Trede Reich

Trede Reich (alamaneg : Deutsches Reich Impalaeriezh alaman, ha Großdeutsches Reich Impalaeriezh veur alaman diwezhatoc'h) a reer eus ar Stad alaman renet gant Adolf Hitler pan erruas er galloud ha pan aozas e c'halloud hollveliek.

Hervez ar propaganda nazi, an IIIe Reich a oa da badout « mil bloaz ».

Deutsches Reich
Reich Alaman
Banniel Ardamezioù
Banniel Ardamezioù
Trede Reich
Kan broadel Das Lied der Deutschen
Horst-Wessel-Lied
Yezh ofisiel Alamaneg
Kêr-benn Berlin
Gorread 633 786 km² (1939)
Poblañs 69 314 000 (1939)
Prezidant Adolf Hitler
1933 - 30 Ebrel 1945
Karl Dönitz
30 Ebrel - 23 Mae 1945
Moneiz Reichsmark

Anvioù ar ren

E-keñver ar Gwir ne oa ket bet roet lamm da Republik Weimar, an anv ofisiel neuze a oa Deutsches Reich. Adal 1943 e teuas war-wel an anv nevez Großdeutsches Reich.
An anv "Trede Reich" adkemeret gant an nazied a zo tennet deus ar romant Das Dritte Reich embannet e 1923 gant Arthur Moeller van den Bruck.

En Alamagn hiziv-an-deiz e reer gant Zeit des Nationalsozialismus ("mare broadel-sokialour"), Nationalsozialistische Gewaltherrschaft ("tirantiezh broadel-sokialour") pe simploc'h gant Dritte Reich ("Trede Impalaeriezh").

Ideologiezh

Dindan ren Hitler, strollad nemetañ an III Reich a oa ar Strollad broadel sokialour al labourerien alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei / NSDAP). Ar ger nazi (Nationalsozialismus) a zo savet o kemer div silabenn gentañ ar ger alamanek national. Un arouez eus ar c'helennadurezh lakaet e plas gant Hitler eo dreist-holl.

An nazional-sozialismus ("sokialouriezh vroadel") e oa ideologiezh ar renad.

Pa raer anv eus ar bomm "Alamagn nazi", diveret eus national-sozialismus, o vezañ ur berradur eus nazi-smus = nazismus, ez eo direizh a-fed ster peogwir ne glot ket gant deiziadoù istorel ar strollad. En Alamaneg n'eo ket ur ger a vez implijet evit termeniñ ar prantad-se.

Meizad al Lebensraum ("egor bevañ ") e oa diazez an IIIe Reich alaman. Met muioc'h c'hoazh, an emled tiriadel kaset da benn gant Hitler a oa sturiet dre mennozh al Lebebsraum-se hag ar mennozh-se oa harpet gant reoù glannded ar ouenn arian, an enepyuzevegezh, ar c'hoant digoll goude efedoù feur-emglev Versailhez, an enepkomunouriezh ha lazhadegoù ha gouennlazhioù e-leizh kaset en-dro gant ar renad nazi.


Trede Reich 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Trede Reich  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.

Tags:

1933194530 Genver8 MaeAdolf HitlerAlamagnAlamanegKarl DönitzPropagandaStad

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1990UTCItaliaMarselhaEuropa (kevandir)MalaysiaGwareg (arm)Yezhoù romanekPask1629MadeiraDidonEostThe Parting GlassLFECharlez II (Bro-Saoz)NaonedYouTubeKevezadeg bed ar Formulenn 1 2020Bro-C'hallTverGwrezverkKeith HaringKergrist-Moeloù1833Foar VreReizhiad korvoiñChristian TroadecA PortuguesaISOSpesadWikiMelGwengoloRannvro BreizhHolloueziadurJorjiaFrazenn gevrennek liesrannOuzbekistanEvnFouzhlec'hDonald TrumpBlogLandregerBM-30 SmerchYa d'ar brezhonegNaturPin-upTeba (Egipt)Montana1989An OriantPatrick Le BescoEetionReiñ bronnPedro SánchezFeskennOmar Sy1991Ekrem İmamoğluChatGPTDilhad-dindan1añ Mezheven1676MoudennTimbroù Greunland🡆 More