York

York zo ur gêr istorel en hanternoz Bro-Saoz hiziv, hag unan eus re goshañ ar vro, pa voe savet war-dro ar bloaz 71 e kember ar stêrioù Ouse ha Foss, gant ar Romaned, ha hi kêrbenn proviñs Britannia Inferior hag Eboracum hec'h anv kentañ.

Diwezhatoc'h e voe kêrbenn rouantelezhioù Northumbria ha Jórvík. Goveliet eo bet ur furm brezhoneg diwar an anv latin Eburacum, Evrog, dic'hiz ha nebeud implijet.

York
Iliz-veur York, anvet York-Minster

Kêr-benn gozh kontelezh York (Yorkshire) eo ivez.

Da 208 200 e save niver annezidi kêr e kreiz 2017.

Anv

  • Ptol. : II, 3, 10 : EBORACUM, LEGIO VI VICTRIX, ur gêr ar vBriganted; VIII, 3, 7 : EBORACUM
  • I.A 4661 (Iter 1) : EBURACUM leug. vi Victrix: 4684 (Iter II) : EBURACUM; 4757 (Iter V) : EBURACO; 4786 (Iter VIII) : ab EBURACO
  • Ravenna 10714 : EBURACUM
  • N.D XL3 (tresadenn) : SEXTAE; XL18 (testenn) : Praefectus legionis sextae
  • Rivet & Smith : Eburacum

Ardamezioù

York 
    En argant e groaz en gul karget gant pemp leonparzh en aour.

Istor

Savet eo bet war-dro ar bloaz 71 gant Romaned an IXvet legion e bro ar bobl vrezhon Brigantes.

Gant se n'eo ket ur gêr roman a orin ; er bloaz 43 e krogas aloubadeg Enez Vreizh, dindan Glaoda Iañ. Petilius Cerialis, gouarnour adalek 70, a erruas gant al Legio IX e lec'hienn Eboracum e 71.
Meur a lec'h savet gant ar Romaned en Enez Vreizh a zoug anvioù keltiek.

Eus an tremened brezhon ne chom netra avat, ha pinvidik eo istor roman ha viking kêr, ma teu touristed a-leizh d'he gwelout.

Ur skol-veur zo enni.

Brudet eo da vezañ ar gêr europat hentet ar muiañ gant tasmantoù ; ijinet eo bet ar vojenn-se da sachañ touristed, eme lod tud avat.

Notennoù

Tags:

York ArdamezioùYork IstorYork NotennoùYork71Britannia InferiorBro-SaozEboracumKemberNorthumbriaOuse

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MilanoNovritschNormandi (rannvro)Francisco FrancoKib vell-droad ar bed 2006Leo VaradkarDonald TrumpHolloueziadurChatGPTDugelezh BreizhMenez ArePablo PicassoWiki Commons1653BrandenburgBrexitKrampouezhPrusiaSaoznegRiley Evans1añ MezhevenMuzelloù bihanUTCElzas-LorenLadinoegPaskA PortuguesaKervoroc'hPatrick Le BescoKalifiezh an OmeiadedParizWikeriadurXVIIvet kantvedGwern-valouinDouar ha FrankizAzia ar gevredGopr hollvedelDilhad-dindanKemperKazanNaonedTimbroù AdenEostBro-SkosBro Gwiniegi NaonedMao ZedongDispac'h ar JenoflWorld Wide Web ConsortiumMorlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina18 GwengoloKatalanegSophia Charlotte von Platen-HallermundDour-beuzWilliam IIIWikipediaBrazilPin-upTurkmenistanKartadaBeretta M1951Stad emveliekTalierouriezh1990EmsavStrollad politikelKerien-Boulvriag1794🡆 More