Cyrenaica

Cyrenaica, pe Kirenaika (Cyrenaica pe Cirenaica e latin diwar ar henc'hresianeg Κυρηναία; Κυρηναϊκή e gresianeg a-vremañ; برقه, Barqah en arabeg, Berqa e berbereg), a oa ur broviñs roman en Afrika an Hanternoz, etre proviñsoù Egipt ha Numidia.

Unan eus teir lodenn vras Libia eo hiziv, ha mont a ra d'ober lodenn reter ar vro. Benghazi eo ar gêr bennañ. E miz Meurzh 2012 he deus embannet e teue da vezañ damemren.

Cyrenaica
Kyrenaia en Impalaeriezh Roman war-dro 120.
Cyrenaica
Cyrenaica

Dont a ra an anv eus kêr Kyrene, a zeu diwar anv an nimfenn Kyrene.

Istor

Trevadennet e oa bet ar vro gant tud deuet eus Hellaz adalek ar Vvet kantved kent JK. Pell amzer e voe e dalc'h Egipt hellazek. Legadet e voe gant Ptolemaios VIII Euergetes d'e vab Ptolemaios Arpion, ha n'en doe hêr ebet, hag a legadas ar vro neuze da Republik Roma er bloaz 96 kent JK. Lakaet e voe gant Kreta d'ober ur broviñs roman neuze.

Pa zegouezhas an Arabed vuzulman er VIIvet kantved e oa aet kras ar vro, izel an dour enni, ma oa erru didudet-mat. Kaset e voe ar gristenien kuit, da Sikilia pe da Greta, ha pell amzer e chomas un dezerzh. Gwellaat a reas an amzer er XIVvet kantved hag adpoblet e voe. Un darn eus Egipt e oa neuze kent dont da vezañ ur broviñs eus an Impalaeriezh Otoman. Homañ a stagas ar vro ouzh Tripolitania. Er bloaz 1911 e voe tapet Tripolitania gant Italia ha Kirenaika da heul. Abaoe eo stag hec'h istor ouzh hini Libia. E miz C'hwevrer 2011 eo eno e tarzhas Dispac'h Libia a gasas kuit renad Kadhafi, ha bloaz war-lerc'h e voe embannet e teue da vezañ ur rannvro damemren eus Libia, ar pezh n'eo ket bet degemeret gant ar gouarnamant kreiz.


Cyrenaica 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.



Tags:

Afrika an HanternozArabegBenghaziBerberegEgiptGresianegHenc'hresianegLatinLibiaNumidiaProviñs roman

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Ardamezeg familhoù BreizhLinuxKoleraImpalaeriezh otomanSpagn1447Vogalenn damserr greiz rontJohann Nepomuk GeigerErotegezhLatinPriskieg66AnjevCaius Julius CaesarBrezel skouarn JenkinsKevnidLan InizanFriedrich Wilhelm Prinz von PreußenListenn glok kodoù ISO 639-1BarrKoad FelgerC++Lineg ruz2014WessexTro Breizh war varc'h-houarnDafydd Jones (Dewi Dywyll)Moskov203 MeurzhGresianeg Pontos92Kensonenn gweuz-dent dre stlakatISBNAourOrgedSant-TeveMor GalileaGabonAn Dasson-761922GenadParch1993Kensonenn kevig a-gostez dre stlakatKubaKroaziadegoùTswanegHermanas HuertaC'hoari ar misionerGeoffrey OryemaFührerbunkerToullgorferezhFootball Club des Girondins de BordeauxThe Times of IndiaBahreinꙖ (lizherenn)Tommadur ar blanedennAR-15TouaregedKurdistan IrakPauley PerretteAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022172RiezadBaltimoreKensonennSivetImpalaeriezh santel roman germanYezhoù skandinavekCoritiba Foot Ball ClubWikipedia🡆 More