Yezhoniezh Spisaer

Er yezhoniezh e vez implijet an termen spisaer pe spizer (saoz: modifier pe qualifier) evit komz eus ur ger hag a dalvez da spisaat ur ger all pe ur frazenn.

E brezhoneg e reer un diforc'h etre ar spisaerion implijet gant anvioù ma reer "anvioù-gwan" pe "adanvioù" ha raganvioù oute diouzh un tu hag ar spiserion implijet gant gerioù a rummennoù yezhadurel all, dreist-holl verboù anvet "adverboù" pe "rakverboù".

N'eo ket ar spisaerion elfennoù kevreadurezhel ret dre ma talvezont nemet da spisaat pe strisaat ster elfennoù all, da skouer:

Reizh e vefe ar frazenn-ma hep ar spisaerion (anv-gwan hag adverb), met ne vefe ket reizh ma vefe lamet kuit an anv hag ar verb:

    Pennoù mui spisaerien:
      "Ar c'hi bras a red buan"
    Reizh: Pennoù nemetken
      "Ar c'hi a red"
    Direizh: Spisaerion nemetken
      *"Bras buan"


E gerioù kevrennek enne un anv-kadarn mui un anv-gwan pe ur verb mui un adverb e reer ivez "penn" ouzh an anv pe ar verb ha "spisaer" ouzh an anv-gwan pe an adverb (en o zouez kengerioù), en ur c'hoût e c'hall talvezout un anv-kadarn ivez evit spisaat un anav-kadarn all, da skouer:

    Gerioù kevrennek
      Anv + anv
        "Dourgi"
        SPISAER ("dour") + PENN ("ki")
      Adverb + verb
        "Rakprenañ"
        SPISAER ("rak") + PENN ("prenañ")


Issrannet e c'hell bezañ ar spisaerion hervez o lec'h e-keñver an elfenn ma vez spisaet gante. Gant yezhoù zo e vez implijet kentoc'h an eil re pe ar re all:

    Rakspisaerion: Saozneg
      Lec'hiet dirak ar ger spisaet:
        "Big boy"
    Lostspisaer: Brezhoneg
      Lec'hiet war-lerc'h ar ger spisaet:
        "Paotr bras"


Kemmañ a c'hell ster resis ar spisaerion ivez hervez o lec'h, da skouer:

    Rakspisaer
        "Kozh traoù"
    Lostspisaer
        "Traoù kozh"

Gwelit ivez:

Tags:

SaoznegYezhoniezhen:Grammatical modifier

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

97Patrick Le BescoRusiaArdamezeg familhoù BreizhHopieg84Kensonenn tro-gil a-gostez dre stlakatGuam5Vogalenn damserr greiz rontToullañ goloenn an elligKensonenn gweuz-dent dre dostaatGiulia BeneniKensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhietRamayana19662019KlorBukkakeSivetKoleraNepalChMoskovNgMickaël Buzaré56R2009Erich KempkaJekoAljerAkademiezhRomaVogalenn digor a-raok rontLinuxKensonenn gweuz-dent dre stlakatLevr DanielBannau BrycheiniogDeiziadur muzulmatBurgonded2004Died alkoolekSvedenSavinhac (Avairon)Qin Shi HuangTommadur ar blanedennMaria ChuchenaRío de la PlataSanta Bárbara benditaRepublik pobl Sina83KyivArarYaou (deiz)Mia KhalifaSadorn (deiz)RamadanSizhunKensonenn gweuz-drekstaon dre fri1730XIXvet kantved8Eil milvedClaudius IIPen y FanDarempred revVogalenn damzigor greiz rontTrotskiouriezhꙖ (lizherenn)Kenvasturberezh🡆 More