Banniel

Ur banniel zo un tamm lien, skouergonek peurvuiañ, a dalvez da arouez d’ur vro, d'ur stad, d’ur strollad tud, d’un aozadur...

banniel
Banniel
Iskevrennad eusbanniel pe ardamezioù, banner Kemmañ
Implijsignalling device Kemmañ
Danvez implijetgwiad Kemmañ
Studiet gantbannielouriezh Kemmañ
Staget ouzhgwern vanniel Kemmañ
Stummskouergorneg, tric'horn, karrez Kemmañ
Arouezenn Unicode🏴󠁦󠁲󠁲󠁥󠁿 Kemmañ
Banniel
Bannieloù kêrioù eus Italia e gouel ar Palio, e Siena

Bannielouriezh a reer eus studi ar bannieloù. E Breizh ez eus ur gevredigezh anvet Bannieloù Breizh a studi bannieloù Breizh, re he broioù, he c’hêrioù...

Istor

Ar bannieloù kentañ a oa gwiadoù a-liv a veze lakaet er vann e-pad an emgannoù, da ziskouez ardamezioù mistri an armeoù, en Europa, e Japan, e Sina. Ar Romaned ne raent ket gant bannieloù, met gant arouezioù metal bihan, gwintet war gwernioù (loened evel an erered, an arzhed...). Hiziv an deiz e kaver bannieloù graet gant paper pe gant plastik, met peurvuiañ e vezont graet gant lien c’hoazh.

Ar bannieloù koshañ a anavezer hag a vije c’hoazh en implij hiziv a gaver en Europa. Bez e oa warno livioù aes da welet ha lunioù aes da anavezout a bell, evel banniel Danmark, ruz ha warnañ ur groaz wenn. Ar ruz zo ul liv splann a weler mat hag aes da ober (graet e veze gant gwad alies gwechall). Skouerioù all eus bannieloù kozh, warno al liv ruz, a gaver en Europa, evel hini Aostria (ruz ha gwenn) pe hini Katalonia (ruz ha melen). Er Grennamzer, ha betek hiziv, e veze graet kalz gant "livioù" klasel an ardamezouriezh (ruz ha glas, ha gwer er broioù muzulman ; ha kalz nebeutoc’h gell) mesket gant an daou "vetal" (gwenn/arc’hant ha melen/aour). Nevesoc’h zo, ne vez ket heuliet ar reolennoù kozh kement, ha livioù divoasoc’h a gaver evel an orañjez, da skouer war banniel India) ha lunioù divoaz ivez (kelc'hioù, tric'hornioù…) pe un niver brazik a livioù disheñvel (da skouer bannieloù Bangladesh, Sechelez, Kreizafrika…)

Banniel 
An "Dannebrog", banniel broadel Danmark, unan eus bannieloù koshañ ar bed.

Gwechall e talveze ar bannieloù da aroueziañ pennoù armeoù. Pa greskas pouez ar stadoù kreizennet, diwar-goust an aotrouien, e talvezas mui-ouzh-mui ar bannieloù da aroueziañ ar stadoù-se. Hiziv an deiz eo anavezet mat ar bannieloù broadel, met bannieloù zo a dalvez ivez da aroueziañ strolladoù tud, aozadurioù, mennozhioù…

War ar bannieloù modern o devez al livioù talvoudegezhioù anavezet : Ar ruz eo arouez ar gomunourien hag ar sokialourien alies. Stadoù komunour, pe bet komunour, a implij bannieloù ruz (Unaniezh soviedel, Sina) hag e broioù muzulman zo e kaver al liv-se ivez (Aljeria, Turkia, Maroko). E Reter Europa e kaver alies livioù "hollslavek" en implij : ruz, glas, gwenn. Hag en Afrika e kaver livioù anvet "hollafrikan" : ruz, melen, gwer. Er broioù arab e vez implijet alies al livioù gwer, gwenn, du ha ruz. Broioù Skandinavia o deus implijet arouez ar groaz, tra ma kaver alies ur greskenn loar hag ur steredenn war bannieloù stadoù turkek pe ar re zo bet dindan beli an Durked.

Ral eo e vefe div stad o defe bannieloù heñvel, met c’hoarvezout a ra a-wechoù, da skouer Monako hag Indonezia.

Banniel Bro-C'hall (lesanvet an Triliv) hag hini ar Stadoù-Unanet o deus awenet kalz tud e broioù all da dresañ bannieloù diwar o skouer.

Seurtoù bannieloù

Bannieloù broioù

Bannieloù aozadurioù

Bannieloù strolladoù tud

Bannieloù all

Bannieloù renket hervez o livioù hag o lunioù

Levrlennadur

  • Les drapeaux bretons de 1188 à nos jours, Philippe Rault, Coop Breizh, 1998, 2000, 2006

Liammoù diavaez


Banniel 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Banniel IstorBanniel Seurtoù bannieloùBanniel LevrlennadurBanniel Liammoù diavaezBannielBroStad

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

ElektronekTaliesinÉmile SouvestreTchekiaGouereBekedKanariezMiddlesexEukariotLatinC (lavar programmiñ)Stadoù-Unanet Amerika1974BragezennPalamedesStrollad Komunour BreizhArubaŪBreizh-Izel22 C'hwevrerWapitiKronosFrancis DrakeDaveennoù lec'hiañBasketballNGwenanMerc'her (deiz)Bettie PageProgramm ArtemisRoskoEmgann an Alre (1364)YezhKoatrevenStankell vordredan ar RenkEil Republik PoloniaStad IslamekKouign-amannPhoenixFegeriegGopr hollvedelSikiliaBevoniezhKanton PlouhaPalestinaMuhammad ibn Mūsā al-Khwārizmīは (lizherenn)StadIwan NikolazigChaoserZeusRomántica MilongueraLizherenneg fonetek etrebroadelShaoul (roue Israel)Beg ar vronnSan AntonioYec'hedZodiakTurkiaKan broadelRoue Marc'hRoll ar filmoù diazezet war mojenn ar Roue ArzhurZombie StrippersLokournanRoazhonHouarn🡆 More