Edward Heath

Edward Richard George Heath, lesanvet Ted Heath, (9 Gouere 1916 e Broadstairs - 17 Gouere 2005 e Salisbury) a oa ur politiker mirour eus Breizh-Veur.

Kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet e voe eus 1970 da 1974. E penn ar Strollad Mirour e voe ivez, eus 1965 da 1975.

Edward Heath
Edward Heath, e 1987

E-pad e yaouankiz e veajas dre Europa : e Barcelona e oa bet e 1938, da vare Brezel Spagn ; en Alamagn e oa bet, pa oa studier, dre ziv wech, e 1937 ha 1939, a-raok an Eil Brezel-bed. Abalamour da se moarvat e savas a-du gant Breizh-Veur e Marc'had Boutin Europa : pa voe er galloud ez eas ar Rouantelezh Unanet e-barzh d'ar 1añ a viz Genver 1973. Dindan e ren evel kentañ ministr, a-hend-all, ez eas an traoù war washaat en Hanternoz Iwerzhon. Harzoù-labour stank a voe ivez ha c’hwezañ a reas ar prizioù. Abalamour d’an diaesterioù-se e voe tud oc’h enebiñ outañ er Strollad Mirour ha kemeret e voe e lec’h e penn ar gostezenn gant Margaret Thatcher.

Dizimez e chomas Edward Heath a-hed e vuhez. Hervez ar vrud e vije bet heñvelrevour. Etre 2015 ha 2017 e voe graet un enklask gant ar polis abalamour ma oa bet lavaret e oa maboriad. Ne zisoc’has an enklask war tamall ebet.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

17 Gouere191620059 GouereBreizh-VeurPolitikerRouantelezh UnanetSalisburyStrollad Mirour (R.U.)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

IliRakoun debrer-kranked22 a viz MeurzhKustentin Iañ (impalaer roman)DervAJ AuxerreFord Motor CompanyNancyTrede ReichRoue Marc'hHensaoznegPordenoneRoveretoCharlez III (Rouantelezh-Unanet)Wilhelm HabsburgAtomFootball Klub NaonedGwezenn-gerentiezhTaliesinLizherenneg fonetik etrebroadelC'hoarioù Olimpek goañv 2014Sarpedon (mab Laodameia)Brigitte MacronRepublik Roma5 GenverMenez GwennKonfusianegezhJorjiaWiki FoundationImpalaeriezh roman ar ReterGeorge WashingtonBrexitMediaWikiCesenaticoAturayegWilliam Howard TaftFontecchioHorst KöhlerBoris Johnson14 GenverKazhTirluSkiantoniezhGeorg Wilhelm Friedrich HegelKib vell-droad ar bed 1982William, Priñs KembreGarry KasparovMoger HadrianKornôg YorkshireBeg ar vronnBirmingham (Alabama)Google ChromePakistanDasorc'hidigezhTexasCreative CommonsHarz-lammAnime4 HereVladimir PoutinVaranThomas HardyDarempred revElvis PresleyRené DescartesKarantez🡆 More