Er yezhoniezh e vez implijet an termen adverb (saoz: adverb) evit komz eus ur rummad gerioù yezhadurel hag a dalvez da gemmañ pe da resisaat ster gerioù eus n'eus forzh peseurt rummad yezhadurel all estreget an anvioù ma vez implijet doareerien hag anvioù-gwan, da lâret eo da skouer dreist-holl verboù, anvioù-gwan (en o zouez an niverennoù), pe c'hoazh frazennoù a-bezh.
Respont a ra an adverboù peurliesañ d'ar goulennoù "penaos?" ha "pegoulz?". Graet e vez an arc'hwel adverbel eus an dra-mañ ha gallout a ra bezañ kaset da benn gant adverboù pe c'hoazh gant rannfrazennoù adverb.
E brezhoneg, daoust ha ma c'heller sevel adverboù a-wezhioù dre stagañ ar rakger ez- pe er- ouzh deroù un anv-gwan, ne vez ket graet dre ret atav un diforc'h ken splann all etre stumm morfologel an anvioù-gwan hag hini ar rakverboù ha ma reer e yezhoù all evel ar galleg da skouer, keñveriit:
Dont a ra an termen adverb diwar an termenoù implijet ez-hengounel evit deskrivañ yezhadur al latin hag implijet war-lerc'h evit deskrivañ fedoù yezhadurel yezhoù all. Meur a arc'hwel disheñvel diouzh re al latin a c'hell kaout an adverboù a yezh da yezh avat hag ur rummad yezhadurel ledan-tre an hini eo e gwirionez. N'heller ket implijout an holl adverboù evit ober dave d'ur frazenn a-bezh ("adverboù frazennek") da skouer.
E meur a yezh evel ar brezhoneg dre vras, n'eus stumm morfologel arbennik ebet evit merkañ an adverboù hag o diforc'hañ diouzh rummadoù yezhadurel all, evel da skouer an alamaneg gut ("mat") = adverb/anv-gwan. Kemmañ a ra kalz ivez a yezh da yezh an doare da sevel adverboù, da skouer:
Arveret eo bet an termen rakverb gant ar ster «adverb» ivez. Koulskoude ez eo aet kozh an implij-se ha dilezet eo er geriadurioù hag ar yezhadurioù a-vremañ. E 1947, Frañsez Kervella, hag a venege «rakverb» c'hoazh, a rae gant an termen adverb dija.
Ur ster all en deus kemeret ar ger rakverb bremañ. Evit ar ster nevez-se, sellet ouzh ar pennad: rakverb.
Sed amañ un toullad adverboù ha troiennoù adverbel :
Darn eus an adverboù-se zo anvioù-gwan ivez:
Anvioù-gwan a gaver e troiennoù adverbel zo:
Kalz adverboù ha troiennoù adverbel zo savet diwar araogennoù:
An adverboù-eren, pe ereadurezh, pe kenereerien, zo adverboù ha ne gemmont ket ster ur verb met hini ul lavarenn a-bezh, pe hini ur frazenn zoken. Evel stagelloù int.
An adverboù-kementad a gemm ster un adverb all, un anv-gwan, pe un anv-kadarn:
Sed ur roll eus an adverboù kementad pouezusañ :
Darn eus an adverboù zo ivez araogennoù :
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Adverb, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.