Ur gouennlazh, pe lazh-gouenn, pe lazh-pobl eo an diouennadur fetis, c'hoantaet, reizhiadek hag aozet eus ur strollad pe eus ul lodenn eus ur strollad etnek, broadel, relijius pe gouennel.
Iskevrennad eus | atrocity, mass murder, communal violence, torfed a-enep Mab-Den |
---|---|
Abeg pennañ | genocidal intent |
Studiet gant | genocide studies |
Dizoloer pe ijiner | Raphael Lemkin |
Has contributing factor | Risk factors for genocide |
Dezverket dre | oberiadenn mab-den, genocidal intent |
Istor | genocides in history |
Dezverket dre an ezvezañs a | randomness |
Bukenn | ethnic group, Folk, human race, relijion |
Model item | Loskaberzh |
Roll elfennoù | list of genocides, list of genocides by death toll |
Nevez eo meizad ar gouennlazh. Krouet e oa bet ar ger « genocide » e 1944 gant Raphael Lemkin, kelenner war ar gwir amerikan a orin yuzev ha polonat, diwar ar wrizienn henc’hresianek genos, « ganedigezh », « seurt », « spesad », hag al lostger « -cide », a zeu eus al latin caedere, « lazhañ », « lazhadegañ ». Termeniñ a rae ar ger-se en ur studiadenn embannet gant an Ensavadur Carnegie evit ar peoc’h etrebroadel (« Axis Rule in Occupied Europe ») evel an torfed a-enep an denelezh kaset da benn gant an nazied a-enep ar pobloù yuzev ha tzigan e-doug an Eil brezel bed. Skrivañ a ra : « Ret eo kavout gerioù nevez evit meiziadoù nevez. Dre ouennlazh, e fell dimp ober anv eus distruj ur vroad pe eus ur strollad etnek. »
Stricto sensu, ar meiziad gouenn e spesad Mab-Den zo kentoc’h un naoutur sokiologel evit genetek. Koulskoude, gwir pe get, ez eus anezhi e spered ar ouennlazherien. Diazezet eo o zorfed war naoutur un disheñveladur, eus ur seurt pe un all, eus ur boblañs a soñjont eo « mall he c’has » ha war an naoutur e aparchantont dre o ganedigezh da strollad an dud zo anv anezhañ, er c’hontrol eus ar pezh a weler er brezelioù ideogel ma vez an enebourien oc’h en em gemer an eil ouzh ar re all abalamour ma soñjont ez eo an dud a laka ar mennozhioù politikel da skignañ.
Implijet da gentañ diwar-benn an Nazied, hag o « diskoulm diwezhañ » eus ar "gudenn" yuzev, e vez implijet bremañ evit komz eus distruj reizhiadek ur strollad etnek, ha dre astenn, war-dro 1970, eus diouennadur ur strollad e nebeut amzer.
Mellad 2 ar Feurskrid evit diarbenn ha moustrañ an torfed gouennlazh, degemeret gant bodadenn-veur ar Broadoù Unanet, d’an 9 a viz Kerzu 1948, a zisklêr :
Er feurskrid-mañ, ar gouennlazh a vez graet eus forzh pe hini eus an oberoù da-heul graet gant ar youl da zistrujañ, ha pa vefe penn-da-benn pe evit lod hepken, ur strollad etnek, broadel, relijius pe gouennel :
a) Muntr eus izili eus ar strollad ;
b) Gaou grevus da anterinder korf pe bred izili ar strollad;
c) Lakaat a-ratozh ar strollad en ur stad bevañ a zegaz e zistruj en un doare fetis ha pa vefe an holl strollad pe ul lodenn anezhañ hepken ;
d) kemer disentezioù a-benn mirout ouzh ar ganedigezhioù e diabarzh ar strollad ;
e) treuzkas bugale dre ret eus ar strollad d’ur strollad all.
Adkemeret eo bet an termenadur e mellad 6 Statud Roma (17 a viz Gouere 1998), a ziazez al lez-varn kastizañ etrebroadel.
Tri gouennlazh zo bet anavezet war tachenn ar gwir gant an aozadurioù etrebroadel dindan an ABU :
Anavezet eo bet en deus lazhadeg ar bobl armenian e 1915 perzhioù a denn d’ar gouennlazh en un danevell eus an ABU diwar-benn kraf an diarbennadur hag ar moustradur eus an torfed gouennlazh savet gant kuzul enklask Gwirioù Mab-Den – iskuzul-enklask evit ar stourm a-enep an disparzherezh hag evit gwarz ar minorelezhioù – e-doug 38vet dalc’h kuzul ekonomikel ha sokial an ABU. An danevell-se, anavet diwar anv he danveller Benjamin Whitaker, zo bet aprouet gant kuzul-enklask Gwirioù Mab-Den an ABU d’an 29 a viz Eost 1985
Kaset da benn gant an nazied en Alamagn, e Polonia hag e Bro-C’hall (en Elzas e Schirmeck). Ar gouennlazh-se zo bet anavezet gant Lez-varn Nuremberg krouet gant ar Rouantelezh-Unanet, Bro-C’hall, an URSS hag ar Stadoù-Unanet e 1945, war un dro gant krouidigezh an ABU. Gallout a reer lavaret en deus talvezet gouennlazh ar Yuzevien da zave evit termeniñ petra eo an torfed gouennlazh.
Kaset da benn gant milisoù hutu dispac’helour krouet gant renad Habyarimana, zo bet anavezet gant an ABU, e danevell e kuzul-enklask diwar Gwirioù Mab-Den d’an 28 a viz Even 1994, ha goude d’ar mare ma oa krouet al Lezvarn kastizañ etrebroadel evit ar Rwanda (disentez 955 degemeret gant ar c’huzul surentez d’an 8 a viz Du 1994. Kadarnaat a ra an disentez-mañ an disentez 935 er memes bloavezh.
Kement se ne dalvez ket ne vo ket anavezet lazhadegoù all eus an istor evel gouennlazhioù en un doare ofisiel.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Gouennlazh, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.