Unan eus ar pevar avel eo ar c'hornôg (pe kornaoueg) ha merket eo war tu kleiz an nadoz-vor.
En tu enep d'ar reter emañ hag a-skouer gant an norzh, a zo el laez, diouzh an eil tu hag ar su, a zo merket en traoñ, diouzh an tu all.
Rann eus | pevar avel, points of the compass |
---|---|
Enebet ouzh | Reter, Su, norzh |
Category for the view from the item | Category:Views from west |
Un anv, un anv-gwan pe un adverb a c'hell bezañ ar ger « kornôg » ; implijet e vez evit ar reteradur hag en douaroniezh.
Dre voaz e vez treset war kostez kleiz ar c'hartennoù lodenn an tiriad lec'hiet er c'hornôg; hini an norzh e oa ar c'hostez kleiz war ar c'hartennoù hen, el laez e veze ar Reter hag en traoñ e veze merket ar c'hornôg: alese an anvioù Breizh-Uhel (er reter, e laez ar gartenn gwechall), ha Breizh-Izel (er c'hornôg, en traoñ).
Kavet e vez an tu kornôgel dre sellet ouzh al lec'h ma'z a an Heol da guzh e mare rik ar gedez, rak enep red an horolaj e tro ar voul-Douar warni hec'h-unan.
Mard afec'h dizehan etrezek ar c'hornôg e heuilhfec'h ur c'helc'h anvet ledred. O kregiñ war ar c'heheder e heuilhfec'h ar c'helc'h brasañ.
Graet e vez « ar C'hornôg » dre vras eus un toullad broioù europat ha Norzhamerikan – eus Aostralia ivez a-wechoù, zoken p'emañ er Su – a zo diorroet mat e-keñver an deknologiezh.
E-pad ar Brezel Yen e vezed kustum da enebiñ ar broioù-se, « ar C'hornôg » neuze, ouzh « ar Reter », da lavaret eo an Unvaniezh soviedel, ar riezoù dindan e veli, ha Republik Pobl Sina, Norzhkorea ha Mongolia.
A-wechoù ez eneber « ar C'hornôg » ouzh « ar Su » ivez, war dachenn an armerzh pergen rak sellet e vez ouzh « ar C'hornôg » evel broioù pinvidik e-tal re ar Su a vefe paour.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kornôg, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.