Brezel Troia

Brezel Troia (pe Troja) a oa padet dek vloaz.

Un danevell eus ul lodenn eus ar brezel a gaver e-barzh an Ilias, hag ar fin en Odysseia. Dre ma oa bet skrapet Elena gant ar priñs Paris eus Troia e tisklêrias ar C'hresianed ar brezel d'an Droianed.

Brezel Troia
Brezel Troia
mythical war, oberiadur-brezel
Rann eusMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Anvet diwarTroia Kemmañ
Lec'hTroia Kemmañ
Deiziad kregiñ1258 BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ1180 BCE Kemmañ
PerzhiadAkeaned, Troia Kemmañ
Brezel Troia
Emgann ar bigi e-tal Troia, sarkofagenn eus Mirdi Thessalonika, eil kard an IIIe kantved

An Ilias a gont kounnar Ac'hilleus. Dre ma oa bet kemeret digantañ ur sklavez gant ar roue Agamemnon e paouezas da gentañ da gemer perzh en emgannoù. Pa voe lazhet e genderv Patrokles gant Hektor, avat e touas en em veñjiñ hag e lazhas Hektor. Tonket e oa Troia da vezañ trec'het adal neuze.

Ul lodenn all eus Brezel Troia a zo danevellet en Odysseia. Trec'h e voe ar C'hresianed war dTroia a-drugarez da Odysseüs. Lakaat a reas sevel ur marc'h bras goullo e prenn ha lezet e voe leun a vrezelourion war an aod, evel ur prof da Boseidon, e-keit ha ma rae van an Akeaned da zistreiñ d'o bro. An Droianed a lakaas ar mell Marc'h prenn da zont tre e diabarzh mogerioù kêr. Diouzh an noz neuze e voe digoret dorioù kêr gant ar vrezelourion a oa er marc'h prenn, ha distrujet e voe kêr Droia penn-da-benn.

Brezel Troia
Orin harozed an Ilias hag o zonkad

Tags:

Elena TroiaIliasOdysseiaParis (mab Priamos)Troia

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Lizherenneg fonetik etrebroadelBreujoù BreizhISO 8601KmeregImpalaeriezh santel roman german2014Kensonenn diweuz dre strakalFeskennNaonedDakiaDeiziadur hindouekPreñvAourEzañs IndiaOsloMenez Mikael ar MorPhilippe BoënnecQin Shi HuangJekoElishamell-dornSierra LeoneIwerzhonegKensonenn staon a-gostez dre dostaatYezhoù skandinavekPriñs Albert tu-ginNattergalenHermanas HuertaKyivSaoz5Kensonenn staon dre serriñ mouezhiet97LatvegDanmarkMaria Francisca de Assis de BragançaYaou (deiz)Togo2007SurinamFrienn gweuz-dent mouezhietBloaz2006Chapel ar PaolinezedFranz KafkaSevenadurTro Breizh war varc'h-houarnSinaiGazLituaniaQRoue ArzhurWikimediaArdamezeg familhoù BreizhSkylla (euzhvil)BarbaredShelley LubbenWarhammer 4000083BrazilNaouegezh alvezel1Mac'hagnerezh reizhel benelKernev-VeurLizheregouriezhAdolphe SaxIl-ha-GwilenAljeriaAnna SeghersLineg ruz🡆 More