener.


A-raok e veze rannet an eukarioted e 4 riezad : Animalia, Fungi, Plantae ha Protista (unkelligek anezho). Ma oa sklaer termenadur an teir riezad kentañ, ne oa ket ar memes tra evit riezad ar protisted a yae d'he ober « kement ha na oa ket » loened, plant pe foue.


E-kerzh ar bloavezhioù diwezhañ, an araokadennoù e « reizhadoniezh » o deus roet an tu, daoust ma n'eo ket anavet an holl, da vrastresañ ur wezenn filogenetek eus an eukarioted. Unan eus an dezastum diwezhañ e galleg eo an hini kinniget gant Guillaume Lecointre ha Herve ar Gwiader e Rummatadur filogenetek ar bevien embannet gant Belin.


Notennoù

Tags:

GregajKellig

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

GoogleDouar ha FrankizLondrezNoricumSaoznegHong KongColuche2009Filippo de' MediciAvranchesGalizaPatagonia Arc'hantinaJapanAchille DevériaFrancisco de GoyaKenvasturberezhMetig Jakez-VargasSanta Maria del FioreFoar VreSkol-veur AberystwythKazanKib vell-droad ar bed 2006Isabel Sofía PicónBeateGlas1991Paul AvrilSant-PetersbourgKenrouedad20061794Andhun SussexA PortuguesaMahomedWikeriadurSpesadAzia ar gevredKastell-PaolMoskovBeg ar vronnEmsavTimbroù dre rummadHillary ClintonSigeberht WessexBrezhonegGres (bro)SaratovLTverSkritur taiek1653C'hwevrerHans BaurUnaniezh EuropaBruderezh1675WikiGwarezva Arabia ar SuJekoLeo VaradkarKalifiezh an OmeiadedGeorge IIIWorld Wide WebDidonReiñ bronnL'Entraide française (1945)🡆 More