Benin

Ur riez e kornôg Afrika eo Republik Benin.

Benin
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Graet e veze Dahomey anezhi betek 1975. Dizalc'hiezh ar vro a c'hoarvezas e 1960. Un aod berr a-walc'h he deus er Su war pleg-mor Benin p'emañ harzoù Togo er C'hornôg, Nigeria er Reter, Burkina Faso ha Niger en Norzh.

République du Bénin
Banniel Benin
Banniel Benin
Ardamezioù Benin
Ardamezioù Benin
Banniel Benin Ardamezioù
Benin
  • ██ Benin en Afrika
  • Kan broadel L'Aube Nouvelle
    Yezh ofisiel Galleg
    Kêr-benn Porto Novo
    Sez ar gouarnamant Cotonou

    Gorread

    • % dour

    114 763 km²

    1.8

    Poblañs

    • Stankter

    13 301 694 (2021)

    116 den/km²

    Prezidant Patrice Talon (06/04/2016)
    Gouel broadel 1 a viz Eost
    Moneiz Lur CFA
    Kod pellgomz 229
    Kenrouedad .bj

    Istor

    • Pennad pennañ : Istor Benin
    Benin 
    Liderezh en Abomey, 1908, Dañs hudellerezed e Bro ar Foned

    Rouantelezh Dahomey a sav hec'h orinoù e Benin. Er XVIIvet kantved en em astenne war ul lodenn vras eus Kornôg Afrika. Gant un "oba" en he fenn e oa pinvidik a-walc'h p'en doa staliet darempredoù kenwerzh gant Portugaliz hag Izelvroiz evit gwerzhañ sklaved dezho. Degouezhet e oa Europiz e dibenn ar XIVvet kantved. Er mare-se e veze graet Aod ar Sklaved eus aodoù rouantelezh kozh ar Benin.

    E dibenn an XVIIIvet kantved e krogas Benin da goll he galloud ken e c'hellas Bro-C'hall lakaat anezhi da blegañ ouzh he beli e 1892. Ur brezel taer a renas ar roue Behanzin, eus Abomey e gêr-benn, met trec'het ha harluet e voe (1894). E 1899 ez eas tiriad ar vro hiziv, anvet Dahomey, da vezañ lodenn eus un trevadenn vras, Kornôg Afrika gall hec'h anv. E 1958 e oe savet ur Republik an Dahomey emren a-raok ma voe embannet an dizalc'hiezh d'ar 1añ Eost 1960. E 1975 e teuas da vezañ Republik pobl Benin. Abaoe diwezh ar renad marksour eo deuet Republik Benin da vezañ unan eus broioù demokratelañ Afrika.

    Rannoù melestradurel

    Betek 1999 e oa rannet Benin e 6 departamant. Kement hini anezhe a voe rannet e daou a-benn stummañ an 12 departamant a-vremañ.

    Benin 
    Departamantoù Benin



    Tags:

    19601975AfrikaBurkina FasoDahomeyDizalc'hiezhHarzNigerNigeriaNorzhSuTogo

    🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

    AstérixLlanwnda (Sir Benfro)VoltaireMesklThor (film)TchadRoumanegMarc'h PrzewalskiSivetAostralia2014YudhiṣṭhiraBengaluruElesbed II1975Luc'hajAfrika ar SuFraezhRaiAndalouziaUkrainaLeptoglossus occidentalis2 MezhevenBlev-gaolC'hoari videoJean-Jacques RousseauAaron PhypersKarl V an Impalaeriezh SantelTimbroù dre rummadNoazhdedRevrfouzherezhMoudennDamaskMarine LavigneAnv-strollInizi Spratly1937Isabel Sofía PicónKaliforniaGounezerezhUrban VIIIA PortuguesaDulenn25 EbrelTimbroù EgiptBeretta M1934BrestSitozinMeurganMozilla FirefoxDuns (Scottish Borders)Sant-Servez-KallagPortugalSant-Pever1886BilzigKalifornia-IzelKartadaGwenedTaoiseach12 MeurzhRusia🡆 More