Lugdunensis

Gallia lugdunensis pe Lugdunensis a oa unan eus ar proviñsoù krouet gant Augustus e Galia e 27 kent JK.

E stumm zo souezhus a-walc'h : bodañ a ra an Arvorig ha tolead Lyon. Abegoù disheñvel zo:

  • Abegoù etnek: klotañ a ra tamm-pe-damm gant unan eus an teir Galia meneget gant Julius Caesar e De bello gallico : Galia vlevek (Gallia comata e latin).
  • Abegoù politikel: bihanaat a ra pouez ha levezon kreiz Galia, en ur stagañ keodedoù galian ouzh ar proviñsoù roman tostañ. Da skouer ez eus bet staget ul lodenn eus Gallia Celtica ouzh Aquitania.
Lugdunensis
Gallia lugdunensis en impalaeriezh roman, war-dro 120

Gallia lugdunensis a oa ur broviñs impalaerel renet gant ur prefed staliet e Lugdunum (Lyon). Kavout a reer ivez ur stal voneiz e Lugdunum ha santual kevredadel an teir Galia, dediet da azeulerezh Roma ha da azeuladur an impalaer.

Kêrioù

Ar c'hêrioù pennañ a oa :

  • Cesarodunum (Tours),
  • Colonia Forum Segusiavorum (Feurs)
  • Condate (Roazhon),
  • Lugdunum (Lyon), ar gêr-benn,
  • Lutecia (Pariz),

Proviñsoù

Da vare an detrarkiezh e voe rannet Gallia lugdunensis e peder froviñs:

  • Lugdunensis I (traoñiennoù ar Saône hag an Allier),
  • Lugdunensis II (Normandi a-vremañ),
  • Lugdunensis III (Arvorig hag Anjev)
  • ha Lugdunensis IV (Ile-de-France).

Staget e voent holl ouzh prefedi pretordi ar Galiaoù.

Drastet e voe Galia gant an aloubadegoù barbar. Chom a reas tachennoù feal d'an impalaeriezh roman e Lugdunensis II ha IV betek 486 dindan renerezh Aegidius ha Syagrius.

Notennoù


Tags:

-27ArvorigAugustusGaliaLyonProviñs roman

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Rouantelezh-UnanetSão Paulo (kêr)Roperzh AodigMor Oc'hotskLionel MessiujjtxViraChorizoKotoñsUTCThe Lord of the RingsHenry Ford2024Raoul SalanTudelaEnez Terc'h (Plougerne)Banniel BreizhTi-plouzOdo Iañ, roue ar FrankedManamaKimi RäikkönenGeorge IIIGladdalc'helezhBarrennig-stagañJoko WidodoKunilingusVingt mille lieues sous les mersSpringfield (Illinois)Darempred revGeorge SandAostriaBukkakeWiki FoundationHenriette Bro-SaozJohann Sebastian BachMichelle ObamaSumerDavid CameronCharlez III (Rouantelezh-Unanet)KumunMorhoc'hTransmission Control ProtocolDouenwennNico RosbergMenez Gwenn11 GenverVerb rannusDiana SpencerFrankizouriezhWolfram (tungsten)2 DuHarry Nelson PillsburyIlgreizWilhelm HabsburgDañvadMelusinaKevelouriListenn glok kodoù ISO 639-114 GenverEdouarzh Iañ (Bro-Saoz)Stedelijk MuseumPanda brasEmgann AusterlitzFord Motor CompanyHenegiptRimasco🡆 More