Quod Erat Demonstrandum

Quod erat demonstrandum (pe Q.E.D.) zo ur frazenn latin a lavarer e fin un displegadenn, da gemenn eo bet displeget ha prouet ar pezh a glasked ober.

E gwirionez avat e teu eus ur frazenn gregach, ὅπερ ἔδει δεῖξαι/hóper édei deîxai, hag a oa bet troet e latin.
E galleg, ur yezh latin koulskoude, e vez lavaret CQFD e-lec'h al lizherennoù latin.

Elfennoù Euklides

Quod Erat Demonstrandum 
Unan eus koshañ doareoù Elfennoù Euklides

Kavout a reer an droienn ὅπερ ἔδει δεῖξαι (hóper édei deîxai) e skridoù gregach Elfennoù Euklides, ul levr-deskiñ savet gant Euklides .
E dibenn an displegoù emañ ar frazenn hoper edei deixai. Implijet e vez an droienn ken alies ha bemdez, gant tud zo, da glozañ ur gaoz pa gred d'ar c'haozeer, pe brezeger, en deus degaset arguzennoù a-walc'h da gendrec'hiñ e gengaozeerien.

Tags:

GallegGregachLatin

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Yann Iañ (dug Breizh)OksigenSledda EssexEdwardVladimir PoutinFilippo de' MediciLandreger1509ReizhMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaGwrezverkTouche pas à mon poste !Franklin Delano RooseveltTalierouriezhReter SussexBukkakeHong KongLHohenzollern (1901-1914)Marc'h PrzewalskiRoazhonSomalilandAtarrabiaSevenadurSoukotYuzev-ChirazegJapanDamh the BardGoogle ChromeHillary ClintonHTMLKerfodPatagonia Arc'hantina1990KerzuStadoù-Unanet AmerikaNovritschMac'hagnerezh reizhel benelStad emveliekFrancisco FrancoNaturKerveskontuslimestraBro-C'hallGopr hollvedelItaliaSpagnTyne (Bro-Saoz)Kravatenn noterDegemer846Teba (Egipt)Priñs Albert tu-ginKomunouriezhBronnMenez AreČeská zbrojovka a.s.Cascading Style Sheets1629Kib vell-droad ar bed 2006Sant-MaloùSpongeBob SquarePants2001🡆 More