Deiziadur Muzulmat

An deiziadur muzulmat, pe deiziadur islamek, eo an doare da rannañ an amzer a vez implijet er broioù muzulmat.

Ur gwir deiziadur loarel eo, rannet e 12 miz loar pe 12 loariad. En deiziadur-se n’eus ket 365,2425 devezh en ur bloavezh, met nebeutoc’h, dre ma ne bad al loariadoù nemet 28 devezh pe war-dro (1 bloavezh heolel = 1,0307 bloavezh loarel). Abretoc’h-abretañ e krog pep bloavezh eta, e-keñver an heol : war-dro 11 devezh abretoc’h bep bloaz. Ur miz, forzh pehini e vefe, en em gav en-dro d’an hevelep koulz-amzer bep 33 bloaz.

Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout

Islam
Islam
Istor Islam

Kredennoù ha kustumoù

Unded Doue
Disklêriadenn a feiz
Pedenn • Yun
Karitez • Pirc'hirinded

Pennoù Bras

Mohammed
Abu Bakr • Ali
Tiegezh Mohammed
Kompagnuned Mohammed
Profeded Islam

Testennoù ha lezennoù

Koran • Sunnah • Hadith
Barnadurezh • Doueoniezh
Buhezioù Mohammed
Charia

Skourrioù Islam

Sunnit • Chiit • C'harijit • Soufiegezh

Kevredigezh

Studioù islamek • Istor
Prederouriezh • Skiant
Arz • Savouriezh • Kêrioù
Deiziadur • Gouelioù
Maouezed • Maouezed er C'horan
Pennoù relijiel • Politikerezh •
Islamouriezh • Frankizouriezh
Salafiezh

Deroù an deiziadur muzulmat eo an Hijra, pa’z eas Mohammed hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K.

Er bloavezh 638 e tivizas ar c’halif Omar (592-644) unvaniñ an deiziadurioù a oa en implij en amzer-hont e-touez ar pobloù muzulmat. Divizout a reas e vefe niverennet ar bloavezhioù adalek an Hijra, a oa c’hoarvezet d’ar 16 a viz Gouere 622 goude J.K. Deiz kentañ miz kentañ ar bloavezh kentañ eo an deiz-se (1 MuHarram 1 AH). An deiziadur muzulmat a reer anezhañ ivez deiziadur an Hijra, diwar anv tec’hadenn Muhammad eus Mekka. An deiziadoù, en deiziadur-se, a skriver alies gant ar berradur AH, a dalvez Anno Hegirae, da lavarout eo, e latin, "e bloavezh an Hijra".

Anvioù ar mizioù en deiziadur muzulmat

(en arabeg emañ an anvioù-se p'eo an arabeg yezh sakr an Islam)

  1. Muharram ul Haram (krennet e Muharram) محرّم
  2. Safar صفر
  3. Rabi-ul-Awwal رابي
  4. Rab-ul-Akhir (pe Raby` al-THaany) رابي الثااني
  5. Jamadi-ul-Awwal جومادا
  6. Jamadi-ul-Akhir (pe Jumaada al-THaany) جمادي الثاني
  7. Rajab رجب
  8. Sha'aban شا
  9. Ramadhan رمضان
  10. Shawwal شوّال
  11. Dhul Qadah (pe Thw al-Qi`dah) دل كاداه
  12. Dhul Hijja (pe Thw al-Hijjah) دل هيجا

Anvioù deizioù ar sizhun

Diwallit, en arabeg e krog ar sizhun d'ar Sul.

  • yaum al-ahad يوم الأحد (deiz kentañ, Sul)
  • yaum al-ithnayna يوم الإثنين (eil deiz, Lun)
  • yaum ath-thalatha' يوم الثُّلَاثاء (trede deiz, Meurzh)
  • yaum al-arba`a' يوم الأَرْبعاء (pevare deiz, Merc'her)
  • yaum al-khamis يوم الخَمِيس (pempvet deiz, Yaou)
  • yaum al-jum`a يوم الجُمْعَة (deiz ar bodad, Gwener)
  • yaum as-sabt يوم السَّبْت (Sadorn)

Diforc’hioù bihan pe vihanoc’h a zo etre ar broioù muzulmat. Disheñvel eo an deiziadur implijet er broioù arabek hag er broioù muzulmat all (Indonezia, Iran…). Abalamour d’an diforc’hioù-se e c’hell bezañ disheñvel deiziadoù ar gouelioù dre ar bed muzulmat.

Lakaat an deiziadur gregorian (AD) hag an deiziadur muzulman (AH) keñver-ha-keñver

  • AH = (AD – 622) x 1,0307
  • AD = (AH + 641,0954) / 1,0307

Neuze :

  • An 30 a viz Here 2006 eo ar 7 Shawwal 1427 AH.
  • 1 MuHarram (deiz kentañ ar bloaz) 1429 AH a oa d’an 10 a viz Genver 2008.
Bloaz AD Bloaz AH Miz
muzulman
2011 1432 5
2012 1433 5
2013 1434 5
2014 1435 6
2015 1436 6
2016 1437 7
2017 1438 7
2018 1439 7
2019 1440 8
2020 1441 8
Bloaz AD Bloaz AH Miz
muzulman
2021 1442 8
2022 1443 9
2023 1444 9
2024 1445 10
2025 1446 10
2026 1447 10
2027 1448 11
2028 1449 11
2029 1450 11

Liammoù diavaez

Tags:

Deiziadur Muzulmat Anvioù ar mizioù en deiziadur muzulmatDeiziadur Muzulmat Anvioù deizioù ar sizhunDeiziadur Muzulmat Lakaat an deiziadur gregorian (AD) hag an deiziadur muzulman (AH) keñver-ha-keñverDeiziadur Muzulmat Liammoù diavaezDeiziadur MuzulmatDeiziadur loarelHeolIslamLoar

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

642Brest el lennegezh vrezhonekGregor XIIIEosten HippoAnkoùFiabe italianeDouarnenezMumbaiSant-NigoudenLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegC++EmgannBloazSaint-Étienne1200Rio Grande do NorteCascading Style SheetsRevrfouzherezhKelc'h An DaelGangaZombie StrippersErotegezhEil Brezel-bedTelenn RemengolMaliIsabel SarliTroazhañArc'hantKatrina KaifNew YorkPatrick Le BescoRepublik Demokratel KongoTaol-stad an 18 a viz ar VrumennBrazilKevelouriArteWikiLeaksSant-MaodezCantalupo in SabinaEmflourañHTMLLec'hanvadurezh BreizhGwaregataBukkakeKlorPadrig DreanPebligStagell-isurzhiañLucy AardenLandevantIzelvroegVladivostokGwiteiKawanNijell dianavezISBNKastell-Nevez-ar-FaouRepublik SinaMuskogeeg🡆 More