Harry Nelson Pillsbury (Somerville, Massachusetts, 5 a viz Kerzu 1872 – Philadelphia,17 a viz Mezheven 1906) a oa ur Meurc'hoarier echedoù, an hini gwellañ bet ganet e SUA abaoe Paul Charles Morphy (1837-1884).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Bro sport | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Harry Nelson Pillsbury |
Anv-bihan | Harry, Nelson |
Anv-familh | Pillsbury |
Deiziad ganedigezh | 5 Kzu 1872 |
Lec'h ganedigezh | Somerville |
Deiziad ar marv | 17 Mez 1906 |
Lec'h ar marv | Philadelphia |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Kleñved Naplez |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg SUA |
Micher | c'hoarier echedoù, mnemonist |
Sport | echedoù |
Perzhiad e | Hastings 1895 chess tournament |
Dont a reas ar maout gantañ e tournamantoù etrebroadel Hastings (Breizh-Veur) e 1895 ha München (Alamagn) e 1900 ; eilvet e voe e hini Pariz (Bro-C'hall) e 1900. Kampion SUA e voe adalek 1897 betek e dremenvan.
Barrek-kenañ e oa war ar c'hoari-dall, pa drec'has 23 eneber war 23 zablez war un dro e krogadoù kempred.
Diwar gleñved Naplez e varvas d'e 33 bloaz, rak gwelloc'h e kavas klask kuzhat e gleñved eget goulenn louzoù.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Harry Nelson Pillsbury, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.