Proviñs Britannia

Britannia a oa anv ar broviñs krouet gant ar Romaned en Enez Vreizh a-raok ma voe adrannet e meur a broviñs all: Britannia Prima, Britannia Secunda, ha re all c'hoazh.

Proviñs Britannia
Britannia en Impalaeriezh roman, war-dro 120
Proviñs Britannia
Proviñs Britannia e 410

An aloubadeg roman

Enez Vreizh a oa anavezet gant Gresianed, Fenisianed, Kartadaiz : er IVvet kantved kent JK e teuent di da gerc'hat staen eus Kernev-veur. Ar C'hresianed a rae anv eus Cassiterides, pe "inizi ar staen", a oa, en o soñj, tostik da arvor kornôk Europa. Ar moraer Himilco, eus Kartada, a deuas da weladenniñ an enez er Vvet kantved kent JK, ha war e lerc'h, er IVvet kantved, e teuas ar Gresian Pytheas. Daoust da se e chome ur vro gevrinus, ha skrivagnerien roman zo a soñje ne oa ket anezhi.


Donedigezh Caesar

Kentañ darempred a voe gant ar Romaned a voe gant Julius Caesar e 55 kent JK. Hennezh a oa o vrezeliñ e Galia, hag a grede e veze sikouret ar C'halianed gant ar Vrezhoned. Gant e zilestradeg e krogas an darempredoù kentañ etre ar Vrezhoned hag ar Romaned.

Troiadig ar bloaz 55

E 55 kent JK eta e tilestras Julius Caesar e kreisteiz Enez Vreizh, anvet Britannia gantañ en e eñvorennoù skrivet e latin. War aodoù Kent a vremañ e tegouezhas Julius. N'eas ket pell avat, fall e oa an amzer, aon en doa da goll e listri. Prientet-fall e oa e droiad moarvat, re nebeut a varc'hegeien a oa gantañ, ha gwell e kavas distreiñ da C'halia.


Aozadur Britannia roman

Proviñs Britannia 
Proviñs Britannia e 410

An takadoù merañ

Proviñs Britannia 
Lec'hiennoù pennañ e Britannia roman

E-doug ar c’hentañ hag an eil kantved e voe rannet ar broviñs e takadoù disheñvel :

  • Proviñs Britannia hec’h-unan gant un takad dindan dalc’h al lejionoù hag un all siouloc’h.
  • Rouantelezhioù-pratikoù, staget tamm-ha-tammm ouzh ar broviñs e lodenn gentañ ar c’hentañ kantved (Togidumnus er c’hreisteiz, Prasutagus er c’hornôg...).

Tra ma’z eo chomet un tamm emrenerezh gant ar rouantelezhioù-pratikoù e voe aozet ar peurrest eus ar vro hervez an urzh roman.

Diazez ar melestradur e oa ar c’heodedoù pe ar ar meuriadoù kelt evel e Galia a vere o aferioù diabarzh

Ar c'hêrioù

Da-heul an aloubadenn e voe savet keodedoù roman nevez war dachenn ar meuriadoù evel re an Atrebates, an d/Trinovantes, an Iceni, ar g/Coritani, an Ordovices, an Demetae hag ar v/Brigantes. A-wezhioù e oa ur gêr dija ha diorroiñ a rae ar gêr roman-ha-brezhon e-kichen (evel e Calleva, Verulamium, Camulodunum...). A-wezhioù, e veze krouet ur gêr nevez hag e veze dilec’hiet ar boblañs (evel e Noviomagus, Durovernum, Corinium...). N’ouzer ket da vat e pe lec’h emañ kêrbenn ar broviñs d’ar mare-se. Lod a soñj ez eo Londinium (Londrez), fontet e-kerzh ar c’hentañ kantved – lod all a soñj e oa Camulodunum pe Eburacum.

Kêrioù eus proviñs Britannia (anvioù latin) :

  • Camulodunum (Colchester), trevadenn soudarded e bro an Trinovantes ha kentañ kêrbenn ar broviñs e 43
  • Lindum, (Lincoln– Lincolnshire) trevadenn soudarded savet dindan ar Flavianed
  • Glevum, (Gloucester) trevadenn soudarded savet dindan Nerva
  • Eburacum (York), trevadenn soudarded savet dindan Antonin moarvat
  • Caesaromagus (Chelmsford), kêr-benn an d/Trinovantes
  • Verulamium (St Albans) municipes nemetañ, dezhañ ar gwir latin e Preden, kêr-benn ar g/Catuvellauni
  • Noviomagus Regnorum (Chichester), kêr-benn ar Regni
  • Calleva Atrebatum (Silchester) kêr-benn an Atrebates
  • Venta Belgarum (Winchester) kêr-benn ar v/Belgae
  • Durovernum Cantiacorum (Canterbury), kêr-benn ar g/Cantii
  • Durnovaria Durotrigum (Dorchester), kêr-benn an Durotriges
  • Corinium Dobunnorum (Cirencester), kêr-benn an Dobunni
  • Ratae Corieltauorum (Leicester)
  • Deva (Chester)
  • Dubris (Douvres)
  • Corstopitum (Corbridge), e-kichen moger Hadrian
  • Venta Silurum (Caervent), e bro ar Silured
  • Mancunium ou Mamucium (Manchester)
  • Aquae Sulis (Bath)

