Chapel Santez Anna Ar Palud

Chapel Santez Anna ar Palud zo ur chapel e Plonevez-Porzhe, e Kerne Izel, tost d'an aod, e bae Douarnenez, ha brudet eo ar pardon a vez eno bep bloaz e dibenn miz Eost.

Savet e voe etre 1863 ha 1864.

Chapel Santez Anna Ar Palud
Chapel Santez Anna ar Palud
Chapel Santez Anna Ar Palud
Delwenn Santez Anna ar Palud

Istor

Chapel Santez Anna ar Palud a oa Sancta-Anna-ad-Paluden e 1518 . Ken na oa deuet an Dispac'h gall e oa stag ouzh abati Landevenneg.

Kantik, ton ha son

Kantik savet gant Jacques Thomas e 1948.

Pedenn da Zantez Anna ar Palud
INTRON SANTEZ ANNA
Diskan

Intron Santez Anna,
Ni ho ped gant joa,
Mirit tud an Arvor
War zouar ha war vor.

1

Mamm Zantel a Vari,
Salud a greiz kalon !
Enor ha meuleudi
D'hor Mamm ha d'hon Intron !

8

D'an den yaouañk ro/it
Eun teñzor a furnez,
D'an den koz goulennit
Eur fin vat d'e vuhuez.

2

Biskoaz n'eus bet klevet
Klemm eus ho trugarez ;
Ar Palud benniget
Eo tron ho madelez.

9

Er mor braz kounaret,
Bagig ar pesketour
Spontus a vo lonket
Ma ne deuit d'he zikour.

3

Dous eo bet d'hon tud koz
Tañva ho karante,
Ha ken dous ho pennoz
A vo d'ho pugale.

10

En tarziou didruez,
Kerzit, tud an Arvor :
Anna, 'vel ar Werc'hez,
Eo steredenn ar mor.

4

Selaouit hor pedenn,
Mamm garet Breiz-Izel
Selaouit hor goulenne
Bemdez en ho chapel !

11

Bezit ive nerzus,
Soudarded Breizh-Izel ;
He dorn holl-c'halloudus
'Vo ganeoc'h er brezel.

5

Truez evit ar vamm
A welit ken aonig ;
Dalc'hit, dalc'hit dinamm
Kalon he bugelig.

12

Evidomp holl ar bed
Eo tachenn an emgann ;
A ! n'hon dilezit ket,
Pa 'maomp e-kreiz an tan.

6

Truez evit ar paour,
Dirazoc'h daoulinet !
Truez 'vit ar c'hlañvour :
O honsolit bepred.

13

Patronez dous a Vreizh
Diwallit mat ho pro
Kreskit ennomp ar feiz
Hiziv, warc'hoazh, atav !

7

Skuilhit er parkeier
Gliz pinvidig an Neñv ;
Skoazell d'al labourer,
Skoazell en an' Doue !

14

O Mamm Santez Anna
Dindan ho tivaskell
Pegen kaer eo bevañ,
Pegen dous eo mervel !

TON : D'or Mamm Zantez Anna
Chapel Santez Anna Ar Palud 

Liammoù diavaez

Notennoù

Tags:

Chapel Santez Anna Ar Palud IstorChapel Santez Anna Ar Palud Kantik, ton ha sonChapel Santez Anna Ar Palud Liammoù diavaezChapel Santez Anna Ar Palud NotennoùChapel Santez Anna Ar PaludBae DouarnenezChapelPlonevez-Porzhe

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

KoadoudKontelezh SussexSan AntonioMederiegLot, roue LothianKouevrColt M1911Aescwine EssexҚ (lizherenn)Carne (film, 1968)GeorgiaBeg ar vronnMilanoYezhoù alemanekBettie PagePriedoù-kleiz ar rouaned c'hallOmanKezIndoneziaBengaluruSergey YeseninLanneanoùKazetennerezhLatinYougoslaviaC'hoarioù arc'hantAostriaLoegriaStad emveliekSS British Free CorpsYann Iañ (dug Normandi)Roue Marc'hEil Brezel BedHerrinZeusKourzhGwenanUpsilonKronikennoù Plac'h nevez BreizhKornôgGeneviève PrigentSikiliaIsaac NewtonRoskoNeil ArmstrongBekedMiddlesexKembreTimbroù madoberusGenetik2012Charles LapicqueJekoStrollad Komunour BreizhJavascriptGregor MendelRosário do SulPaul AvrilBombardLanselodLenn GardaPrederouriezhColoradoLokournan🡆 More