An naziegezh eo ideologiezh faskour ar Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei), anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi, a oa renet gant e Führer (rener) Adolf Hitler.
Iskevrennad eus | faskouriezh, Enepyuzevegezh, Ethnic supremacism |
---|---|
Deiziad kregiñ | 1920 |
Deiziad echuiñ | 8 Mae 1945 |
Naziegezh |
---|
Aozadurioù Nazi |
Strollad Nazi Sturmabteilung Schutzstaffel Yaouankizoù Hitlerian |
Naziegezh en istor |
Kronologiezh deroù an Naziegezh Kerzh Hitler d'ar galloud Bro-Alamagn nazi Nozvezh ar C'hontilli Hir Kendalc'h Nürnberg Nozvezh kristal Loskaberzh Prosezioù Nuremberg Ez-Nazied ha Neonaziegezh |
Ideologiezh Nazi |
Naziegezh ha gouenn Gleichschaltung Kredennoù politikel Hitler Programm nazi Kevrinegezh nazi Propaganda Nazi Tisavouriezh Nazi Mein Kampf Luskad Völkisch |
Naziegezh ha gouenn |
Naziegezh ha Gouenn Politikerezh gouennel Alamagn nazi Eugenouriezh nazi Prosez ar vezeien Mezeien nazi Arnodennoù nazi war an dud Naziegezh ha Relijion Prosez Nürnberg |
Strolladoù politikel ha luskadoù nazi e diavaez Bro-Alamagn |
Parti national social chrétien German American Bund Nasjonal Samling Nationaal-Socialistische Beweging National Socialist Bloc National Socialist League |
Sujedoù liammet |
Geriaoueg an Trede Reich Neonaziegezh |
Listennoù |
renerien ha pennadurezhioù ar strollad nazi Levrioù Adolf Hitler prezegennoù Adolf Hitler SSed Nazied vev Nazied kozh bet kreñv o levezon goude 1945 |
Porched ar politikerezh |
Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 ; eus an Trede Reich e komzer ivez. Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù.
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar « c'houenn arian » dreist an holl « c'houennoù » all.
Biskoazh n'eus bet e strollad Adolf Hitler ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx hag e heulierion Lenin, Stalin, Trotski, Pol Pot, Mao hag all.
En oberenn Hitler, Mein Kampf ("Ma stourm", 1925-1923), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn dre Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel pe vrizh-skiantel eztaolet fraezh, evel ma vez bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.
Klask a rae Alfred Rosenberg bezañ lakaet da bennideologour an NSDAP er bloavezhioù 1930, met goap a veze graet outañ gant ar pennoù bras nazi all, dreist-holl gant Goebbels.
N'eus ket bet evit gwir a strolladoù nazi ereet kenetrezo en ur framm politikel kreizennet, evel ma oa ar strolladoù komunour dre ar bed d'ur mare.
Diazezet e oa ideologiezh an NSDAP war ar poentoù-mañ :
Koulskoude e oa divizet ul lodenn vras eus politikerezh ar gouarnamant nazi en un doare ad hoc, hag alies a-walc'h e veze tabutoù hiniennel etre pennoù-bras an Trede Reich.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Naziegezh, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.