I Modi

I Modi (Ar Modoù, anavezet ivez evel Ar 16 Plijadur) a zo ul levr erotek brudet, ha kollet, eus an Azginivelezh italian.

Embannadur orin

Gant an engraver Marcantonio Raimondi e voe krouet an embannadur orin, diazezet ar 16 skeudenn anezhañ, diwar-benn an doareoù-embarañ, war un heuliad livadurioù erotek graet gant Giulio Romano, goulennet gant Frederico II, evit e Palazzo del Te nevez savet e Mantova).

Embannet e voe an engravadurioù gant Raimondi, e 1524, pezh a voe kaoz dezhañ da vout bac'het gant ar pab Klemañs VII ha d'ar skeudennoù da vout distrujet. Evit Romano ne ouie ket diouzh an engravadurioù ken na deuas ar barzh Pietro Aretino da welout ar skeudennoù orin. Ne voe ket prosezet outañ peogwir ne oa ket graet e daolennoù evit bezañ gwelet gant an holl. Aretino neuze a savas 16 sonedenn splann o ster da vont da-heul al livadurioù hag engravadurioù.

Eil embannadur

Eil embannadur I Modi a voe graet e 1527, gant barzhonegoù ha skeudennoù en dro-mañ, ar wech kentañ d'ul levr a'r seurt-se (skrid ha skeudenn erotek war un dro) da vout embannet. Hag adarre e voe tapet gant polis ar pab kement skouerenn a c'halled da dapout. Raimondi avat ne voe ket lakaet er vac'h er wech-se, met bep tro e voe skrapet an holl skouerennoù.

Skouerenn orin ebet ne chomas eus an embannadur-se, war-bouez tammoù a zo er British Museum, ha div skouerenn eus ar skeudenn 1.A, marteze graet dre laer, ur skouerenn gant skeudennoù koadengravet, moulet e Venezia e 1550 a voe dizoloet e 1920, hag ennañ 15 eus ar 16 skeudenn

Daoust da goll skouerennoù orin Raimondi, e seblant sur e chomas un dastumad klok betek dibenn ar XVIvet kantved.

Chom a ra ivez skridoù Aretino.

Embannadurioù all

Un heuliad nevez a engravadurioù diwar-benn an doareoù-embarañ a voe savet gant Camillo Procaccini pe moarvat kentoc'h gant Agostino Carracci evit un embannadur nevez eus barzhonegoù Aretino,

I Modi 
Karantezioù an Doueed , gant Annibale Carracci

Taolennoù

Notenn: War-lerc'h an XVIIIvet kantved eo e voe graet ar mouladurioù-mañ, adkrouet diwar ar re orin.

Skeudenn Niverenn Titl Par Parez Doare-embarañ Notennoù
I Modi  1 Venus Genetrix - Gwener - Disvlev moudenn Gwener
I Modi  2 Paris ha Oenone Paris Oenone Gar etre an divhar, gwaz war-benn
I Modi  3 Angelique ha Medor (tudennoù eus Roland, gant Lully) Medor Angelique Doare ar paotr-saout, invertido
I Modi  4 Ar Satir hag an Nimfenn Satir Nimfenn Stumm ar misioner (gwaz war-benn hag en e sav, maouez en he gourvez)
I Modi  5 Julia gant un atlet un atlet Julia (merc'h Augustus) doare ar paotr-saout, (maouez en he sav ) Maouez o sikour ar c'halc'h
I Modi  6 Herkul ha Dejaneira Herkul Dejaneira Gwaz en e sav, gwreg a-istribilh outañ, harp war e vorzhed, he divc'har war e zivskoaz
I Modi  7 Meurzh ha Gwener Meuzh (doue) Gwener (doueez) misioner
I Modi  8 Doare Priapos (gwaz en e sav, maouez en he c'hoazez)
I Modi  9 Marco António Cleópatra
I Modi  10 Dioniso Ariadne pular carniça
I Modi  11 Polyenos Criseida
I Modi  12 Satir gant e wreg Satir Satirez Misioner (gwaz en e sav, maouez en he c'hoazez))
I Modi  13 Jupiter ha Junon Jupiter Junon
I Modi  14 Messalina e lochenn 'Lisica' pratik en ur fouzhlec'h Messalina Misioner
I Modi  15 Aquiles ha Briseis Akilles Briseis
I Modi  16 Ovidius ha Corinna Ovidius Corinna Misioner (gwaz war-benn)
I Modi  17 Eneias Didon
I Modi  18 Alkibiades ha Glykera Alkibiades Glykera Gwaz en e sav, gwreg en he gourvez, savet he gar lakaet war skoaz ar gour Troad ar gwaz war ur skabellig, da vezañ uhel a-walc'h
I Modi  19 Pandora Epimeteüs Pandora Gar ar gour e gaol ar wreg Satir o klask kemer perzh

Notennoù


I Modi 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

I Modi Embannadur orinI Modi Eil embannadurI Modi Embannadurioù allI Modi TaolennoùI Modi NotennoùI ModiAzginivelezh italianErotek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Riley EvansThe Jungle Book (film, 1967)Kerborzhi2ta8NaonedWiki1833Plaza de soberaníaKazakstanSivetM109 howitzerAndhun SussexReter SussexItaliaWilliam III16 a viz KerzuC'hwevrerYouTubeMelusine von der Schulenburg1653BangladeshJohann Nepomuk GeigerAostraliaAziaFrañsez Iañ (Bro-C'hall)Reizhiad korvoiñElzas-LorenVincent van Gogh2012Bilhed-bankBeorhtric Wessex1996AnimeMetig Jakez-VargasKêriadennRannvro BreizhJohn Churchill, 1añ Dug MarlboroughFrañsez JaffrennouNoazhdedIsraelKerfodSistrSanta Maria del FioreAvranches800Mor BreizhParizMarc'hDaouzek labour AsteriksSaint-Martin (Antilhez)IzelvroioùFanny HillEkologiezh politikelGwarezva Arabia ar SuHoratio NelsonBrandenburgTsitakismosBiblSvedenYezhoù romanek1952Kalifiezh an OmeiadedNikki FritzKelornHillary ClintonRobert SchumanČeská zbrojovka a.s.Gustav II AdolfCharlez II (Bro-Saoz)SaratovWikipedia🡆 More