Ar gresianeg (Ελληνικά) a zo ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek en-e-unan.
Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz zo hag ez int lod ar roudoù skrivet koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropat. Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darn vuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez.
Gresianeg (Elliniká, Ελληνικά) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia |
Rannved : | |
Komzet gant : | 15 000 000 |
Renkadur : | goude 74 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Gres, Kiprenez, Unaniezh Europa |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | el |
ISO 639-2 | gre, ell |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ELL |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Skrivet e vez ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ zo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek.
Gregaj – dismegañsus a-wezhioù, o taveiñ d'ur yezh lenneien digomprenus – ha gresim – ger lennek – a vez implijet ivez evit envel an henyezh.
Komzet ez eus bet gresianeg e Ledenez ar Balkanoù adalek an eil milved kt JK evel m'eo bet lakaet war wel pa oa bet diskoachet tablezennoù al linenneg B eus 1500 kt JK. Koulskoude n'eus ket liamm ebet etre al linneneg B hag al lizherenneg c'hresian hag hemañ a zeu eus al lizherenneg fenikian, doare-skrivañ an abjad (war-dro 1000 kt JK). N'eus ket bet kalz a cheñchamant abaoe.
Dre voaz e vez rannet istor ar gresianeg etre ar mareoù-mañ :
Da vezañ kendalc'het
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Gresianeg, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.