Kromozom

Ar c'hromozom (diwar ar gresianeg χρῶμα/chroma liv ha σῶμα/soma korf) zo un elfenn graet gant TDN ha proteinoù (an histonoù) er c'helligoù.

Kromozom
Kromozom

Er c'hromozom emañ an titouroù genetik hag a vez dasparzhet e pep kellig dre ar rannadur kelligel.


Lec'hiadur er gellig

Diouzh ar gellig eo.

  • en ur gellig eukariot emañ ar c'hromozomoù en nukleus.
  • en ur gellig prokariot emañ er sitoplasm.

Kromozomoù ar c'helligoù eukariot

Kromatin fetisaet a ya d'ober ar c'hromozomoù. Cheñch a ra stumm ar c'hromatin diouzh prantadoù ar c'helc'hiad kelligel.

Stumm

An aliesañ zo stumm un X gant ar c'hromozom, gant div vrec'h hir ha div vrec'h verr, liammet er poent anvet santromer.

Diouzh al lec'h m'emañ ar santromer e vez disheñvelaet ar c'hromozomoù :

  • kromozomoù metasantrek : e kreiz emañ ar santromer. Keit eo ar peder brec'h neuze.
  • kromozomoù submetasantrek : tost ouzh ar c'hreiz emañ ar santromer. Ar vrec'h vihanañ a vez anvet « p » hag ar vrec'h hirañ « q ».
  • kromozomoù akrosantrek : tostoc'h ouzh ur penn (an telomer) emañ ar santromer.
  • kromozomoù telosantrek : tost-mat ouzh an telomer emañ ar santromer.

Kromozomoù direizh a c'hell bezañ ivez :

  • kromozomoù asantrek : santromer ebet.
  • kromozomoù disantrek : gant daou santromer.

Kariotip

Heñvel eo kariotip bevedegoù ar memes spesad. Er c'helligoù somatek ez eus bep a div skouerenn kromozom. Ur skouerenn hepken zo er c'helligoù seksel.

Kromozomoù ar c'helligoù prokariot

E darn vrasañ ar bakteri eo kelc'hiek ar c'hromozom.

Tags:

Kromozom Lechiadur er gelligKromozom où ar chelligoù eukariotKromozom où ar chelligoù prokariotKromozomGresianegHistonKelligProteinTDN

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Kevin CostnerMalaysiaBengaluruDonald TrumpTaoiseachProviñs Pordenone1990MontroulezHTMLKravatenn noterItaliadevezh etrebroadel gwirioù ar merc'hedJohannes VermeerKêriadennLec'hiennFranklin Delano RooseveltSkol-veur AberystwythDouaroniezhNapoleon IañMor-Bihan2009Reter SussexL'Entraide française (1945)DihunKenrouedadDour-beuzYuzev-portugaleghom42FellasionIsraelDivaskell BreizhSeziz LeningradKroategLezverc'hJohn Churchill, 1añ Dug MarlboroughKerien-BoulvriagTimbroù AdenUkrainaApex LegendsRacing Club Asociación CivilWikeriadurFrañsez JaffrennouOmar Sy1833Johann Nepomuk GeigerYezhBadalonaDeiziadur gregorianFanny HillWapitiMac'hagnerezh reizhel benelBeg ar vronnBeretta M1951Anne Breizh-VeurKerfodDaouzek labour AsteriksTwitterYezekael, roue DomnoneaAostriaLWikipediaSaint-Martin (Antilhez)TbilisiSpagnKarantezEskob🡆 More