Dug Breizh e oa Frañsez II.
Ganet e oa bet e Klison d'an 23 a viz Mezheven 1433 ha marvet e Koeron d'an 9 a viz Gwengolo 1488. Anvet e oa bet da zug war-lerc'h marv Arzhur III e 1458.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | François |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | Kont, dug |
Deiziad ganedigezh | 23 Mez 1435 |
Lec'h ganedigezh | Kastell Klison |
Deiziad ar marv | 9 Gwe 1488 |
Lec'h ar marv | Koeron |
Doare mervel | accidental death |
Abeg ar marv | horse fall |
Lec'h douaridigezh | iliz-veur Naoned |
Tad | Richarzh Breizh |
Mamm | Marc'harid Orleañs |
Breur pe c'hoar | Marie de Bretagne |
Pried | Marc'harid Breizh, Marc'harid Foix |
Kompagnun(ez) | Antoinette de Maignelais |
Familh | House of Dreux |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker |
Relijion | Iliz katolik roman |
Perc'henn war | kastell Duged Breizh |
Mab e oa da Richarzh Breizh, kont Étampes, ha mab-bihan da Yann V, dug Breizh.
Mab e oa ivez da Marc'harid Orleañs.
Dimeziñ a reas d'e geniterv Marc'harid Breizh da gentañ.
Bevañ a rae ganti hag e bried kleiz Antoinette de la Maignelais hag o bugale e kastell Naoned, lakaet sevel gantañ.
Neuze e timezas gant Marc'harid Foix, priñsez a Navarra, ha ganti en doe div verc'h, Anna, hag Isabeau a varvas yaouankik.
Delc'her a reas da astenn e c'halloud pa glaske rouaned Bro-C'hall lakaat o c'hrabanoù war e zugelezh.
Rankout a reas stourm ouzh ar roue gall Loeiz XI da gentañ, hag ouzh e verc'h goude-se. Pa oa minor Charlez VIII , da lavarout eo re yaouank da ren e-unan, e reas emglev gant dug Orleañs ha kont Angoulême evit en em sevel a-enep al lezrouanez Anne de Beaujeu.
Ne c'hellas ket mirout ouzh ar roue Charlez VIII a vezañ trec'h war e lu en Emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Miz war-lerc'h e kouezhas an dug diwar e varc'h e-pad ur valeadenn hag e varvas. E verc'h Anna , 11 vloaz, en em gave dugez .
Tri bloaz goude e voe rediet an dugez Anna, hag hi ur grennardez 14 vloaz c'hoazh, da zimeziñ gant ar roue gall Charlez VIII.
D'an 13 pe d'ar 16 a viz Du 1455 e timezas e Gwened da Marc'harid Breizh (1443-1469), merc'h henañ an dug Frañsez Iañ
Addimeziñ a reas e Klison d'ar 27 a viz Mezheven 1471 gant Marc'harid Foix, lesanvet « bruched laezh » , merc'h da Gaston IV Navarra, kont Foix, ha div verc'h o doe:
Tri bugel en doe digant e serc'h Antoinette de Maignelais (1420-1474), erruet e Breizh e 1461 :
En e raok: Arzhur III | Rouaned ha Duged Breizh 1458 – 1488 | War e lerc'h: Anna Breizh |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Frañsez II (Breizh), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.