Henry Ford (30 a viz Gouere 1863 - 7 a viz Ebrel 1947) a oa un embreger stadunanat ha diazezer ar Ford Motor Company.
Ijinour kenderc'h a-vern hag ar Ford T eo. Ford ne oa ket ijinour ar c'harr-tan hag al linennoù produiñ, met deuet e oa a-benn da sevel ar c'hentañ kirri-tan a oa tu prenañ gant ar c'hlasadoù etre er Stadoù-Unanet Amerika. Dre ar fed-se, Ford en devoa kemmet ar c'hirri-tan eus un objed ker ha souezus etrezek un objed pleustrek hag a gemmo kalz endroadur an XXvet kantved. Dre krouidigezh ar c'harr-tan Ford T en devoa reveulziet an dezougen hag ar greanterezh stadunanat. Dre bezañ perc'henn ar Ford Motor Company, e oa deuet da vezañ unan eus pinvidikañ ha brudetañ tud ar bed holl.
Krouer ar "Fordelezh" eo ivez: produiñ druilh ha marc'had-mat gant goproù uhel evit al labourerien. Ford a oa entanet gant ar mennozh e oa ar guzumerezh an diazez evit kaout ar peoc'h er bed. Ar soñj kreñv da broduiñ izeloc'hizelañ a-fed priz en devoa degaset araokadennoù teknikel ha gwerzhañ nevez. Krouet en devoa ur rouedad frañchizoù evit Norzhamerika ha kêrioù pennañ ar c'hevandirioù. Ford en devoa lakaet e arc'hant da vezañ meret gant ar Ford Foundation ha lakaet da berc'henn dibad e familh war an embregerezh.
Ford a veo brudet evel peoc'hgarour e-pad bloavezhioù kentañ ar C'hentañ Brezel-bed, met ivez evit bezañ enep-yuzev. Brud en devoa graet war ar Protocols of the Elders of Zion, dre e gazetenn The Dearborn Independent hag al levr The International Jew, ar pezh a aweno evit lod an naziegezh hag Adolf Hitler.
Ford a voe dimezet gant Clara Jane Bryant (1866–1950) d'an 11 a viz Ebrel 1888. Ur vab o devoa: Edsel Ford (1893–1943) marvet gant ur c'hrign-bev eus ar stomog.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Henry Ford, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.