Goloet e oa ar vro gant un niver a hentoù ha meret e veze gant un niver a dud dindan ar stad. E darempred e oa ar broviñs gant Naoned ha Bourdel dre porzhioù Domnonea (Kerneveur) ha gant Portus Itius (Boulogne-sur-Mer) war an douar-bras dre porzh Douvres.

Bras e oa obererezh ar mengleuzioù. Ezporzhiet e veze aour, plom arc’hantus, staen hag houarn ha glaou memes.

Ar romanekadur

Yezh ar galloud hag ar vistri e oa al latin. Bras-kenañ e oa levezon sevenadurel an impalaeriezh. Kalz Romaned pe tud eus an impalaeriezh a oa o chom e Britannia ivez. E latin ez aent an eil d'egile evel-just. Abalamour da se ez eo en em ledet implij ar yezh-se.

Koulskoude ne voe ket ken don al latinekadur hag e Galia en tu all da gornad Londrez. Chom a reas bev ar sevenadur keltiek e-maez ar c’hêrioù bras ha dreist-holl e bro an Ordovices hag en hini ar Silures (Kembre hiziv) e lec’h ma ne oa ket ken kreñv levezon ar Romaned. Kenderc’hel a reas ar Vrezhoned da gomz o yezh, ar brezhoneg, ( a vez lavaret predeneg a-wechoù) daoust ma voe latinekaet ar renkadoù uhel.

Setu a skriv Tacitus diwar-benn ar Vrezhoned :

"E gwirionez, ne voe ket heñvelekaet pobladoù ar vro ouzh an alouberien. Ur yezh estren e chomas al latin, a oa ret evit an darempredoù gant ar Romaned. Latinekadur ar c’hêrioù a voe brasoc’h, met ne voe ket a-walc’h evit cheñch yezh an annezidi". Tacitus, Buhez Agricola

Kalz gerioù latin a dremenas koulskoude e yezh ar Vrezhoned evel ma c’hoarvez atav pa vez kalz tud divyezhek. Abalamour da se moarvat eo heñvel deizioù ar sizhun er yezhoù predenek.

Difenn ar broviñs

Proviñs Britannia 
Proviñs Britannia e 410
  • Etre 119 ha 122, hag adarre e 142, en em savas ar bobl Brigantes, harpet gant meuriadoù disuj Kaledonia war harzoù hanternoz Britannia. Ret e voe kreñvaat al limes, ar voger a zifenne harzoù an impalaeriezh en hanternoz.
  • E-pad beaj an impalaer Hadrian an hini e voe savet Moger Hadrian. Kroget e voe gant al labour e 121-122, hag echuet e 128. Hedet e oa ar voger gant touflezioù, kreñvlec’hioù ha kazarnioù a oa a-hed an harzoù. Chom a reas efedus e-pad tri c’hantved daoust da dagadennoù ar Bikted.

Disparti ar Romaned

E 407 e voe embannet disparti ar Romaned diouzh [Enez Vreizh]].

Notennoù


Tags:

Proviñs Britannia An aloubadeg romanProviñs Britannia Aozadur Britannia romanProviñs Britannia Ar romanekadurProviñs Britannia Difenn ar broviñsProviñs Britannia Disparti ar RomanedProviñs Britannia NotennoùProviñs BritanniaBritannia PrimaEnez VreizhProviñs roman

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Nigeria30 DuDyfrdwySeismologiezhAostriaYec'hedOfiserien-Veur Dugelezh BreizhLatinBloavezhioù 190Giovanni Battista TorrigliaChapel Itron Varia KerzevotKanton PlouhaAndy WarholFunkKrugBarrennig-stagañEvnSapphoIstor BreizhCumbricKastiz ar marvPludunoù2024 e BreizhSklaverezhBizantion (keoded)DouarouriezhAtenIranJaned ArkLizherenneg c'hresianekDañsKanton Sin-le-NobleMoutAlamagnKempervenMerdeerNanjingEmflourañGoogle (lusker enklask)Oblast PskovIron ManIndoneziaStad IslamekMykenaiFablenn1595ErotegezhKoailh Japan1695JulieRusiaOSindbad ar martolod hag e seizh beajCarles PuigdemontMuzelloù brasBoule de suifWikimedia1616SvedegPandinosaorKanton MachikoulJakartaBroadelouriezhTeknologiezhKazakstanNikolas VerronLemojez🡆 More