Black Metal

Ar Black metal a zo un isrummad eus an heavy metal.

Black metal
Mammennoù an doare Thrash metal, death metal, hardcore punk
Mammennoù sevenadurel deroù ar bloavezhioù 80 e skandinavia
Doareoù diroudet Dungeon synth
Is-doareoù
Ambient black metal - folk black metal - industrial black metal - NSBM - post-black metal (blackgaze) - psychedelic black metal - raw black metal - black metal sinfonek - unblack metal
Doareoù kendeuz
Black-doom (black metal emlazhel) - blackened crust (black metal ruz hag anarkour) - blackened death-doom - blackened death metal (black-death melodek- war metal) - blackened grindcore - blackened thrash metal - Pagan metal - Viking metal
Darvoudoù lec'hel
Frañs - Finland - Gres, - Norvegia - Polonia - Stadoù-Unanet, - Sveden

Perzhioù boutin ar sonerezh-mañ zo un tempo fonnus, ur c'han kraouennek pe garmet, distreserezioù kreñv gant ar gitar tredan, elfedoù tremolo, enrolladennoù war ar prim, hag aergelc'hioù a-bouez. Alies e teu an arzourion war al leurenn gant o c'horf livet gwenn ha du evel tud marv, hag e vez implijet lesañvioù kalz ganto.

Er bloavezioù 1980, meur a strollad hag a rae thrash metal ha death metal o devoa taolet diazezoù ar black metal. Al lanv kentañ a oa Venom (eñ en deus roet an anv d'an doare sonerezh-mañ gant o albom "Black Metal" aet er-maez e 1982), Bathory, Mercyful Fate, Hellhammer ha Celtic Frost ennañ. Un eil lanv a c'hoarvezas e deroù ar bloavezhioù 90, distegnet gant strolladoù norvegiat evel Mayhem, Darkthrone, Burzum, Immortal, Emperor, Satyricon ha Gorgoroth. Leurenn ar black metal norvegiat o devoa kemmet ar stil un tamm hag al levezon-se a strewas davet Europa a-bezh, hag er Stadoù-Unanet, daoust ma tiorennas doareoù lec'hel hervez ar vro. Kalzig a strolladoù svedat a ziflukas e-kerzh al lanv-se, sturiet gant Dissection, Abruptum, Marduk,, ha Nifelheim. Un nebeud eus ar strolladoù-mañ a embann e oa o fal en em gannañ a-enep lanv boblek an Death metal amerikan hag a oa mestr war ar metal d'ar mare-se.

Da gentañ e oa un term heñvelster a "Satanic metal", peogwir e vez savet meur a dabut outañ rak an ideologiezhoù staget ouzh an doare sonerezh-se. Arzoù a gonta o selloù dengasel ha un nebeud anezho a rann soñjoù enepkristenel, Sataniel, pe evit ur baganiezh genelel. Er bloavezhioù 90 e c'hoarvezas gwallzarvoudoù liammet gant bed ar black metal (gwalltan ilizioù ha lazhadennoù). Ennañ ez eus ul luskad nevez-naziel (an National Socialist black metal, "NSBM"), daoust ma vez tec'het gant peurvuiañ an arzourion,. Dre vras e fell d'ar sonerien black metal e chomfe ar sonerezh-se ul lusk "underground".

Notennoù

Tags:

Gitar tredanHeavy metal

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

IzoldLokournanOrinokoSuafrikaLizherenneg kirillekEnezennGeorge IIBuhezIsraelSvedegMorerer lost gwennFront de libération de la BretagneLa semaine sanglanteBro-C'hallColt M1911Jeko21 GouereSan AntonioVerbAr C'hillioùEmgann an Alre (1364)Bukkake1980RoskoRoll an oberennoù a denn d'ar roue ArzhurBro-GwenedKourzhEmgann an AlreEncyclopædia BritannicaAlamagnAescwine EssexMaouezIwan NikolazigRevrfouzherezhReinhard HeydrichKronikennoù Plac'h nevez BreizhSpirou ha FantasioUpsilonҚ (lizherenn)Stad PalestinaC'hoarioù arc'hantDarempred revWikiarroudKali YugaPoloneg9 MeurzhReizhiad korvoiñNeil ArmstrongLlywarch HenMarc'heien an Daol GrennLec'hiennHippolyteKoadoudCantalupo in SabinaKroatiaWessex🡆 More