An Diorroadur padus (saozneg: sustainable development) a vez graet eus un doare da welet an diorroadur pe ar c'hresk ekonomikel evel unan war hir dermen o kemer e kont an ekologiezh hag an dachenn sokial ouzhpenn an hini ekonomikel.
Hervez an termenadur degaset gant dezrevell Bodad an en-dro hag an diorroadur gant Aozadur ar Broadoù Unanet, pe Dezrevell Brundtland embannet e 1987. An displegadenn d'an droienn a oa bet: « an diorroadur padus zo un diorroadur o respont d'an ezhommoù an a-vremañ hep lakaat en arvar dalc'had ar remziadoù da zont evit o re ».
Ar rodoù-avel zo graet, evit ma ne vefe ket implijet dour-tan pe an energiezh nukleel a-benn kaout tredan.
Implijet e vez nerzh an avel ganto evit krouiñ tredan. Da lâret eo e vez saotradur en o gweled, met ne vez ket saotret an aer ganto.
Abaoe pell ez eo bet implijet nerzh an avel gant mab den, evit ar bigi dre lien kement hag evit ar milinoù. Digoust, aes da lakaat e pleustr, setu perak eo bet implijet e-pad ken pell ma'z eo diaes da lec’hiañ en amze, peur eo bet implijet er penn-kentañ
A-holl-viskoazh ez eus bet klasket gant mab den gounit amzer hag implijout nerzh an dud en doare gwellañ. Setu perak ez eus bet savet doareoù milinoù disheñvel a-hed an amzer.
An holl dud a glaske implijout ar pezh a oa an aesañ evito : evit ar re a veve war ar maezioù e oa kalz aesoc’h implij un azen, pe ur marc’h, eget un den. Kuzhet e oveze a daoulagad an aneval ha lakaet anezhañ da gerzhout, gant ur gordenn tro-dro d'e c'houzoug. Evel-se e vezent implijet evit malañ an ed.
Reoù all a implije an avel po deveze tu d’en ober. Lakaet e veze koad da dreiñ, stag ouzh un tour anvet "tour ar vilin". Pa droe ar rod e-troe ar mall war ar memes tro
Ar re dost d’ar stêrioù, pe d'ar mor a-wechoù, a implije kas an dour evit en ober.
E Su Roazhon emeur o sevel karter nevez ar C'hourrouz. Nevez-krouet eo war kumunioù Roazhon ha Sant-Jakez-al-Lann. Er bloavezhioù 2000 e voe boulc'het ar raktres-se, met er bloaz 2028 e vo peurechu al labourioù. Pa vo bet echuet e vo 10 000 annezad o vevañ er c’harter-se.
Savet eo bet ar raktres en ur soñjal en diorren padus. Ar pal kentañ e oa derc’hel glas an natur en ur c’harter nevez. Klasket ez eus bet lakaat bleunioù ha gwez, o soñjal ne vefe ket ezhomm kempenn anezho : an natur gouez. Dalc’het ez eus bet ivez plant ar vro, hag ar stank a oa eno.
Ur gorread 115 hektar a zo bet implijet evit ar c’harter nevez, da lavaret eo ez eo ken bras hag ur gêriadenn vihan ! Met daoust ha ma vefe bet krouet o soñjal en natur, ez eus bet staliet peadra evit ma vefe laouen an dud o vevan eno : skolioù, stalioù a bep seurt, pretioù, hag ar metro zoken.
Ekokarterioù a reer eus seurt raktresoù. Ur respont int da ec'honder ar c’hêrioù bras ha d’ar saotradur a vez pa vez re stank an niver a diez.
E Bro-Oueloù, etre Pempoull hag Enez Vriad, ez eus bet staliet ereadurioù tredan dindan ar mor !
E miz Ebrel 2019 e voe klasket gant ar Saozon staliañ un dourdredanva, da lavaret eo milinoù danvor da broduiñ tredan : ur rod hag a dro a-drugarez da gas ar mor hepken ! Digoust, peurbadel pe dost, dav e oa klask gouzout ha tu a oa d'en ober.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Diorren padus, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.