Moris (Moris e kreoleg, Mauritius e saozneg, Maurice e galleg) zo un enezenn hag ur republik e mervent Meurvor Indez, a-vaez da Afrika, nepell diouzh Madagaskar.
Port Louis eo anv ar gêr-benn.
Repiblik Moris République de Maurice Republic of Mauritius | |
---|---|
Banniel | Skoed-ardamez |
Sturienn Stella clavisque maris Indici L'étoile et la clef de l'Océan Indien | |
Kan broadelMère Patrie — Motherland | |
20°09'36" S – 57°30'36 R | |
Douaroniezh | |
Gorread | 2 040 m² |
Aodoù | 177 km |
Uhelderioù • Izelañ • Uhelañ | 0 m (Meurvor Indez) 828 m (MenezPiton) |
Gwerzhid eur | UTC +4 |
Poblañs | 1 356 388 (Gouere 2017) |
Yezh ofisiel | Hini ebet Kreoleg 86,5% Bhojpurieg 5,3% Galleg 4,1% All 2,6% |
Gouarnamant | |
Dizalc'hiezh | 12 a viz Meurzh 1968 Diouzh ar R.-U. |
Doare | Republik parlamantel (1 gambr hepken) |
Penn ar Stad | Prithvirajsing Roopun (2 a viz Kerzu 2019) |
Kêr-benn | Port Louis |
Melestradur | 9 distrig 3 amzalc'h |
Moneiz | MUR (Roupi morisian ) |
Kod pellgomz | +230 |
Kod Internet | .mu |
Internet | www.govmu.org |
Andon : The WorldFactbook |
Kentañ prouenn istorel eus an enez anvet Mauritius gant Europiz zo war ur gartenn bortugalat laeret gant ar spier italian Alberto Cantino e 1502
War a seblant e oa anvet Dina Arobi gant moraerion arab war-dro 975, ar re gentañ marteze o teurel troad war an enez.
E 1507 e teuas moraerion eus Portugal da ober un dro war an enez didud. Anvet e voe Cirne ganto war ar c'hartennoù portugalek, marteze diwar anv unan eus o listri pe en abeg d'an evn anavezet evel dodo, a oa stank eno d'ar c'houlz. Ur moraer portugalat all, Pedro de Mascarenhas, a roas e anv d'an enezeg, Mascarenhas.
E 1598 e teuas ul lestraz izelvroat, dindan an amiral Wybrand van Warwijck, da aochañ e Grand Port, hag an amiral da envel an enezenn Mauritius, en enor d'ar priñs Maurits van Nassau, stathouder ("penngouarnour") ar Republik izelvroat. Diwar neuze e voe ul lec'h-arsav da bourveziñ dour ha boued war hent Indez Nederlandat ar Reter.
En enezeg Maskaregnez (Mascarenhas) emañ Moris, a-gevret gant ar Reünion 200 km anezhi er mervent, hag enez Rodrigues 570 km er biz dezhi. Ouzhpenn enez Moris zo er republik :
|
N'eus yezh ofisiel ebet e Moris. Kreoleg dreist-holl, bhojpurieg ha galleg eo yezhoù an dud ; gant ar saozneg e vez graet er gouarnamant.
Klask a ra renerien ar Republik diorren an douristelezh ha sachañ ar re binvidikañ.
Koz a oa bet eus vakañsoù ar prezidant gall Jacques Chirac en hañvezh 2000 en ul leti eus ar re gerañ (ar Royal Palm, 21 972 lur gall bemdez).
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Moris, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.