Pornografiezh

Pornografiezh a vez lavaret hiriv eus dafar, skeudennoù, filmoù, levrioù, binvioù, graet evit klask lakaat c'hoantegezhioù revel da sevel en dud.

Dont a ra ar ger eus ar gregach: eus ar ger πόρνη («pórnē», «gast») ha γράφειν («gráphein», «skrivañ») gant al lostger -ία (-ía, «stad, perzh»), da lavarout eo «skeudenniñ gisti pe gasterezh » en o labour. En Hellaz kozh avat ne veze ket kaoz eus pornografiezh, ha kentañ ma voe kaoz eus pornografiezh avat a voe er bloavezhioù 1800 hag e galleg da gomz eus gasterezh.

Hiriv ez eus kaoz da skeudenniñ pe filmañ an oberoù revel da vroudaén c'hoantegezhioù an arvester. Hervez an aktourez pornografek Tiffany Hopkins eo « da gentañ un diverrañ-ammzer graet evit an emflourañ

Un industriezh zo bet savet en-dro d'ar bornografiezh hag en-dro ez a dre ar genrouedad dreist-holl.

Pornografiezh
Gwaz ha gast (ur yalc'h zo ouzh ar voger), war tondo ur c'hiliks. München, dastumad prevez

Lezennoù

Aotreet eo ar bornografiezh e broioù zo, berzet e broioù all. Lezennoù a vez da ziwall ar yaouankiz diouzh efedoù ar bornografiezh, ha difennet e vez gwerzhañ embannadurioù zo, pe diskouez skeudennoù zo.

Stad lezennel ar bornographiezh
Pornografiezh 
  • ██ Aotreet
  • ██ Bevennet
  • ██ Berzet
  • Yaouankiz

    Diwall ar yaouankizoù diouzh ar bornografiezh a vez graet gant daou soñj disheñvel:

    • diwall anezho ouzh gwallc'hoantoù tud vras a c'hallfe ober droug dezho, evel gant an nepiofiliezh, a zo torfed en holl vroioù;
    • diwall anezho diouzh gwall levezon ar bornografiezh war o emzalc'h ouzh ar revelezh dre vras, ouzh an dud all dreist-holl, evel en darempredoù feuls etre paotred ha merc'hed.

    Filmoù

    Pornografiezh 
    Claire Dames, aktourez pornografek stadunanat, e 2009

    Ur greanterezh arbennik eo ar filmoù pornografek, gant filmrenerien hag aktourien, ha prizioù bloaziek arbennik ivez.

    E 2013 e oa bet lakaet e brezhoneg ur film pornografek evit ar wech kentañ.

    Lennegezh ha pornografiezh

    Pornografiezh 
    Skeudenn gant Édouard-Henri Avril evit Fanny Hill, romant gant John Cleland.

    Stalioù

    Doareoù a bep seurt

    Pennadoù kar

    Notennoù

    Tags:

    Pornografiezh LezennoùPornografiezh YaouankizPornografiezh FilmoùPornografiezh Lennegezh ha pornografiezhPornografiezh StalioùPornografiezh Doareoù a bep seurtPornografiezh Pennadoù karPornografiezh NotennoùPornografiezhGasterezh

    🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

    KongoLec'hiennKerborzhDouar ha FrankizKevezadeg bed ar Formulenn 1 2020ISOProviñs PordenoneChristian TroadecAzia ar gevredRouantelezhioù ar FrankedTyne (Bro-Saoz)Barack ObamaRiley Evans1866Hillary ClintonRoumaniaLondrezNoazhdedColucheMeurvor HabaskVladimir Poutin1990Frañsez JaffrennouDek Gourc'hemennYouTube2001Foar VreFelix BaumgartnerStadoù-Unanet AmerikaSav-bronnoùSaratovLimbourg (Belgia)BrezhonegAljebrMarie-Antoinette AostriaAnimeKourzhKeith HaringOfiserien-Veur Dugelezh BreizhHohenzollern (1901-1914)Kevredigezh Vroadel BreizhSaezhMor BreizhDugelezh BreizhGopr hollvedelDispac'h ar JenoflPriñs Albert tu-ginL'Entraide française (1945)NikotinBronnNaoned2012George R. R. MartinDidonRannvro BreizhKergrist-MoeloùGalizaSoukotJapanFellasionEmflourañDronTeknologiezh1654Vincent van GoghEl NiñoSkritur taiekGwern-valouinKravatenn noterPornografiezhDeiziadur gregorian🡆 More