Sarpedon (Σαρπηδών e henc'hresianeg) a oa mab da Zeus, ganet gant Laodameia, merc'h Bellerofon.
Roue Lykia e oa. En em gannañ a reas e tu an Droianed e-pad brezel Troia, skoazellet gant e genderv Glaokos, hag ez eo unan eus ar brasañ harozed a-du gant Troia en Ilias.
Skandalat a ra Hektor en Ilias o lavaret e lez holl ar stourm diaes da gevredidi Troia ha neket d'an Droianed o-unan. Disklêriañ a ra n'o doa abeg ebet al Likianed d'en em gannañ ouzh an Akeaned, nag abeg ebet da gaout kaz oute, met abalamour ma oant kevredidi feal eus an Droianed e rafent hag en em gannfent diouzh o gwellañ.
Pa dagas an Droianed moger difenn nevez an Akeaned, Sarpedon a renas e dud (en o zouez Glaokos ha Asteropaios) war dalbenn an emgann hag a zistroas evezh Aias Telamonios hag Aias Teukros diouzh argad Hektor, da nerzhioù Sarpedon.
Digeriñ a reas un tremen er voger difenn hag e voe an hini kentañ oc'h antreal er c'hamp akean. A-drugarez d'an argad-se e teuas Hektor a-benn da freuzañ dorioù ar c'hamp diouzh e du.
Pa zeu Patrokles en emgann gwisket evel Ac'hilleüs e tegouezh gant Sarpedon. Fellout a ra da Zeus arboellañ buhez e vab daoust ma oa tonket da vervel diwar dorn Patrokles. Graet en dije met Hera a zegasas da soñj dezhañ e oa bugale doueed all oc'h en em gannañ hag o vervel a-wezhioù. Ma vefe arboellet buhez e vab gant Zeus e vefe graet ivez gant doueed all. Ha Zeus a lezas Sarpedon da vervel.
Pa gouezh Sarpedon, e par ar marv, e c'halv Glaokos evit gwareziñ e armoù hag e gorf. Tennañ a reas Glaokos ar speg sanket e Sarpedon, hag evel ma kuitae e gorf ez eas e vuhez kuit ivez. Kregiñ a reas neuze un emgann eus an taerañ en-dro da gorf ar roue marv. Dont a reas a-benn ar C'hresianed a-benn da gemer e harnez, met Zeus hag Apollon a warezs ar c'horf. Apollon a gemeras ar c'horf hag a walc'has anezhañ, ha neuze e roas anezhaÆ da Hypnos ha Thanatos a gasas anezhañ betek Lykia evit al lidoù kañv.
Lod a zanevelle e oa ar memes den ha Sarpedon, mab Europa, hag e vije bet roet dezhañ gant Zeus ur vuhez hir-kenañ a echuas da vare brezel Troia. Koulskoude e krede ar muiañ niver e oant daou zen disheñvel a vevas e mareadoù disheñvel. Ul liammm kerentiezh zo etre an daou Sarpedon dre Laodamia. Lavaret a raed e oa bet dimezet Laodamia gant Evandros, mab ar Sarpedon a oa bet ganet gant Europa.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Sarpedon (mab Laodameia), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.