Hispania a oa an anv latin evit al Ledenez iberek m'emañ Bro-Spagn ha Portugal hiziv.
Dindan ar Republik roman e oa rannet Hispania etre div broviñs : Hispania Citerior ha Hispania Ulterior. E-pad ar briñsiezh e voe rannet Hispania Ulterior e div broviñs nevez, Baetica ha Lusitania, ha Hispania Citerior a oa advadezet Tarraconensis. Goude se e oa distaget lodenn gornôkañ an Tarraconensis diouti. Da gentañ e oa anvet ar broviñs nevez-se Hispania Nova, ha Callaecia diwezhatoc'h (pe Gallaecia, alese anv Galiza a vremañ). Adalek Tetrarkiezh Diocletianus (war-dro 284) e voerannet adarre su an Tarraconensis en ur broviñs anvet Carthaginensis, hag an inizi Balearez moarvat. Bodet e oa holl ar proviñsoù-se en un Diosez sivil a oa dindan vikel Hispaniae. Implijet e voe an anv Hispania e-pad prantad ar Wizigoted. Dont a ra an anv España (Bro-Spagn) eus Hispania.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Hispania, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.