Serc'h

Ur serc'h (serc'hed el liester, serc'hoù a-wechoù) eo ar plac'h a vev gant ur paotr hep na vefent dimezet.

Ar serc'heg eo ar paotr a ra kemend-all.

Istor

Seblantout a ra bezañ ur ger dereat, en istor ar yezh, stag ouzh an dud uhel, e-skoaz ar ger gast, a zo stag ouzh tud izel o renk.

Gerioù heñvelster

Er yezh a-vremañ e vez graet gant pried-kleiz, gwreg-kleiz, adwreg, pa vez kaoz eus ur plac'h, ha n'eo ket dimezet, hag a vev gant ur gwaz, a zo dimezet, pe a zarempred anezhañ.

Ar ger mestrez n'eo ket heñvelster tamm ebet: talvezout a ra kement ha mestrez ar galon, dousig.

Gerioù kar

  • Serc'hiñ zo bevañ gant ur serc'h, da lavarout eo gant ur plac'h hep bezañ dimezet: bezañ ajolbet, a vez lavaret ivez er yezh a-vremañ.
  • Serc'haouiñ zo bevañ gant serc'hoù (da geñveriañ gant gastaouiñ), ha kaout ur vuhez diroll.

El lennegezh-pobl

Itron amañ ne vefet ket
Serc’h d’an aotrou ne laran ket

El lec'hanvadurezh

Hervez kont, e kaver ar ger-se en anv-lec'h Koadserc'ho, e-kichen Montroulez.

E kembraeg

  • Karantez eo ar ger serch. Pa gomzer eus canu serch e komzer eus karantez kourtes el lennegezh krennamzerel.

Notennoù ha daveennoù


Sellit ouzh ar ger serc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Tags:

Serc'h IstorSerc'h Gerioù heñvelsterSerc'h Gerioù karSerc'h El lennegezh-poblSerc'h El lechanvadurezhSerc'h E kembraegSerc'h Notennoù ha daveennoùSerc'hPaotrPlac'h

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Bilhed-bankJohann Nepomuk GeigerTi ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)Sigeberht WessexSuisYouTubePerroz-GiregGeorge IIRusiaFanny HillEuropa (kevandir)TeknologiezhKazakstanMontroulezBadalonaDour-beuz846Brezel diabarzh SinaTimbroù AdenEngravadur an AulnaysAndhun SussexKontelezh EssexChesten MarchantDilhad-dindan1654Johannes VermeerWilliam IIIAzia ar gevredFernandeKib vell-droad ar bed 2006Sav-bronnoùApex LegendsPablo PicassoVincent van GoghKerien-BoulvriagItaliaKergrist-MoeloùBro-RoazhonRoll livadurioù Vermeer1509A PortuguesaGrândola, Vila MorenaIsabel Sofía PicónGeorge III1944NKerneYokeg2020devezh etrebroadel gwirioù ar merc'hedMelToullañ beg ar vronnNapoleon IañCharlez II (Bro-Saoz)Mor BreizhTwitterEmflourañEuropaTaboulinDonald TrumpBrexitSanta Maria del FioreMilanoChatGPTDispac'h ar Jenofl🡆 More